Aotrou
An Aotrou a zo da gentañ perc'henn un douar.
Bez ez eo ivez un titl roet
- da berc'henn ur vro, un noblañs bennak: an aotrou dug.
- da Zoue: bugale an aotrou Doue
- abaoe m'emañ kevredigezh kêr en he bleuñv e vez roet an anv-se koulz da berc'henn an ti a baeer ur feurm dezhañ, evel d'an den a iliz: an aotrou person, an aotrou'n eskob.
- dre astenn-ster e vez roet da vicherioù all: an aotrou skolaer
- ha diwar-se dirak un anv-tiegezh: an aotrou Maze.
Gerdarzh Aozañ
Dont a ra eus altro en henvrezhoneg, a dalvez kement ha "tad mager". Da geñveriañ ouzh ar gerioù athraw (kelenner) ha allthraw (paeron) e kembraeg, an holl gerioù-se a za eus *altrawū (eontr mager) e kengelteg, altru e heniwerzhoneg zo hañvalster.
Gladalc'helezh Aozañ
Bezañ aotrou a oa bezañ perc'henn un douar, ha ne oa ket ret bezañ noblañs atav: ur beleg, ur marc'hadour, ul labourer-douar, un abati, a c'halle bezañ aotrouien, pe aotrounez.
Betek nebeudig e oa gwirioù un aotrou gant aotrou Enez Sark, a ranko o dilezel evit mont e kumuniezh Europa.
Tiegezh Aozañ
Troioù-lavar Aozañ
- un aotrou kaoc'h-brochoù: ul labourer douar a ra e vras
- ur c'hrak-aotrou: un denig dister
- bezañ un tamm aotrou: bezañ lorc'hus