Ar Werc'hez Vari hag ar Mabig Jezuz etre Sant Yann-Vadezour ha Sant Paol, gant Santez Mari Madalen ha Sant Jerom
taolenn gant Tizian
Madonna col Bambino tra i santi
Battista, Paolo, Maddalena e Girolamo |
Tizian, 1515-1518 |
Eoullivadur war goad |
139 × 191 cm |
Gemäldegalerie Dresden |
Ar Werc'hez Vari hag ar Mabig etre sant Yann-Vadezour, sant Paol, santez Madalen ha sant Jerom (anv italianek orin : Madonna col Bambino tra i santi Battista, Paolo, Maddalena e Girolamo) zo un eoullivadur war goad diwar zorn al livour italian Tizian, graet etre 1515 ha 1518, hag a weler hiziv e Gemäldegalerie Dresden en Alamagn.
Istor
kemmañE dastumad ar c'hardinal Domenico Grimani (1461–1523) e Venezia edo an oberenn, a greder, pa dremenas da Iliz Santa Maria dei Servi, e Venezia bepred, ha goude etre daouarn an Tiegezh Este. Pa voe staget dugelezh Modena ha Reggio ha diberc'hennet an tiegezh e voe gwerzhet un darn vras eus an dastumad da renerien Sachsen, ha serret e mirdi Dresden.
Levrlennadur
kemmañ- (it) Cagli, Corrado & Valcanover, Francesco. L'opera completa di Tiziano. Milano : Rizzoli Editore, 1969 (ISBN 9786600287928)