Kardinal
Gant ar ger Kardinal e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kardinal (disheñvelout).

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kardinal zo un titl roet gant ar pab d'un den a iliz, hag a dalv kement ha “kuzulier”. Ar “Skolaj sakr” pe “Kevredad sakr” a vez graet eus an holl gardinaled. Pa vezont kouviet gant ar pab da zivizout diwar-benn aferioù an Iliz katolik roman ha war he c'hredennoù e vez anvet ar vodadeg ar C'hoñsistor (e latin consistorium).
Arabat kemmeskañ Koñsistor ha Sened-Meur, a lavaret eo ur bodad hollvedel an Iliz, gant holl eskibien an Iliz katolik.

Pa varv ur pab e vez dilennet unan all gant an holl gardinaled dindan 80 vloaz, hag ar re-se ne c'hellont ket mont kuit eus al lec'h er Vatikan a-raok disoc'h an dilennadeg. Ar sened-kardinaled e vez graet eus ar bodad-se (e latin conclave, da lavaret eo prennet war alc'hwez). Gwisket e vez ar gardinaled evit al lidoù meur gant ur soutanenn, ur roked hag un tog ruz.