Mitologiezh an Azteked

Mitologiezh an Azteked zo anezhi hollad ar gwengeloù e oa diazezet relijion an Azteked warne.

Maen an Heol pe kalander an Azteked zo un diverradur eus kosmogoniezh an Azteked (sal vec'hika Mirdi broadel antropologiezh Mec'hico).
Coyolxauhqui, doueez al Loar.

Kalz elfennoù boutin he deus gant mitologiezhioù all Mezoamerika met disheñvel eo dioute ivez abalamour d'al lec'h kentañ kemeret gant doue orin ar meuriad mec'hikat peurgetket, Huitzilopochtli, doue ar brezel hag an Heol[1]. Sellet a rae an Azteked oute o-unan evel e bobl dilennet, karget da genderc'hel kerzh an Heol ouzh e vagañ gant aberzhioù. Kreñvaet e oa bet ar santimant-se gant adreizhadenn sokial ha relijius Tlacaelel dindan ren an impalaerien Itzcoatl, Moktezuma Iañ hag Axayacatl e-kreiz ar XVvet kantved.

En tu all da azeulerezh an doue pennañ-se e kaver e mitologiezh an Azteked, evel en holl vitologiezhioù amerindian, ul liesdoueegezh diharz ha fonksionalist rik, da lâret eo, an doueed, gouestlet da genderc'hel ar bed, zo dezho pep a labour resis da harpañ an dud.

Er c'hontrol da relijionoù zo, n'eo ket diazezet mitologiezh an Azteked war gudenn ar baradoz hag an ifern pe hini ar mad hag an droug. Evel mitologiezhioù all Mezoamerika ez eo diazezet war un daouelezh hollvedel. Ar vuhez hag ar marv zo pep a bol en em gloka an eil egile kentoc'h evit traoù enebet an eil ouzh egile e buhez an dud hag e hini ar bed krouet.

Kosmogoniezh an Azteked kemmañ

 
Coatlicue (Tonatzin, Toci, Teteoian, Teotenantzin) « an hini gwisket gant ur vrozh naeron » mamm Huitzilopochtli (hervez Codex Firenze), ha doueez an Douar hag ar strujusted. Mamm an doueed eo.
 
Chalchiuhtlicue, doueez an dour, pried Tlaloc.

An deroù kemmañ

En deroù e oa un doue en e-unan a oa anvet Ometeotl (da lâret eo Doue-daou e nahouatleg). Adkas a ra an anv-se da unan eus meizadennoù diazez relijion an Azteked : an dualegezh. Gwelet e veze pep tra dindan stumm daouadoù gant an Azteked (par-parez, tomm-yen, gleb-sec'h, ha kement zo). Stourm a rae elfennoù an daouad, met en em glokaat a raent ivez. A-wezhioù e vez gwelet an doue orin-se evel ur c'houblad, Tonacatecuhtli et Tonacacihuatl, a gaver taolennet er C'hodex Vaticanus A e trizekvet live an oabl, anvet Ilhuicatl-Omeyocan (lec'h an daouelezh).

Hervez an Historia de los Mexicanos por sus Pinturas e oa engehentet pevar doue kentañ gant ar c'houblad-se : Tlatlauhqui Tezcatlipoca (melezour a zivoged ruz e nahouatleg), Yayauhqui Tezcatlipoca (melezour a zivoged du e nahouatleg), Quetzalcoatl hag Omitecuhtli pe Maquizcoatl, (anvet e veze « Huitzilopochtli » gant ar Vec'hikaned). Goude-se, war-lerc'h 600 vloaz e krogas an doueed-se da grouiñ d'o zro[2].

Mojenn an heolioù kemmañ

Hervez kreañsoù an Azteked e oa krouet meur a ved an eil war-lerc'h egile gant an doueed ha bewezh e voent distrujet.

Meur a stumm en deus ar mit kosmogonek, a gaver e lec'hioù all e kreiz Mec'hiko ha pelloc'h e Mezoamerika. Disheñvel eo pep stumm diouzh ar re all war poentoù zo. Chom a ra heñvel an istor dre vras avat : a-raok ar bed a vremañ ez eus bet meur a oadvezh pe "heol" an eil war-lerc'h egile, pep hini gant perzhioù dezhañ e-unan hag echuet gant ur seurt gwallreuz resis. Daou eus ar stummoù-se zo hogos peurheñvel (o lenn a c'haller e dornskridoù anvet Leyenda de los Soles[3] hag Historia de los Mexicanos por sus Pinturas[4]). Moarvat e taolennont un doare stumm azetk "ofisiel" eus ar mit-se[5].

  1. Ocelotonatiuh ("Heol ar jagoar" e nahouatleg) : el Leyenda de los Soles eo anvet an heol-mañ Nahui-Ocelotl ("pevar-jagoar" e nahouatleg) : plaouiet eo an dud gant ar jagoared. En Historia de los Mexicanos por sus Pinturas e lavarer eo Tezcatlipoca, dindan furm ur jagoar, a zebr anezhe.
  2. Ehecatonatiuh ("Heol avel") : El Leyenda de los Soles eo anvet an heol-mañ Nahui Ehecatl "pevar-avel". Distrujet eo an denelezh gant avelaj. En Historia de los Mexicanos por sus Pinturas, Tezcatlipoca a laka ur barrad-amzer da darzhañ ha cheñchet eo an dud e marmouzed.
  3. Quiauhtonatiuh ("Heol glav") : El Leyenda de los Soles eo anvet an heol-mañ Nahui Quiahuitl "pevar-glav". Distrujet eo an denelezh gant ur glav tan. En 'Historia de los Mexicanos por sus Pinturas, Quetzalcoatl a zistruj ar bed-mañ dindan ur glav tan.
  4. Atonatiuh ("Heol dour") : el Leyenda de los Soles eo anvet an heol-se Nahui Atl "pevar-dour". Echuiñ a ra ar bed abalamour d'un dic'hlann a bad 52 vloaz. Beuzet e oa an dud ha cheñchet e oant e pesked. Savetaet e oa ur gwaz (Tata) hag ur vaouez (Nene) met dre ma n'o doa ket sentet ouzh Tezcatlipoca e voent treuzfurmet e chas. En ' Historia de los Mexicanos por sus Pinturas e lavarer hepken e oa treuzfurmet an holl dud e pesked.
  5. «Nahui Ollin» ("Pevar-c'hren-douar" pe "pevar-lusk") eo ar pempvet ha diwezhañ heol ha tonket eo da gouezhañ en e boull da-heul krenoù-douar. Distrujet e vo an denelezh gant an Tzitzimimeh, euzhviled a vev war marzoù an hollved, er c'hornôg. N'eo ket sur e tistroio an heol hag ar c'houlzoù amzer goude-se hag abalamour d'an dra-se e oa kefridi an Azteked klask ampellaat fin ar bed. Ret e oa pourchas an "dour prizius" d'an Heol ha d'an doueed all.

Ne veneg ar C'hodex Vaticanus A nemet pevar heol : Matlactli Atl, Ehecoatl, Tlequiyahuillo ha Tzontilic.

Penaos e voe krouet an dud kemmañ

 
Chicomecoatl, doueez al labour-douar

Quetzalcoatl, dindan furm Xolotl an "Doue-ki", a yeas da laerezh e-barzh ifern Mictlantecuhtli, eskern sec'h-karn ar re varv hag a skuilhas e wad warne da reiñ buhez dezhe. Evel-se e voe krouet an dud.

Krouidigezh ar pempvet heol kemmañ

Div vammenn, al Leyenda de los Soles[6] hag an Histoire générale des choses de la nouvelle-Espagne gant Bernardino de Sahagún a gont deomp e oa du pep tra, divuhez ha marv e penn kentañ ar bed a vremañ[7]. En em vodañ a reas an doueed e Teotihuacan da c'houzout piv a vefe karget da sklêrijenniñ ar bed. Daou zoue en em lakaas war ar renk met unan anezhe, anvet Tecciztecatl a gilas dirak an tantad ma ranke en em deurel da zont da vezañ an Heol. Dont a reas da vezañ al Loar. An eil, un doue bihan uvel ha paour anvet Nanahuatl (hep mar e ranker gwelet amañ ur vetaforenn eus pobl an Azteked en e zeroù) en em daolas en tan hep argilañ hag a zeuas da vezañ an Heol. Chom a rae an daou diloc'h en oabl avat. Ret e oa o magañ d'o lakaat da dreuziñ an neñv. Neuze e tivizas an doueed all en em aberzhiñ ha reiñ an « dour prizius » (chalchiuatl) a oa ret, da lâret eo o gwad. Displegañ a ra perak e veze aberzhet tud e relijion an Azteked. Ret e oa d'an dud adober da viken aberzh an doueed da genderc'hel bev an Heol hag ar bed[7].

An erer hag an naer kemmañ

Mojenn an erer hag an naer a gont ergerzhadenn hir an Azteked o klask an douar prometet dezhe gant an doue Huitzilopochtli. Sañset e oant anavezout an douar-se a drugarez d'ur sin : un erer kludet war un nopal, un naer gantañ en e veg.

An douar-se a oa un enezennig digevannezus a zeuas kouslskoude diwezhatoc'h da vezañ kreizenn unan eus ar galloudoù brasañ eus bed an Azteked. Danevell a rafe an istor-mañ savidigezh keoded Tenochtitlan, Mexico hiziv. Mec'hiko en deus dalc'het arouez an erer hag an naer war e vanniel ha war e siell. Kontet e vez ar vojenn-mañ e meur a zoare disheñvel.

Ar marv kemmañ

Goude ar marv kemmañ

Hervez kredennoù an Azteked ez ae ene (teyolia) ar vrezelourien marv en emgann pe aberzhet betek oabl ar reter e-kichen an Heol hag a zistroe dindan stumm ur valafenn pe ur c'holibri goude pevar bloavezh[8][9]. Mont a rae ivez an dud vunut er Mictlan (bed ar re varv) met dianadiñ a raent goude ur veaj diaes hag a bade pevar bloavezh[8],[10]. Mont a rae ar re veuzet da tlalocan, « baradoz » Tlaloc, doue ar glav[10].

An aberzhioù tud kemmañ

Hervez mitologiezh an Azteked e oa ret pourchas gwad an dud (lesanvet « Dour prizius ») d'an doue Heol Huitzilopochtli evit ma c'hallfe kenderc'hel da vevañ ha kuit ma'z afe ar bed da get. Stank e veze an aberzhioù tud eta. Aberzhet e veze tud evit enoriñ doueed all ivez. Aberzhet e veze prizonidi brezel dreist-holl met tud a-youl-vat a c'halle bezañ aberzhet ivez. Hervez kredennoù an Azteked, ar vuhez a c'hortoze anezhe er bed all ne zepante ket eus o oberoù war an douar met eus o marv. Hag an daou seurt marv sellet oute evel ar re glodusañ e oa an aberzh hag ar marv en emgann. Doueoù zo avat, evel Quetzalcoatl a oa enebet ouzh aberzh an dud.

Doueed kemmañ

E liesdoueegezh an Azteked e veze amprestet alies an doueed digant sevenadurioù all : holl zoueed ar pobloù o doa trec'het a veze degemeret gant an Azteked. Doue ar strujusted, Xipe-Totec, da skouer a oa azeulet gant ar Yopi. Tezcatlipoca ha Quetzalcoatl a veze azeulet dija gant sevenadurioù koshoc'h eus Mezoamerika dindan anvioù disheñvel. Pa veze doueed o devoa perzhioù ha n'hallent ket klotañ gant re o doueed e azeulent anezhe e temploù disheñvel[11].

Meiziad an teótl kemmañ

Emañ meiziad an Teótl (liester Teteo) e-kreiz mitologiezh an Azteked. Ar ger nahouatleg-mañ hag a c'haller treiñ gant « doue », en deus ur ster ledanoc'h e gwirionez. An teotl a vefe un energiezh dinamek ha dizanvezel eus an doue, un tamm evel ar Mana polinezian[12]. Naoutur gwirion an Teotl zo unan eus ar goulennoù zo ar muiañ a zivizoù diwar e benn gant an istorourien. A-drugarez dezañ e c'haller kompren gwelloc'h moarvat diskar impalaeriezh an Azteked. Soñjal a rae an impalaer Moktezuma II e oa seurtoù Teteo eus Cortés hag ar gongistadored, n'eo ket evel doueed gwirion met evel anadennoù kevrinus ha dizispleg.

Panteon kemmañ

 
Xochipilli, doue ar garantez.

E deroù ar XVIvet kantved, pobloù kreiz Mec'hiko, evel hini an Azteked, o doa ur panteon niverus. Ar skolveuridi a ginnig sifroù a ya eus 144 doue d'an nebeutañ[13] betek 200[14]. Evel ma ne c'haller ket reiñ un niver resis anezhe e c'haller menegiñ frazenn ur skrivagner spagnolek eus ar XVIvet kantved, Juan Bautista Pomar, a zisklêrie : « Kement ha kement a idoloù o devoa, ma oa hogos unan evit pep tra... »[15].

Doueed an Azteked a c'haller da vodañ e rummadoù disheñvel : an doueed e darempred gant an natur, gant an eskemmoù, ha kement zo. Henry B. Nicholson a ziforc'h tri strollad pennañ, hervez o roll, rannet d'o zro e rummadoù all[16] : hini an ijin krouiñ hag an dadelouriezh divin eo ar strollad kentañ (Ometeotl, Tezcatlipoca, Xiuhtecuhtli). An eil zo liammet ouzh ar glav, ar glebor ha strujusted an douaroù (Tlaloc, Centeotl - Xochipilli, Ome Tochtli, Xipe-Totec, Teteoinnan). An trede strollad eo hini ar brezel, an aberzhioù hag an doare da vagañ an Heol hag an Douar (Tonatiuh, Huitzilopochtli, Mixcoatl - Tlahuizcalpantecuhtli, Mictlantecuhtli). Nicholson a ro ul lec'h ispisial da gQuetzalcoatl abalamour d'ar stummoù niverus e c'hall kemer, ha da Yacatecuhtli a seblant diaes e naoutur da gompren dezhañ.


Levrlennadur kemmañ

Mammennoù
  • Jean Rose, La Légende des soleils. Mythes Aztèques des origines, traduit du nahuatl par Jean Rose, suivi de l'Histoire du Mexique d'André Thévet, mis en français moderne par Jean Rose, Toulouse, 2007
  • Angel María Garibay, Teogonía e historia de los mexicanos, tres opúsculos del siglo XVI, Mec'hiko, 1965
  • Bernardino de Sahagún, Histoire générale des choses de la nouvelle-Espagne, Paris, 1880
Levrioù all
  • Robert Escarpit, Contes et Légendes du Mexique
  • Albena Ivanovitch-Lair, Annie Caldirac, Contes du Mexique
  • Robert Wauchope, Handbook of Middle American Indians, levrenn 10, Austin, 1971
  • Paul Hosotte, L'Empire aztèque, impérialisme militaire et terrorisme d'État, Paris, 2001, ISBN:978-2-7178-4194-7.
  • Mireille Simoni, Encyclopædia Universalis, levrenn III, Paris, 2002, ISBN:2-85229-550-4
  • Jacques Soustelle, Les Aztèques, Paris, Presses universitaires de France, Que sais-je?, 2003.
  • Primo Feliciano Velázquez, Códice Chimalpopoca. Anales de Cuauhtitlán y Leyenda de los Soles, Mexico, 1975, ISBN:968-36-2747-1
  • Adela Fernández, Dioses Prehispánicos de México, mitos y deidades del panteón náhuatl, Mexico, Panorama Editorial, 1998, ISBN:968-38-0306-7
  • Jacqueline de Durand-Forest, Les Aztèques, Paris, Les Belles Lettres, Guide Belles lettres des civilisations Nnn 27, 2008, ISBN:978-2-251-41041-8
  • Danièle Dehouve, Anne-Marie Vié-Wohrer, Le monde des Aztèques, Paris, Riveneuve éditions, 2008
  • Cecilio Agustín Robelo, Diccionario de Mitología Nahua, Mexico, 1905, ISBN:978-968-432-795-5
  • Otilia Meza, El Mundo Mágico de los Dioses del Anáhuac, Mexico, 1981, ISBN:968-35-0093-5
  • Patricia Turner, Charles Russell Coulter, Dictionary of Ancient Deities, United States, 2001, ISBN:0-19-514504-6
  • Michael Jordan, Dictionary of Gods and Goddesses, Library of Congress, 2004, ISBN:0-8160-5923-3
  • François-Marie Bertrand, Dictionnaire universel, historique et comparatif, de toutes les religions du monde : comprenant le judaisme, le christianisme, le paganisme, le sabéisme, le magisme, le druidisme, le brahmanisme, le bouddhisme, le chamisme, l'islamisme, le fétichisme; Volumen 1, 2, 3, 4, Migne, 1881
  • Michel Graulich, Mythes et rituels du Mexique ancien préhispanique, Bruxelles, 1982

Notennoù kemmañ

  1. Hervez Codex Firenze
  2. Garibay, 1965, p. 25
  3. Rose, 2007, p. 37-38
  4. Garibay, 1965, p. 30-32
  5. Graulich, 1982, p. 80
  6. Rose, 2007, p. 44
  7. 7,0 ha7,1 Simoni, 2002, p. 645
  8. 8,0 ha8,1 Soustelle, 2003, p. 74.
  9. Hosotte, 2001, p. 183.
  10. 10,0 ha10,1 Hosotte, 2001, p. 182.
  11. Simoni, 2002, p. 646.
  12. Mary Miller, Karl Taube, The Gods and Symbols of Ancient Mexico and the Maya, 1993, Londrez, Thames and Hudson, ISBN:0-500-05068-6, p. 89
  13. Dehouve, Vié-Wohrer, 2008, p. 182
  14. de Durand-Forest, 2008, p. 125
  15. Meneget e de Durand-Forest, 2008, p. 124
  16. E Wauchope, 1971, p. 410-431. Kemeret eo ar brastres-se en-dro, gant un nebeud cheñchamantoù e Dehouve ha Vié-Wohrer, 2008, p. 186-223