Hans Holbein ar Yaouankañ
- Ur pennad Hans Holbein zo ivez.
Hans Holbein, pe Hans Holbein ar Yaouankañ (Augsburg war-dro 1497 – Londrez 1543) a oa ul livour hag engravour alaman, mab da Hans Holbein an Henañ. E vreur henañ Ambrosius Holbein a oa livour ivez.
Brudet eo ar poltredoù uhelidi a reas e lez ar roue saoz Herri VIII, hag ivez an taolennoù awenet gant ar C'hrist hag ar marv.
Mab e oa da Hans Holbein an Henañ (1460–1524). Evel e vreur Ambrosius Holbein (1493/94-1519) e studias e stal-labour e dad, an hini brudetañ e kêr Augsburg . Kenteliet e voent ivez gant o eontr, Hans Burgkmair, unan eus gwellañ livourien alaman e amzer. En 1515 ez eas da Basel, lec'h meur an humanouriezh. Etre 1516 ha 1526 e reas poltredoù evit an dud uhel, ar varc'hadourien vras, en o zouez ar priedoù Meyer, ha Jakob Meyer a oa bourgmestr kêr. En 1517, e Lucerne, e labouras evit ar bourgmestr Jacob von Hertenstein.
Livadurioù
kemmañ-
Charles Brandon, trede Dug Suffolk
1541
Royal Collection, Kastell Windsor
Levrlennadur
kemmañ- Hervey, Mary F.S. Holbein's "Ambassadors": The Picture and the Men. An Historical Study. London, George Bell & Sons, 1900. OCLC 8256471.
Liammoù diavaez
kemmañ- Mirdioù ma weler e oberennoù
- Diskouezadeg e 2006 e Tate Britain
- www.Hans-Holbein.org 145 oberenn gant Hans Holbein ar Yaouankañ
- Hans Holbein ar Yaouankañ e Museum Syndicate.
Notennoù
kemmañ- ↑ Poltred e serc'h Magdalena Offenburg e vije.