Tog
Un tog, pe ur c'habell, zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed hiziv. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
Gerdarzh ha distagadurAozañ
Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque".
Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù). E geriadur Jules Gros e kaver meneg eus tokoù ha togoù, met togoù hepken er skouerioù.
Dre vras e vez lavaret tog bremañ eus ur pennwisk un tamm faro, marteze dre ma veze gwisket togoù gant an dud uhel gwechall, pa veze boned pe kalabousenn gant tud ar bobl war ar pemdez.
Ne veze ket togoù gant ar merc'hed e Breizh a-raok dibenn ar brezel-bed kentañ .
LodennoùAozañ
Peurvuiañ e vez div lodenn en un tog :
StummoùAozañ
Gwiskañ ar pennAozañ
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.
Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.
Tennañ an togAozañ
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.
Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.
Togoù a bep seurtAozañ
A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.
- An tog plouz
- An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
- An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
- An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
- An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
- An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
- An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.
Anvioù togoù eus ar bedAozañ
|
SkeudennaouegAozañ
Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn Auguste Renoir
LevrlennadurAozañ
- Colin McDowell, Le chapeau et la mode, des origines à nos jours, Celiv, Pariz, 1992, 224 p. (ISBN 2-86535-208-0)