Aotrounez an deiz
E mitologiezh an Azteked, Aotrounez an deiz (Tonalteuctin) a oa ur strollad trizek doue hag a rene war pep a zeiz resis a glote gant unan eus an trizek baradoz(Daveoù a vank). Dont a rae ar rummadoù trizek devezh en-dro er c'halander, hag ar memes doue a zeue en-dro eta bep trizek devezh. E Kalander an Azteked, aotrounez an deiz zo[1] :
- Xiuhtecuhtli, doue an tan hag an amzer.
- Tlaltecuhtli, doue an douar.
- Chalchiuhtlicue, doueez an dour, al lennoù, ar stêrioù, ar morioù, ar gouerioù, hag ar barradoù-amzer.
- Tonatiuh, doue an Heol.
- Tlazolteotl, doueez ar c'hoant, ar friantaj, hag ar gwalloberoù a denn d'ar rev.
- Mictlantecuhtli, doue ar bed dindandouar.
- Centeotl, doueez ar maiz[2]. Anavet ivez evel Chicomecoatl[3], doueez al labour-douar.
- Tlaloc, doue ar gurun, ar glav hag ar c'hrenoù-douar.
- Quetzalcoatl, doue ar furnez, ar vuhez, an anaoudegezh, ar werelaouenn, ar strujusted, patrom an avelioù hag ar gouloù, Aotrou ar c'hornôg.
- Tezcatlipoca, doue ar brovidañs, ar materi hag eus ar pezh zo diwelus, rener an noz, Arzh Bras, Aotrou an norzh.
- Mictecacihuatl, doueez ar bed dindandouar.
- Tlahuizcalpantecuhtli, doue ar sav-heol.
- Citlalicue, doueez ar "stered maouezed" (Hent Sant-Jakez).
Notennoù
kemmañ