Maddalena penitente (Caravaggio)

taolenn gant Caravaggio
Maddalena penitente
(Madalen oc'h ober pinijenn)
Caravaggio, 1594-1595
Eoullivadur war lien
122,5 × 98,5 cm
Galleria Doria Pamphilj
Roma
Italia

Maddalena penitente zo un eoullivadur war lien diwar zorn al livour italian Michelangelo Merisi da Caravaggio etre 1594 ha 1595 p'edo o paouez erruout e Roma. Unan eus e oberennoù relijiel kentañ eo, diouzh a ouzer.

Un daolenn 122,5 x 98,5 cm eo, e dalc'h ar Galleria Doria Pamphilj e Roma, goude ma vez prestet a-wechoù evel da vare an diskouezadeg "Caravaggio-Bacon" er Galleria Borghese e 2009[1].

Ar c'hardinal Pietro Aldobrandini, ni d'ar pab Klemañs VIII, a zo bet kentañ perc'henn an daolenn[2].

Anna Bianchini, ur gourtizanez, an hini eo ar vaouez livet evel Santez Mari Madalen : hi ivez an hini e oa ar Werc'hez Vari en daolenn Diskuizh e-pad an dec'hadenn da Egipt, livet war-dro 1595[3].

An daolenn

kemmañ

A-wechoù e vez diskouezet Mari Madalen evel ur santez, goude marv Jezuz, o pediñ, ha hi diwisk a-walc'h, evel e taolenn Tizian, ha ganti kroaz pe klopenn
A-wechoù all e weler ur vaouez a renk uhel, gwisket kaer, ur voutailhadig dour c'hwezh-vat en he c'hichen, ul levr santel etre he daouarn.
N'eo ket hini ebet anezho a zo kinniget gant Caravaggio, a ra un daolenn gwirheñveloc'h, feal d'ar wirionez hervez e zoare.

Ar vaouez yaouank a weler diwar an uhel a zo koazezet, souchet, war ur gador izel, en ur sal deñval, he bravigoù ganti en he c'hichen. Ur bann-heol en tu dehoù a ra un tric'horn, arouez ur c'hemenn a-berzh Doue.

Levrlennadur

kemmañ
  • Catherine Puglisi : Caravage, troet e galleg diwar ar saozneg gant Denis-Armand Canal, Pariz : Phaidon, 2005, 448 p. (ISBN 978-07-1489-475-1)

Skeudennaoueg

kemmañ

Mari Madalen oc'h ober pinijenn, gwelet gant livourien all :

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn Galleria Borghese, d'an 23 a viz Here 2009
  2. Mia Cinotti : Vita del Caravaggio e-barzh Caravaggio : nuove riflessioni, gant Maurizio Calvesi, Roma : Fratelli Palombi, (Quaderni di Palazzo Venezia ; 6 (1989)), p. 81 (ISBN 88-7621-100-4)
  3. Riccardo Bassani ha Fiora Bellini : Caravaggio assassino : la carriera di un "valenthuomo" fazioso nella Roma della Controriforma, Roma : Donzelli, 1994, 278 p., pp 50-56, 182-184 (ISBN 88-7989-100-6)