Mari Madalen (santez)

(Adkaset eus Santez Mari Madalen)

Mari Madalen, pe Mari Magdala (Μαρία η Μαγδαληνή e gregach), zo ur vaouez hag a oa aet da-heul Jezuz, betek en deizioù diwezhañ, diouzh a lenner en Aviel : hervezo eo hi a voe an test kentañ eus dasorc'hidigezh Jezuz, hag ac'h eas da gemenn ar c'heloù d'an ebestel. Lakaet eo bet da santez. Diwar hec'h anv eo bet savet an anv-badez brezhonek Madalen.

Mari Madalen, livet gant Pietro Perugino.
Mari-Madalen oc'h ober pinijenn gant Antonio Canova.


Gerdarzh

kemmañ

Meur a Vari a oa en Aviel, ha homañ a veze graet Mari Magdala anezhi abalamour ma oa eus Magdala.

Yezhoù all

kemmañ

Hervez an Aviel

kemmañ

Ganet e vefe er bloavezh 3, merc'h e vefe bet d'an arc'hbeleg Syrus ar Yairit, beleg David. Lidoù ar relijion yuzev a rae he zad e sinagogenn Capharnaum, e Galilea. He mamm, Eucharia, a vefe bet eus lignez Israel hep bout eus skourr David.

Genidik e oa eus Magdala, war lez kornaouek Mor Galilea. Hervez Aviel Lukaz (VIII, 2) e voe disammet eus seizh diaoul gant Jezuz. Goude e voe e-touez e ziskibion hag e heuliañ a reas betek e varv war ar groaz (Aviel Mark, XV, 40-41).

Istor an Iliz

kemmañ

Adalek ar pab Gregor Iañ, er VIvet kantved, e kavas da Iliz Roma e oa an anvioù Mari Magdala ha Mari Betania hini ar memes maouez evel ar bec'herez a skuilhas frond war Jezuz. Hiriv avat eo ral an arbennigourien a sav a-du gant ar mennad-se. En iliz katolik hiriv e lider santez Mari Magdala d'an 22 a viz Gouhere, ha Mari Betania war un dro gant he c'hoar Marta d'an 29 a viz Gouhere. A-hend-all e vez graet ar c'hemm etre an div Vari-se koulz en iliz reizhkredennek evel en ilizoù protestant.

El liverezh

kemmañ

Livet eo bet Mari Madalen e meur a abadenn eus he buhez: pa deu Jezuz d'he zi, pa’n em dro ouzh Doue, en dezerzh, dirak Jezuz war ar groaz, pa fell dezhi stekiñ ouzh Jezuz savet a varv da vev, pa sav d'an neñv.

E Breizh

kemmañ

Enoret eo ar santez e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, hag ur c'hantik brezhonek zo dezhi, enrollet gant Anne Auffret.

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
 
Tintoretto, Mariae Magdalenae
 
Gant Nicolas Régnier.
  • Joseph Escudier, L'évangélisation primitive de la Provence - St-Lazare, Maximin, Marthe, Marie-Madeleine, les saintes Maries Jacobé et Salomé en ce pays, Maison sainte Jeanne-d'Arc, Toulon, 1929
  • Elisabeth ha Jurgen Moltmann, Dieu homme et femme. Embannadurioù Cerf, 1984
  • Jean Pirot, Trois amies de Jésus de Nazareth, Cerf, 1986
  • Jean-Yves Leloup, L'évangile de Marie: Myriam de Magdala, Albin Michel, 1997
  • Élisabeth Pinto-Mathieu, Marie-Madeleine dans la littérature du Moyen Âge, Beauchesne, 1997
  • Marianne Alphant, Guy Lafon, Daniel Arasse, L'apparition à Marie-Madeleine, Desclée De Brouwer, 2001
  • Régis Burnet, Marie-Madeleine (Patrom:Sp-) : De la pécheresse repentie à l'épouse de Jésus : histoire de la réception d'une figure biblique, Cerf, 2004

Lennegezh

kemmañ
  • Jacqueline Kelen, Un amour infini. Marie-Madeleine prostituée sacrée, Albin Michel, « Espaces Libres » n° 28, 1992
  • Jean Desmarets de Saint-Sorlin, Marie-Madeleine ou le triomphe de la Grâce, Jérome Millon, « Atopia » n° 27, 2001
  • Jean-Yves Leloup, Une femme innombrable - Le roman de Marie Madeleine, Albin Michel, 2009
  • Jean-Yves Leloup, Tout est pur pour celui qui est pur. Jésus, Madeleine et l'Incarnation., Albin Michel, 2005
  • Yves Bridonneau, Le tombeau de Marie-Madeleine à St-Maximin, Édisud, 2002
  • Margaret Starbird, Marie-Madeleine et le Saint Graal : la controverse qui entoure Marie-Madeleine et sa relation avec Jésus, Exclusif, 2006
  • Dan Burstein et Arne J. de Keijzer, Les secrets de Marie-Madeleine : La femme la plus fascinante de l'histoire, ViaMedias, 2006
  • Christian Doumergue, Le Mystère Marie-Madeleine, Thélès, 2006
  • Kathleen McGowan, Marie Madeleine, le livre de l'élue, XO, 2007
  • Dan Brown, Da Vinci Code , Doubleday, 2003

Levrioù a feiz

kemmañ
  • Michèle Koné: Myriam de Madgala, Sainte Marie Madeleine, Anne Sigier, (levr skeudennaouet)
  • Henri Lacordaire o.p., Sainte Marie-Madeleine, 1860; adembannet gant ur rakskrid diwar zorn Bernard Montagnes o.p., goudeskrid gant Jean-Pierre Olivier o.p., Cerf, 2005
  • Victor Saxer, La « Vie de Ste Marie-Madeleine » attribuée au pseudo-Raban Maur, œuvre claravallienne du Patrom:S-, Mélanges St-Bernard, Dijon, 1953
  • MPatrom:Gr Victor Saxer, Le culte de Marie-Madeleine en Occident, éd. Cahiers d'archéologie et d'histoire, Auxerre, Paris, 1959
  • Jacqueline Dauxois, Marie-Madeleine, éd. Pygmalion/Gérard Watelet, coll. « Chemins d'Eternité », 1998
  • Père Philippe Devoucoux du Buysson, Dialogues avec Marie-Madeleine sur la montagne de la Sainte Baume, Théosis :
    • tome 1 : Ma rencontre avec Jésus, 2005
    • tome 2 : Marie-Madeleine prophète, 2007

Skeudennaoueg

kemmañ

Un toullad oberennoù awenet gant ar santez kristen Mari-Madalen: darn a wel ar santez, re all ar bec'herez en he noazh.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.