Kunsthistorisches Museum
Kunsthistorisches Museum ("Mirdi istor an arz" en alamaneg), pe Mirdi an arzoù-kaer, a zo ur mirdi e Vienna, kêr-benn Aostria, hag unan eus ar re binvidikañ er bed. En ur savadur war ar Ringstraße emañ.
Ensavadur
kemmañKunsthistorisches Museum eo anv ar mirdi koulz ha hini an ensavadur. E 2007 e voe gweladennet gant 619.318 den[1].
Istor
kemmañDigoret e voe e 1891, er memes koulz hag an Naturhistorisches Museum, gant an impalaer Franz Joseph I Aostria-Hungaria. Heñvel eo talbennoù an daou savadur, ha keñver-ha-keñver emaint er Maria-Theresien-Platz. An daou savadur a voe savet etre 1872 ha 1891 diwar steuñvioù treset gant Gottfried Semper ha Karl Freiherr von Hasenauer.
Goulenn a reas an impalaer ma vefe savet daou savadur er Ringstraße da ziskouez dastumad oberennoù arz ar re Habsburg. Savet eo bet an talbenn gant krag, hag ar savadur a zo dezhañ stumm un hirgarrezenn. Ur volz-toenn 60 metrad uhelder dezhi a zo e lein. Diabarzh ar savadur a zo kinklet gant marbr, follennoù aour ha livadurioù: un oberenn arzel eo ivez.
D'an 11 a viz Mae 2003 e voe laeret unan eus pezhioù talvoudusañ ar mirdi, Holener Cellini savet gant Benvenuto Cellini. Adkavet e voe d'an 21 a viz Genver 2006 en ur voest douaret tost ouzh kêr Zwettl en Aostria[2].
An oberennoù war ziskouez
kemmañDiskouezva al livadurioù
kemmañE-touez oberennoù pennañ an diskouezva livadurioù emañ:
- Jan van Eyck: "Kardinal Niccolò Albergati" ("Kardinal Niccoló Albergati"), 1438
- Albrecht Dürer: "Azeulerezh an Drinded santel" (Anbetung der heiligen Dreifaltigkeit), 1511
- Giuseppe Arcimboldo: "Hañv" (Sommer), 1563
- Michelangelo Merisi da Caravaggio:
- "Itron Varia he rozera" (Die Rosenkranzmadonna) 1606/07
- "Kurunidigezh gant spern"
- "David gant penn Goliat"
- Peter Paul Rubens:
- "Stern-aoter Ildefonso" (Der Altar des hl. Ildefonso), 1630-32
- "Ar Feur" (Das Pelzchen), 1638
- Raffaello: "Itron Varia ar pradoù" (Madonna im Grünen), 1506
- Johannes Vermeer: "Die Malkunst", 1665/66
- Diego Velázquez: meur a boltred eus izili familh roue Spagn, hag a oa ur skourr eus ar re Habsburg.
- Pieter Brueghel gozh:
- "An Emgann etre meurlarjez har ar c'horaiz" (Kampf zwischen Fasching und Fasten), 1559
- "C'hoarioù bugale" (Kinderspiele), 1560
- "Tour Babel" (Turmbau zu Babel), 1563
- "Al Lidkerzh d'ar c'halvar" (Kreuztragung Christi), 1564
- "An Deizioù teñval (C'hwevrer-Meurzh)" (Düsterer Tag (Vorfrühling)), 1565
- "Distro an tropellad (Here-Du)" (Heimkehr der Herde (Herbst)), 1565
- "Chaseourien en erc'h (Kerzu-Genver)" (Jäger im Schnee (Winter)), 1565
- "Ar C'houer hag al laer neizhioù" (Bauer und Vogeldieb), 1568
- "Eured ar c'houer" (Bauernhochzeit), 1568/69
- "Dañs ar peizant" (Bauerntanz), 1568/69
Dastumadoù ar Kunsthistorisches Museum:
- Dastumad Egipt hag ar Reter-Nesañ
- Dastumad Hemanzer Roma ha Gres
- Dastumad delwennoù hag arzoù-kinklañ
- Armell ar pezhioù
- Levraoueg
Hofburg
kemmañ- Mirdi-Efes
- Dastumad an binvioù-sonerezh kozh
- Dastumad an armoù hag an houarnwiskoù
- Dielloù
- Teñzor lik hag a iliz (er Schweizerhof)
Hag ivez
kemmañ- Mirdi ar c'hirri hag unwiskoù al lez (e Palez Schönbrunn)
- Dastumad Kastell Ambras (en Innsbruck)
- Mirdi C'hoariva Aostria e Palez Lobkowitz
Mirdioù all stag ouzh Kunsthistorisches Museum Vienna:
- Mirdi an Dudoniezh er Neue Burg (staget e 2001);
- Lipizzaner-Museum er Stallburg