Caravaggio
- Evit implijoù all, gwelet Caravaggio (disheñvelout).
Michelangelo Merisi da Caravaggio (Milano, 29 a viz Gwengolo 1571 – Porto Ercole[1], 18 a viz Gouere 1610), anavezet gwelloc'h evel Caravaggio, a oa ul livour italian.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh Milano |
Anv e yezh-vamm an den | Michelangelo Merisi da Caravaggio |
Anv ganedigezh | Michelangelo Merisi |
Anv-bihan | Michelangelo |
Anv-familh | Merisi |
Anv | Michel-Ange de Caravage |
Deiziad ganedigezh | 29 Gwe 1571 |
Lec'h ganedigezh | Milano |
Deiziad ar marv | 18 Gou 1610, 1610 |
Lec'h ar marv | Porto Ercole |
Lec'h douaridigezh | Porto Ercole |
Tad | Fermo Merixio |
Mamm | Lucia Aratori |
Pried | talvoud ebet |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | livour |
Tachenn labour | livouriezh |
Bet studier da | Simone Peterzano |
Strollad etnek | Italians |
Relijion | Katoligiezh |
Sponsor | Francesco Maria del Monte |
Luskad | Baroque, Enepdisivouderezh |
Tachenn | genre painting, religious painting, Divuhez |
Prizioù resevet | Sovereign Military Order of Malta |
Deskrivet en URL | https://www.caravaggio.org, http://digital.ub.uni-duesseldorf.de/ihd/content/pageview/3674635, http://library.aur.edu/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?marc=1&authid=57155 |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Critical catalogue | Caravaggio Studies |
Roll elfennoù | Mirdi brezhonek Caravaggio |
Unan eus livourien ar skol naturelouriezh italian eo, enebet ouzh ar skol ardaouegezh a rene war ar XVIvet kantved.
Adnevezet en deus an arz en e amzer ha kontet eo da vezañ unan eus ar c'hentañ arzourien al luskad barok.
Brudet eo al livour koulz abalamour d'e arz ha d'e vuhez. Adalek 1600 e oa brudet e Roma evel un arzour dornet-kaer. Diwar neuze ne vankas ket al labour dezhañ, nemet ar berzh a rae a save d'e benn.
Bet eo un den feuls, brusk, hoalus ha dañjerus, enebour d'an urzh, a veze armet, a ouie en em gannañ, hag a lazhas ouzhpenn un den. Kraouiet e voe meur a wech peogwir e nac'he pourmen dizarm e straedoù Roma, goude ma oa difennet.
Ur pennad diwar e benn e 1604 a ziskleir e zoare-bevañ tri bloaz a-raok, a gont « en devoa labouret e-pad pemzektez hag e oa aet da gantren, miz pe zaou, e gleze gantañ ouzh e gostez, ur mevel ouzh e heul, eus an eil sal-dañs d'eben, prest da glask kann pe tabut, ken ne veze ket aes kaout afer outañ. »[2]
E 1606 e rankas tec'hel eus Roma, pa oa klask warnañ abalamour m'en devoa lazhet un den en doa bet kann outañ.
E 1608 edo e Malta, ma'z eas en Urzh Malta, desket ma oa madik war ar relijion, met ne chomas nemet tri miz enni, taolet e voe er-maez anezhi dre m'en devoa lazhet ur c'hamarad eus an Urzh.
Neuze ez eas da Napoli e 1609, ma voe klasket e lazhañ, trawalc'h a enebourien en devoa evit se, hag ac'haleno da Sikilia, ma ne reas nemet gounit enebourien nevez ken na varvas e 1610.
Ilizoù nevez ha palezioù ec'hon a veze savet e Roma war-dro dibenn ar XVIvet kantved ha deroù ar XVIIvet kantved, hag ezhomm a oa livadurioù. Edo an Iliz gant an Enepdisivouderezh, ha klask a oa war-lerc'h ur gwir arz relijiel ac'h aje a-enep ar brotestantiezh, hag evit se ne seblante ket dereat ken an doareoù-micher kozh (re an ardaouegezh), a bade abaoe kant vloaz, hag a gaved artifisiel.
Caravaggio a zegase nevezenti gant e naturalouriezh, un doare-ober savet diwar pizhsellout hag implij chiaroscuro, eleze sklêrijenn ha teñvalijenn.
Brud ha levezon en doe Caravaggio en e vuhez, hogen ankounac'haet e voe er c'hantvedoù war-lerch e dremenvan. Ret e voe gortoz an XXvet kantved evit dizoleiñ pegen kreñv en doa levezonet arz ar C'hornôg. Koulskoude eo bras e levezon war an doare-livañ nevez a zeuas war-lerc'h an ardaouegezh, ar barocco. Andre Berne-Joffroy, sekretour Paul Valéry, a lavare diwar e benn : « Pezh a grog gant labour Caravaggio n'eo nemet al livouriezh vodern. »[3]
Buhez
kemmañAn oad tener (1571-1592)
kemmañGanet e oa Caravaggio e Milano[4]. E dad, Fermo Merisi, a oa merour-ti ha kinkler-ti da Francesco Sforza, markiz Caravaggio. E vamm, Lucia Aratori, a oa he zud perc'henned er memes kornad.
E 1576 ez eas an tiegezh da chom da Garavaggio, ur gêr vihan e proviñs Bergamo, evit tec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e Milano. Eno e varvas e dad, Fermo, bloaz goude, e 1577.
Krediñ a reer eo e Caravaggio e kreskas ar bugel, met daremprediñ ar reSforza a rae e dud atav hag an tiegezh Colonna ivez. Tost e oa an div familh vras-se an eil ouzh eben, dimezioù a oa bet etre o bugale, ha skoazell a gavas Caravaggio diganto. Ar re Golonna a oa tud c'halloudus e Roma, hag e-kreiz ur rouedad tud a roas skoazell d'an arzour pa voe en diaezamant.
D'e 13 vloaz, e 1584, ec'h eas da Vilano da zeskiñ ar vicher livour gant Simone Peterzano, a lavare bout diskibl da Dizian. Hep mar ebet e reas anaoudegezh gant teñzorioù arzel Milano, gant Ar Goan Ziwezhañ livet gant Leonardo da Vinci a-dra-sur, ha gant arz Lombardia dre vras, dezhañ un doare a roe talvoudegezh d'ar "sell didro hag an evezh ouzh ar munudoù naturel"[5], un arz a oa tostoc'h da naturelouriezh Alamagn eget d'an ardaouegezh a oa diouzh ar c'hiz e Roma.
Krediñ a reer e chomas ur pennad e Milano war-lerc'h echuet gantañ e bennad-diskibl, met marteze ez eas da Venezia hag e welas eno labour Giorgione, a voe lavaret goude ne rae nemet e varmouzañ, ha hini Tizian.
E 1589 e tistroas da Garavaggio betek marv e vamm, ken na voe rannet peadra an tiegezh e 1592. Neuze ez eas da Roma.
Roma (1592-1600)
kemmañ- Gant Cesari
War-dro kreiz 1592 e tegouezhas e Roma, “en e noazh hag en ezhomm bras... hep annez na boued... diarc'hant.”[6] Bod en doa kavet gant ur mignon d'e diegezh, an eskob Pucci. Evitañ e live hag e kopie taolennoù relijiel. Livañ a rae ivez e ti Cavalier d'Arpino, ul livour anavezet ivez evel il Giuseppino, ma reas eno oberennoù kentañ e yaouankiz : Fanciullo con canestro di frutta ("Ar paotrig e banerad frouezh", 1593-1594) ha Bacchino malato ("Bacchus yaouank klañv", idem). Kaoz zo bet c'hoazh gant lod istorourien eus ur veaj da Venezia evit displegañ levezonoù veneziat war e arz, dreist-holl en daolenn Riposo durante la fuga in Egitto ("Diskuizh e-kerzh an dec'hadeg da Egipt", 1595-1596), met netra sur n'eus bet prouet.
N'ouzer ket gwall vat petra a reas e-pad e vloavezhioù kentañ e Roma. Brud en doa da vezañ un den feuls, brusk, troet da glask kann, ret dezhañ tec'hel a-zirak al lezenn alies.
Un nebeud mizioù diwezhatoc'h e labouras evit al livour Giuseppe Cesari, a oa e barr e vrud da neuze, ha livour muiañ-karet ar pab Klemañs VIII, “o livañ bleunioù ha frouezh”[7] en e labouradeg. Eus ar mare-se ec'h anavezomp Ragazzo che monda un frutto ("Paotr o peliat ur frouezhenn", 1592, e gentañ livadur anavezet), Fanciullo con canestro di frutta ha Bacchino malato, a lavarer e oa un emboltred graet war-lerc'h ur c'hleñved fall a echuas gant e zilez roet da Cesari. An teir zaolenn-se a ziskouez ar perzhioù a reas brud Caravaggio : studiet eo bet frouezh ar banerad gant ur c'helenner liorzhouriezh ha gallet en deus anavezout un torr war un delienn, a oa "un delienn vras gant un devadenn anat diwar foue damheñvel ouzh an antrakoz (Glomerella cingulata)", emezañ.[8]
-
Fanciullo con canestro di frutta
-
Bacchino malato
-
Riposo durante la fuga in Egitto
- Klask fred
Caravaggio a guitaas Cesari e miz Genver 1594, mennet ma oa da ober e dreuz e-unan. Bihan e oa aet e yalc'h, met da neuze eo e reas anaoudegezh gant mignoned nevez evel al livour Prospero Orsi (1560-1630), an tisavour Onorio Longhi (1568-1619), hag al livour yaouank (17 vloaz dezhañ) Mario Minniti (1577-1640). Gant Orsi e kavas dastumerien taolennoù ; gant Longhi e pleustras straedoù kêr da noz, hag an emgannoù ; Minniti a voe patrom meur a livadur, ha diwezhatoc'h e sikouras Caravaggio da glask fred e Sikilia[9].
En daolenn Buona ventura ("Chañs vat", 1596-1597), an hini gentañ a livas ouzhpenn un den enni, e weler Mario louzet gant ur jipsianez a zo o lerezh e walenn. Nevez-flamm e oa an tem-se e Roma, ha berzh a reas er c'hantvedoù war-lerc'h. Da c'hortoz ne voe ket gwerzhet ker. En daolenn I bari ("An drucherien", 1594) ez eus ur paotr tapet gant c'hoarierien c'hartoù, marteze kentañ pennoberenn Caravaggio. Evel Buona ventura e reas berzh bras, ha 50 eiladenn anezhi a chom. A zo abouesoc'h : sachañ a reas evezh ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte, unan eus gwellañ anaoudeien el livouriezh e Roma. Evit Del Monte hag e vignoned arzgarourien binvidik e reas Caravaggio un toullad livadurioù evel ar Concerto (1595), Suonatore di liuto ("Soner lud", 1595-1596), Bacco (1595-1597), Ragazzo morso da un ramarro ("Paotr dantet gant ur glazard", 1595-1596), ur skouer vat eus e zoare gwirheñvel, gant Minniti ha paotred yaouank all[10] Kalz a dabut zo bet diwar-benn an alan a heñvelgarouriezh a glever el livadurioù-se[11].
-
I bari
-
Concerto
-
Suonatore di liuto
-
Bacco
-
Ragazzo morso da un ramarro
Gwirheñvelouriezh avat a gaver en-dro en taolennoù dezho un danvez relijiel, ha speredelezh ivez. Da gentañ e Maddalena penitente ("Mari Maden e pinijenn", 1594-1595), ma weler Mari Madalen pa dro kein ouzh he buhez pec'herez, en he c'hoazez, o ouelañ dourek, he bravigoù a-skign en-dro dezhi. "Ne ziskoueze ket bezañ ul livadur relijiel tamm ebet... Ur plac'h en he c'hoazez war ur skabell goad izel o sec'hañ he blev... Pelec'h e oa ar morc'hed... ar glac'har... promesa ar silvidigezh ? ”[12]
E doare sioul Lombardia e oa, ha ne oa ket flamminus evel doare Roma d'an ampoent. Oberennoù all a voe en doare-se : San Francesco d'Assisi in estasi ("Sant Frañsez a Asiz en e c'hoursav", 1594-95), Marta e Maria Maddalena (1598), Sacrificio di Isacco ("Aberzhidigezh Izaag", 1598), Santa Caterina d'Alessandria (1598-99), Giuditta e Oloferne ("Judit ha Holofern", 1599).
Gant an oberennoù-se, goude ma ne voent gwelet nemet gant nebeut a dud, e kreskas brud Caravaggio e metoù an anaoudeien hag e genarzourien. Met evit kaout brud da vat e oa ret kaout labour evit ar foran, ha kement-se ne zeue nemet digant an Iliz.
-
San Francesco d'Assisi in estasi
-
Marta e Maria Maddalena
-
Sacrificio di Isacco
-
Santa Caterina d'Alessandria'
-
Giuditta e Oloferne
- Brudetañ livour kêr Roma (1600-1606)
E 1599, moarvat dre levezon Del Monte, e voe gopraet Caravaggio da ginklañ chapel Contarelli en iliz San Luigi dei Francesi ("Sant Loeiz ar C'hallaoued"). Kaoz a voe diwar-benn an div oberenn e voe gopraet evito, Vocazione di San Matteo ("Galvedigezh sant Vazhev", 1599-1600) ha Martirio di San Matteo ("Merzherinti sant Vazhev", 1600-01). Teñvalijenn Caravaggio (chiaroscuro) a zegase skrij en e daolennoù, hag e daol-sell lemm e lakae nerzh ha from a-leizh. Diwar-benn labour Caravaggio, e-touez an arzourien all, e oa daou du splann. Darn a ziskulie fazioù, deuet diwar e c'hoant da livañ hervez an natur, hep ober tresadennoù ; met an darn vuiañ a gane meuleudi dezhañ evel da salver an arz : livourien Roma neuze a oa troet gant an nevezinti, ar re yaouankañ a zeue war e dro, a gane meuleudi dezhañ dre ma oa an hini nemetañ a live hervez an natur, hag a lakae e oberoù da vurzhudoù.
Kenderc'hel a reas Caravaggio da zastum goproù uhel evit labourioù relijiel ma weled emgannoù, dibennañ tud, jahinañ, lazhañ. Gant pep taolenn nevez e kreske e vrud peurvuiañ, met un toulladig a voe nac'het gant lod tud goude ma oant bet graet war o goulenn, hag a-wechoù e rankent bezañ adlivet, pe neuze e veze ret klask prenerien arall dezho. An dalc'h bras a oa hennezh : ha pa veze meulet nerzh dramatek e daolennoù gant lod e kave da lod all e oant awenet izel, gant danvez gros ar vuhez[13] En e livadur kentañ eus San Matteo e l'angelo("Sant Vazhev hag an ael", 1602) e weler ar sant evel ur c'houer moal e benn ha lous e zivhar, gant un ael-krennard gwisket skañv un tamm dibalamour ; nac'het e voe an daolenn, ha ret hec'h adober (San Matteo e l'angelo', 1602). Heñveldra a c'hoarvezas gant Conversione di san Paolo ("Distro sant Paol ouzh Doue", 1600-1601), tra ma voe degemeret un eil doare heñvelanvet eus ar memes danvez (1600-1601), ma weler marc'h ar sant kalz gwelloc'h eget ar sant e-unan, ar pezh a zegasas an diviz-se etre an arzour hag ur c'hargad en iliz Santa Maria del Popolo e Roma : "Petra zo kaoz hoc'h eus lakaet ur marc'h er c'hreiz, ha sant Paol war an douar ?" — "Abalamour !" — "Daoust ha Doue eo ar marc'h ?" — "N'eo ket, met e gouloù Doue emañ !"[14].
Un oberenn direlijiel all, Amor vincit omnia, a voe graet e 1602 evit Vincenzo Giustiniani, un den eus kelc'hiad Del Monte. Hervez ur c'hounskrid eus ar XVIIvet kantved e oa graet hervez patrom ur paotr anvet Cecco, da lavarout eo Francesco, marteze Francesco Boneri, un arzour anavezet er bloavezhioù 1610-1625, lesanvet Cecco del Caravaggio[15] o tougen ur wareg ha saezhoù.
Gwelout a reer an dalc'h en ul lec'h all, e gwirionez daouduek an oberenn : war un dro eo Kupidon ha Cecco, evel Gwerc'hezed Caravaggio a oa war un dro Mamm Jezuz ha kourtezanezed Roma a oa bet patromoù eviti.
-
Vocazione di San Matteo
-
Martirio di San Matteo
-
San Matteo e l'angelo
-
Eil doare
-
Conversione di san Paolo
-
Eil doare
-
Amor vincit omnia
- Harlu ha marv (1606-1610)
E miz Mae 1606, Caravaggio a lazhas ur forbann anvet Ranuccio Tomassoni ; peogwir e oa klask warnañ dindan boan a varv e tec'has al livour da zomani Colonna er c'hreisteiz da Roma, hag ac'haleno da Napoli e-lec'h m'edo Costanza Colonna Sforza, intañvez Francesco Sforza, o chom en ur palez ma voe degemeret evel mab an hini en doa bet karg e ti he fried. Ur breur he doa Costanza, Ascanio e anv, ha hennezh a oa kardinal-gwarezour rouantelezh Napoli, hag ur breur all dezhi, Marzio, a oa kuzulier besroue Spagn ; ur c'hoar dezhi a oa dimezet d'un den eus an tiegezh Carafa, a renk uhel e Napoli, un anaoudegezh a c'hallfe displegañ perak e voe roet kement a fret da Garavaggio er gêr-se. Goude un nebeud mizioù e Napoli avat ec'h eas Caravaggio da Enez Malta m'edo sez {{Urzh Sant Yann Jeruzalem|Marc'heien Malta]].
Mab Costanza, Fabrizio Sforza Colonna, a oa marc'heg Malta ha jeneral galeoù an Urzh, a seblant endevout aozet e zonedigezh en enez e 1607. Ker bamet e voe Alof de Wignacourt, anezhañ 54vet Mestr Meur an Urzh, gant labour Caravaggio evel livour ofisiel an Urzh m'e varc'hegas. Daoust da gement-se e voe harzet an arzour e miz Eost 1608 abalamour m'en devoa gloazet ur marc'heg. Skarzhet eus an Urzh e voe ha bac'het e Valletta, met diflipañ a eure ha tec'hel da Sikilia.
Eno e labouras al livour (Seppellimento di santa Lucia ("Beziadur santez Lusia", 1608), Resurrezione di Lazzaro ("Dasoc'h Lazar, 1609), Adorazione dei pastori ("Azeuladeg ar vesaerion", 1609), endra deue iskisoc'h-iskisañ e emzalc'h : kousket gwisket-holl hag armet-holl, distruj e labour kerkent goude an disterañ burutelladenn hag ober goap ouzh livourien Sikilia. Goude nav miz en enez e tistroas da Napoli.
E palez Costanza e Napoli e voe o chom pa zistroas di en hañv 1609. Kaoz eus an darempredoù-se a gaver en holl vuhezskridoù[16]. Eno e voe arsailhet e miz Here, marteze gant tud a oa gopraet gant ar marc'heg en devoa gloazet e Malta ; distreset e voe e zremm. D'ar mare-se e livas Davide con la testa di Golia ("David gant penn Goliath", 1609-1610), penn ar ramz o vezañ un emboltred. Goude bloaz e Napoli e tistroas Caravaggio da Roma en hañv 1610, ha d'an 28 a viz Gouere e voe embannet gant un avviso, ur gazetenn brevez, e oa marvet al livour.
-
Seppellimento di santa Lucia
-
Resurrezione di Lazzaro
-
Adorazione dei pastori
-
Davide con la testa di Golia
Klañv e oa Caravaggio da neuze, hogen meur a rendaet zo bet a-zivout pennabeg e dremenvan : un dial, kleñved Naplez, malaria, kleñved Malta hag all. Beziet e voe e bered San Sebastiano e Porto Ercole ; pa voe serret er bered e 1956 e voe treuzkaset e relegoù er bered Sant'Erasmo, e Porto Ercole bepred. Eno e voent dielfennet e 2001 gant skiantourien a un abeg all da dremenvan al livour : pistriet e vije bet gant ar plom a oa e livioù e vare ; anavezet mat eo ar c'hleñved-se evit degas feulster en dud[17]. Enklaskoù all a lakaas da soñjal e vije bet marvet Caravaggio diwar sepsis[18] en devije bet dre Staphylococcus aureus a-c'houde un emgann e Napoli[19]. E 2002, ar Vatikan a embannas dihelloù hag a skore un abeg all : peuzlazhet e vije bet Caravaggio dre ur vendetta paeet gant familh Raniccio Tomassoni, a oa bet muntret gant al livour abalamour d'ar batromez Fillide Melandroni, ar vaouez yaouan a weler en dolenn Giuditta e Oloferne[20].
Levezon
kemmañCaravaggio "a lakaas an deñvalijenn en damsklêrijenn."[21] Chiaroscuro a veze implijet a-werso, met Caravaggio an hini a ziazezas da vat an doare-se da livañ.
Adal ma voe diskouezet livadurioù Sant Vazhev e chapel Contarelli en iliz San Luigi dei Francesi e Roma e krogas o levezon war an arzourien yaouank, ar voe lesanvet i Caravaggisti. Brud Caravaggio ne chomas ket war-lerc'h e dremenvan e 1610. An doareoù nevez degaset gantañ a voe implijet en doare barocco, nemet ha pa voe implijet ar chiaroscuro e voe dilezet ar gwirvoud bredoniel a oa e taolennoù ar mestr.
Levezoniñ a reas doare-livañ e geneil Orazio Gentileschi, ha hini e verc'h Artemisia Gentileschi, hag a-bell hini ar C'hallaoued Georges de La Tour ha Simon Vouet, koulz ha hini ar Spagnol José de Ribera.
Koulskoude, meur a zek vloaz war-lerc'h, e veze lakaet e oberoù war-gont livourien "dereatoc"h", pe e veze graet fae warno. An doare barok, kenijinet gantañ, a oa aet war-raok, kemmet e oa ar gizioù, met ne oa ket bet savet stal ebet gant Caravaggio, evel en devoa graet Annibale Carraci (1560-1609), ha ne oa bet skol ebet o legadiñ e zoare-livañ da ziskibien feal.
Er bloavezhioù 1920 ez eo an arzvarnour Roberto Longhi a roas brud en-dro da anv Caravaggio, hag a roas e lec'h dezhañ en istor liverezh Europa : "Ribera, Vermeer, La Tour ha Rembrandt ne vije ket bet anezho panevetañ. Hag arz Delacroix, Courbet ha Manet a vije bet disheñvel-rik."[22] A-du gantañ e oa an istorour war an arzoù Bernard Berenson (1965-1959) pa skrive : War-bouez Michelangelo n'eus bet livour italian ebet dezhañ ken bras levezon.[23]
E kalz a virdioù, e Stadoù-Unanet Amerika zoken (Detroit ha New York), e kaver livadurioù a-leizh graet e doare Caravaggio : un darvoud da noz, gouloù teñval, tud ordinal, livañ ar wirionez naturel. Livourien vodern evel an Norvegad Odd Nerdrum (bet ganet e 1944) pe an Hungarad Tibor Csernus (1927-2007) n'o deus biskoazh kuzhet o deus klasket kevezañ gantañ, hag al livour stadunanat Dougl Ohlson (1936-2010) a oa anaoudek-meurbet ouzh Caravaggio.
Al livour (ha falser) izelvroat Han van Meegeren (1889-1947) en deus implijet taolennoù Caravaggio en e labour war ar Vistri Gozh. Ar filmaozer Saoz Derek Jarman (1942-1994) en deus sevenet e 1986 ar film Caravaggio diwar-benn buhez an arzour[24].
En deiz a hiziv ne chom nemet 77 taolenn a zo diwar zorn Caravaggio hep mar ebet. Unan, Vocazione dei santi Pietro e Andrea ("Galvidigezh ar sent Pêr hag Andrev", 1603-1606), zo bet lakaet war anv Caravaggio e 1943 gant Roberto Longhi, hogen tennet eo bet eus roll oberennù an arzour e 2009[25]. Prenet e oa bet gant ar roue Charles I Bro-Saoz e 1637, gwerzhet da c'houde hag adprenet gant Charles II ha lakaet a-gostez e palez Hampton Court er mervent da Londrez, ma kave d'an dud e oa un eillivadur. Un toullad livadurioù gant Caravaggio zo bet kollet moarvat abaoe e varv. Richard Francis Burton an hini en deus skrivet diwar-benn "un daolenn eus ar Rozera Santel (e mirdi personel dug meur Toskana) ma weled ur c'helc'hiad tregont den turpiter ligati[26]" ha ne chom roud ebet anezhi. Un daolenn all eus un ael a zo bet distrujet e-kerzh bombezadeg Dresden, ha ne chom nemet luc'hskeudennoù gwenn-ha-du anezhi.
Oberennoù
kemmañGwiriekaet (77 taolenn)
kemmañLod taolennoù zo bet graet meur a wech (da skouer : 8 taolenn zo anvet San Giovanni Battista).
- 1592 : Ragazzo che monda un frutto
- 1593-1594 : Fanciullo con canestro di frutta • Bacchino malato
- 1594 : I bari
- 1594-1595 : San Francesco in estasi • Maddalena penitente • Buona ventura
- 1595 : Concerto
- 1595-1596 : Suonatore di liuto • Ragazzo morso da un ramarro • Riposo durante la fuga in Egitto''
- 1596-1597 : Buona ventura • Bacco • Buona ventura
- 1597 : Riposo durante la fuga in Egitto • Ritratto di Fillide Melandroni
- 1597-1598 : Canestra di frutta • Davide e Golia • San Giovanni Battista
- 1597-1599 : Narciso
- 1598 : Sacrificio di Isacco • Testa di Medusa • La vocazione dei santi Pietro e Andrea • Cristo alla colonna • Conversione della Maddalena (Marta e Maria Maddalena) • San Giovanni Battista
- 1598-1599 : Santa Caterina d'Alessandria
- 1599 : Giuditta e Oloferne
- 1599-1600 : Vocazione di San Matteo
- 1600 : Conversione di san Paolo • Natività con i santi Lorenzo e Francesco d'Assisi
- 1600-1601 : Martirio di San Matteo • Conversione di San Paolo • Crocifissione di San Pietro • Incredulità di San Tommaso
- 1601-1602 : Cena in Emmaus
- 1602 : San Matteo e l'angelo • Cattura di Cristo • San Giovanni Battista
- 1602-1603 : Coronazione di spine • Amor vincit omnia
- 1602-1604 : Deposizione
- 1603 : Incoronazione di spine • Sacrificio di Isacco
- 1604 : Morte della Vergine • San Giovanni Battista • San Giovanni Battista
- 1604-1606 : Madonna dei pellegrini (Madonna di Loreto)
- 1605 : San Francesco in meditazione
- 1605-1606: Madonna dei palafrenieri (Madonna col Bambino e Sant'Anna) • Sacra Famiglia con San Giovanni Battista • San Gerolamo scrivente (Roma) • San Francesco in meditazione
- 1606 : Cena in Emmaus • Ecce Homo
- 1607 : Madonna del Rosario • Davide con la testa di Golia • Salomè con la testa del Battista • Sette opere di Misericordia • Crocefissione di Sant'Andrea • Flagellazione
- 1607-1608 : Flagellazione di Cristo • Giovanni Battista alla sorgente
- 1608 : Ritratto di Alof de Wignacourt • Decollazione di San Giovanni Battista • San Girolamo scrivente (Malta) • Amorino dormiente • Seppellimento di Santa Lucia
- 1608-1609 : Ritratto di fra Antonio Martelli, Cavaliere di Malta
- 1609 : Resurrezione di Lazzaro • Adorazione dei pastori
- 1609-1610 : Annunciazione • Negazione di San Pietro • Martirio di Sant'Orsola • Davide con la testa di Golia
- 1610 : San Giovanni Battista
Lakaet war e gont (10 taolenn)
kemmañ- Giove, Nettuno e Plutone, Casino della Villa Ludovisi, Roma
- Ritratto di papa Paolo V (Paol V), Palazzo Borghese, Roma
- Ritratto di Maffeo Barberini (Il papa Urbano VIII), Firenze, dastumad prevez
- Salomè con la testa del Battista, National Gallery, Londrez
- Salomè con la testa di san Giovanni nel bacile, dastumad prevez
- San Giovanni Battista, Nelson Gallery, Kansas City
- San Giovanni Battista, Palazzo Corsini, Roma
- San Giovannino alla sorgente con agnello, dastumad prevez
- San Girolamo, Manati Montserrat, Katalonia
- Vocazione dei santi Pietro e Andrea, palez Hampton Court, Londrez, tiegezh real Breizh-Veur
Skeudennaoueg
kemmañAmañ e kavor taolennoù ha n'int ket bet diskouezet uheloc'h. Diglok eo ar skeudennaoueg, evel-just.
Taolennoù relijiel
kemmañ-
Davide e Golia (1597-1598)
-
Sacrificio di Isacco (1598)
-
Crocifissione di san Pietro (1600)
-
Natività con i santi Lorenzo e Francesco d'Assisi (1600)
-
Incredulità di san Tommaso (1600-1601)
-
Cena di Emmaus (1601-1602)
-
Cattura di Cristo (1602)
-
San Giovanni Battista (1602))
-
Ar beziadur (1602-1603)
-
Sacra Famiglia con san Giovannino (1605-1606)
-
Cena di Emmaus (1606)
-
Ecce Homo (1606)
-
Salomè con la testa del Battista (1607))
-
Giovanni Battista alla sorgente (1607-1608)
-
Decollazione di san Giovanni Battista (1608)
-
Negazione di san Pietro (1609-1610)
- Ar Werc'hez
-
Morte della Vergine (1604)
-
Madonna dei pellegrini (1604-1606)
-
Madonna dei palafrenieri (1605-1606)
-
Madonna del Rosario (1607)
- Sent
-
Vocazione di san Matteo (1599-1600)
-
Martirio di san Matteo (1600-1601)
-
San Matteo e l'angelo (1602)
-
San Girolamo scrivente (Roma, 1605)
-
San Girolamo scrivente (Malta, 1608)
Taolennoù direlijiel
kemmañ-
Narciso (1597-1599)
-
Testa di Medusa (1598)
- Poltredoù
-
Ritratto di Cortigiana (1597)
- Dodennoù all
-
Canestra di frutta (1597-1598)
-
Sette opere di Misericordia (1606-1607)
Menegoù
kemmañMammskridoù
kemmañ- (it) Mancini, Giulio (1619-28) : Considerazioni sulla pittura.
- (it) Baglione, Giovanni 1642) : Le vite de' pittori, scultori, architetti, ed intagliatori, dal pontificato di Gregorio 13. del 1572. sino a 'tempi di papa Urbano 8. nel 1642..
- (it) Bellori, Giovanni Pietro (1672) : Le Vite de' pittori, scultori et architetti moderni.
Levrioù diwar e benn
kemmañ- (en)
- Calvesi, Maurizio : Caravaggio. Firenze : Giunti Editore, 1998 (ISBN 978-88-09-76268-8)
- Friedlaender, Walter : Caravaggio Studies. New York : Schocken Books Inc., 1970 (ISBN 978-0-8052-0243-4)
- Gash, John : Caravaggio. London : Chaucer Press, 2004 (ISBN 978-1-904449-22-5)
- Giorgi, Rosa : Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings. London : Dorling Kindersley, 1999 (ISBN 978-0-7894-4138-6)
- Hibbard, Howard : Caravaggio. Cheltenham : Icon Publishing, 1983 (ISBN 978-0-06-433322-1)
- Lambert, Gilles : Caravaggio. Los Angeles : Taschen America, 2000 (ISBN 978-3-8228-6305-3)
- Langdon, Helen : Caravaggio: A Life. New York : Farrar, Straus and Giroux, 1999 (ISBN 978-0-374-11894-5)
- Moir, Alfred : The Italian Followers of Caravaggio. Cambridge : Harvard University Press, 1967 (Div levrenn)[27]
- Puglisi, Catherine : Caravaggio. London : Phaidon Press, 1998 (ISBN 978-0-7148-3966-0)
- Robb, Peter Robb : M: The Man Who Became Caravaggio. London : Henry Holt & Co., 2000 (ISBN 978-0-8050-6356-1)
- Spike, John Spike & Kahn Spike, Michèle : Caravaggio. Nw York : Abbeville Press, 2001 (ISBN 978-0-7892-0639-8)
- (fr)
- Esteban, Claude : L'ordre donné à la nuit. Lagrasse : Éditions Verdier, 2005 (ISBN 978-2-86432-447-8)
- Hilaire, Michel : Caravage, le sacré et la vie. Paris : Éditions Herscher, 1995 (ISBN 978-2-7335-0251-8)
- Longhi, Roberto (1927) : Le Caravage. Paris : Éditions du Regard, 2004 (ISBN 978-2-84105-169-4)
- (it)
- Macchi, Alberto : L'uomo Caravaggio - Atto unico. Roma : AETAS, Roma 1995 (ISBN 978-88-85172-19-7)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Caravaggio and the camera obscura
- (en) Caravaggio and his paintings
- (fr) Caravage
- (fr) http://www.bergerfoundation.ch/Caravage/F/index.html Caravage]
Notennoù
kemmañ- ↑ Ur frazione eus Monte Argentario eo Porto Ercole.
- ↑ Hervez Floris Claes van Dijk, a veve e Roma e 1601 d'ar c'houlz ma laboure Caravaggio eno, meneget e : John Gash, Caravaggio, p.13. Kavet e vo ar meneg kentañ a se e Het Schilder-Boek, gant Carl (pe Karel) van Mander, eus 1604, troet en e hed el levr Caravaggio gant Howard Hibbard. Kentañ meneg eus anv Caravaggio en un dihell eus e amzer e Roma eo hini Prospero Orsi evel keneiler en ur brosesion e miz Here 1594 en enor da Sant Lukaz (gwelout H. Waga, Vita nota e ignota dei virtuosi al Pantheon, Roma, 1992, Appendix I, pp. 219 ha 220 sqq.). Kentañ danevell eus e vuhez e Roma zo en un dihell eus an 11 a viz Gouhere 1597 pa voe test Caravaggio ha Prospero Orsi eus un torfed e-kichen San Luigi de' Francesi. (Gwelout The earliest account of Caravaggio in Rome gant Sandro Corradini ha Maurizio Marini, e-barzh The Burlington Magazine, pp. 25-28).
- ↑ Meneget gant Gilles Lambert, en e levr "Caravaggio", p. 8.
- ↑ Testeniekaet gant kavadenn ar baperenn-vadeziant eus parrez Santo Stefano e Brolo, e Milano, hervez ar gazetenn L'Unità e miz C'hwevrer 2007.
- ↑ Rosa Giorgi, Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings, p. 12.
- ↑ Meneget hepmui e levr Robb, p. 35, diazezet war skridoù Mancini, Baglione ha Bellori, a lavar o-zri e vevas e vloavezhioù kentañ e Roma er baourentez (menegoù izeloc'h).
- ↑ Giovanni Pietro Bellori, Le Vite de' pittori, scultori, et architetti moderni, 1672 : "Michele a voe ret dezhañ mont da servij ar Marc'heg Giuseppe d'Arpino, a roe dezhañ da labour livañ bleunioù ha frouezh en un doare ken tost d'ar wirionez ma voe tizhet ganto ar gened a geromp kement hiriv."
- ↑ (en) Caravaggio's Fruit: A Mirror on Baroque Horticulture
- ↑ Catherine Puglisi, "Caravaggio", p. 79. Longhi a oa gant Caravaggio da noz an emgann marvus gant Ranuccio Tomassoni ; Robb, p. 341, a soñj edo Minniti ivez.
- ↑ Deskrivet e voe paotred Caravaggio gant an arzvarnour Robert Hughes evel overripe bits of rough trade, with yearning mouths and hair like black ice cream ("tammoù re azv a zarempredoù feuls o c'henoù c'hoantek hag o blev par da zienn-skorn du")
- ↑ Donald Posner an hini kentañ, e-barzh Caravaggio's Early Homo-erotic Works"(Art Quarterly niv. 24, 1971, pp.301-26) o skrivañ diwar-benn doug Caravaggio d'ar grennarded ha levezon e vuhez reizhel war e arz. Ar vuhezskridourien heñvelgarourien a gav anat an aergelc'h a heñvelgarouriezh, met n'eo ket an holl a ya a-du gante. Mar klasker mont pelloc'h ganti war an hent-se e c'haller lenn Brian Tovar : Sins Against Nature: Homoeroticism and the epistemology of Caravaggio Evit lenn ur savboent kontrol, gwelout pennad Maurizio Calvesi, Caravaggio (ArtDossier 1986, en italianeg). Hervez Calvesi e kaver en oberennoù kentañ ar pezh a blije d'an Del Monte kentoc'h evit da Garavaggio, en un amzer ma ne rene ket c'hoazh ar meizad a soñjoù personel.
- ↑ Robb, p. 79. Robb a skriv da-heul Bellori, a gan meuleudi da livioù "gwir" Caravaggio hogen feukus e kav e naturalouriezh : "Plijet e oa (Caravaggio) gant dizoloidigezh an natur, n'en doa ket ezhomm da implij e empenn pelloc'h."
- ↑ A-zivout savboent Iliz an Enepdisivouderezh diwar-benn an dereadegezh en arzoù, gwelit Giorgi, p. 80. Evit monet pelloc'h, gwelit Gash, p.8 sqq. ; hag a-zivout perzh an dereadegezhh en nac'hañ Sant Vazhe gant an ael ha Marv ar Werc'hez, gwelit Puglisi, pp. 179-188.
- ↑ Meneget hep mammenn e Lambert, p. 66.
- ↑ Dibrouenn eo al liamme etre Boneri ha servijer ha patrom Caravaggio e deroù ar bloavezhioù 1600, goude ma vez degemeret gant ar braz eus an dud ez eo Cecco del Caravaggio evit Francesco Boneri. Gwelit Robb, pp. 193-196.
- ↑ Da skouer hini Catherine Puglisi, Caravaggio', p. 258, ha hini Helen Langdon, Caravaggio: A Life, pennadoù 12 ha 15, ha Peter Robb, M: The Man Who Became Caravaggio, pp. 398 sqq. ha 459 sqq., a ro resisadurioù.
- ↑ (en) The Guardian, 16/06/2010
- ↑ Anvet "septikemiezh" gwechall.
- ↑ (en) The Lancet, 17/08/2018
- ↑ (en) The Telegraph, 02/06/2022
- ↑ Lambert, p. 11.
- ↑ Roberto Longhi, meneget e Lambert, op. cit., p. 15
- ↑ Bernard Berenson, in Lambert, op. cit.', p. 8
- ↑ (en) Internet Movie Database
- ↑ (fr) Ebert-Schifferer, Sybille : Caravage. Paris : Éditions Hazan, 2009 (ISBN 978-2-7541-0399-2)
- ↑ "Kenliammet en un doare mezhus"
- ↑ ISBN ebet, peogwir e voe embannet a-raok 1970.