Moktezuma Iañ
Moktezuma Iañ (bet ganet e 1398 – 1469), a oa ar pempvet impalaer Aztek. E-pad e ren e oa bet kreñvaet an impalaeriezh aztek, kemeret e oa bet douaroù ec'hon digant amezeien an Azteked, ha Tenochtitlan a zeuas tamm-ha-tamm da vezañ ezel pennañ ar c'hevredad Aztek Tridoubl. E vreur Tlakaelel a oa Cihuacoatl, da lâret eo "Kuzulier kentañ" e-pad e ren ha lod eus ar mammennoù a lak un darn vras eus berzh Moktezuma war gont Tlakaelel. Kement-se avat a c'hallfe bout un ijinadenn graet goude an aloubadenn[1].
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Deiziad ganedigezh | 1398 |
Lec'h ganedigezh | Tenochtitlan |
Deiziad ar marv | 1469 |
Lec'h ar marv | Tenochtitlan |
Tad | Huitzilihuitl |
Mamm | Miahuaxihuitl |
Breur pe c'hoar | Chimalpopoca |
Pried | Chichimecacihuatzin I |
Bugel | Atotoztli II, Chichimecacihuatzin II |
Micher | politiker |
Karg | Tlatoani of Tenochtitlán |
Bet erlec'hiet gant | Axayacatl |
Erlec'hiañ a ra | Itzcoatl |
Present in work | Civilization VI, Civilization V |
E anv
kemmañAnavezet eo ivez get an anvioù Motecuhzoma Ilhuicamina, Huehuemotecuhzoma pe Montezuma I
E anv kentañ, distaget [moteːkʷˈsoːma] e Nahouatleg klasel, a dalvez "Krizañ a ra e dal evel un aotrou". Skrivet e vez ivez Montezuma, Motecuhzoma, hervez ar skrivagnerien. Ilhuikamina, distaget [ilwikaˈmiːna], a dalvez "tennañ a ra ur saezh en oabl". Er skritur Aztek, e c'halle bezañ aroueziet get un daledenn a dalvez "aotrou", pe gant ur saezh o nodiñ un dresadenn eünaet eus an oabl.
Huehemotecuhzoma a dalvez "Den kozh Moktezuma" pe "Moktezuma an henañ", evit lakaat kemm get Moktezuma II.
An etnoistorourez Susan D. Gillespie (1989) he deus lavaret ne vije ket bet Moktezuma e anv gwirion pa oa bev met Ilhuikamina hepken, hag e vije bet adanvet Moktezuma diwezhatoc'h gant an danevellourien a skrivas goude an aloubadeg a-benn gallout tostaat muioc'h e vuhez ouzh hini ar Moktezuma diwezhañ. Sellet a rae an Nahouaed ouzh an istor evel ur c'helc'hiad hag e hañvale bezañ jaojabl e vefe bevet buhezioù damheñvel gant kentañ tiern un dierniezh hag an hini diwezhañ. Goulakadenn ar cheñchamant anv goude e varv zo harpet gant ar mammennoù ma lenner a-wezhioù e oa Ilhuikamina e anv orin hag e oa bet kemmet gant e dad. Mammennoù piktografek a harp ivez ar c'houlakadenn-se kar ar glif anv Tlatoanis a vez lennet Ilhuicamina hepken ha morse Moktezuma.
Lignez
kemmañMab e oa Moctezuma da Huitzilihuitl, an eil impalaer Aztek, ha Miahuaxihuitl, merc'h Tezcacohuatzin (anvet ivez Ozomatzin pe Ozomatzinteuctli e lod eus ar mammennoù), tlatoani Cuauhnahuac, a oa sorser ivez a-hervez. Hervez ar vojenn, pa oa bet nac'het ouzh Huitzilihuitl dimeziñ gant Miahuaxihuitl gant he zad Tezcacohuatzin, an impalaer a dennas ur saezh goullo, ennañ brageriz, e palez Miahuaxihuitl. Miahuaxihuitl a zeuas da vout dougerez en ur feson burzhudus goude bout lonket unan anezhe hag e c'hanas Moktezuma. E c'hallfe bout orin an anv Ilhuicamina. Diwezhatoc'h e euredas Moktezuma nizez e vamm, Chichimecacihuatzin.
Ren
kemmañMoktezuma a gemeras ar galloud e 1448, goude marv e eontr Itzcoatl. Evel tlatoani, Moktezuma a startaas ar gevredadenn gant div bobl amezek : Tlacopan (ur rouantelezh vihan dizalc'h) ha Texcoco. Er gevredadenn dridoubl-se, 4/5 eus an tachennoù nevez aloubet a veze rannet etre Texcoco hag an Azteked, hag ar bempvedenn a chome a veze roet da Dlacopan.
E-touez e vrasañ oberioù, Moctezuma Iañ ha Nezahualcoyotl Texcoco a lakaas sevel ur reizhiad dourbontoù doubl a bourchase dour fresk da gêr Tenochtitlan.
Kaset e oa harzoù an impalaeriezh aztek en tu all da draoñienn Mec'hiko gant Moktezuma, betek aod Pleg-mor Mec'hiko. Faezhañ a reas pobl an Huasteked hag an Totonaked ha lakaat an dorn evel se war madoù a bell vro evel ar fav kakao, kaoutchouk, kotoñs, frouezh, pluñv, ha kregin.
War-dro 1458, Moctezuma a renas un ergerzhadenn vrezel e bro ar Viksteked a-enep keoded-Stad Coixtlahuaca, war zigarez e vije bet graet vil ouzh marc'hadourien aztekat. En despet d'ar skoazell degaset gant brezelourien eus Tlaxcala ha Huexotzingo, enebourien an azteked a viskoazh, e oa faezhet ar Viksteked. Endra e oa lezet ar pep brasañ eus ar pennoù da zerc'hel o renk, ar rener Mikstek Atonal a oa mouget en un doare lidel hag e diegezh kemeret evel sklaved. Hervez ar C'hodex Mendoza e veze paeet gant Coixtlahuaca un truaj, anezhañ 2000 pallenn (5 seurt anezhe), 2 harnez brezel gant tokarnioù ha skoedoù, troioù-gouzoug maen prizius gwer, 800 torkad pluñv glas, 40 sac'had livadur, hag 20 podad poultrenn aour.
Hevelep tagadennoù a oa renet a-enep Cosamaloapan, Ahuilizapan (Orizaba), ha Cuetlachtlan (Cotaxtla).
Notennoù
kemmañ
Daveoù
kemmañ- Gillespie, Susan D. (1989). The Aztec Kings: The construction of rulership in Mexica history. Tucson: University of Arizona Press. ISBN 0-8165-1339-2.
- Hassig, Ross (1988). Aztec Warfare: Imperial Expansion and Political Control. Norman: University of Oklahoma Press. ISBN 0-8061-2121-1.
- Townsend, Richard F. (2000). The Aztecs, revised ed., London: Thames and Hudson. ISBN 0-500-28132-7.
- Weaver, Muriel Porter (1993). The Aztecs, Maya, and Their Predecessors: Archaeology of Mesoamerica, 3rd ed., San Diego: Academic Press. ISBN 0-01-263999-0.
En e raok: Itzcoatl |
Moktezuma Iañ, Tlatoani of Tenochtitlan |
War e lerc'h: Axayacatl |