Tlatoani
Tlatoani (diwar an Nahouatleg Tlahtoāni IPA: [tɬaʔtoˈ(w)aːni]; liester : tlahtohqueh, IPA: [tɬaʔˈtoʔkeʔ]) eo ar ger a dalveze da envel rener un altepetl, ur geoded-Stad evel ma oa anezhe kent donedigezh an Europeaned e Kreizamerika. Talvezout a ra ar ger kement ha "prezeger", met gallout a reer treiñ anezhañ evel "roue"[1] Ur cihuatlatoani (IPA: [siwaːtɬaʔtoˈ(w)aːni]) a oa ur renerez, pe rouanez[2].
An Dlatoanied a oa ar renerien bennañ, gant ur roll en arme evel er relijion. Choazet e vezent e diabarzh an tiegezh a rene er c'hontrol d'ar rouaned a gaved en Europa a zeue da vezañ roue dre hêrezh er memes lignez. Peurliesañ e veze choazet un niz pe ur c'henderv d'an tlaotani. Da gentañ e veze choazet an Dlaotanied gant pennoù familhoù an noblañs ha, diwezhatoc'h, gant ar veleien vras ha kargidi vras ar vro.
An dlatoanied a oa kentañ renerien ar bobl aztek eus 1233 da 1347. Goude se, adalek Acamapichtli, e vezont anvet huēy(i) tlahtoani 'Prezeger bras' a vez troet gant "impalaer" en istoriografiezh. E gwirionez ar renerien ne sellent ket oute evel tlahtohqueh, e-pad ar prantad kent dilennadenn Ācamāpīchtli (1366 - 1376), met evel cuāuhtlahtohqueh (Gouarnourien gwarnizon pe penn arme)[3]) hag evel teōmāmāhqueh (Dougerien Doue)[4]; evel m'er skrivas an istorour Chimalpain, a savas roll klok ar renerien etre 1116 ha 1363 (hep menegiñ Ilancuēitl avat).
Da-heul stagidigezh meur a tlahtohcāyōtl pe "rouantelezh" an eil ouzh eben da goulz brezelioù ha kevredadennoù e oa savet un huey tlahtohcāyōtl pe 'tlahtocayōtl bras' (pe "impalaeriezh") a oa en he fenn un huēy(i) tlahtoāni, troet alies "impalaer", er ster "roue ar rouaned". huēy(i) a dalveze "bras, ledan, uhel" e nahouatleg klasel.
Lazhet e oa an diwezhañ tlatoani aztek dieub, Cuauhtémoc, d'an 8 a viz C'hwevrer 1525 gant ar soudarded spagnol war urzh Hernan Cortes pevar bloaz goude kemeridigezh Mec'hiko-Tenochtitlan.
Goude se e oa anvet ar renerien gant ar Spagnoled.
Roll an dlatoanied vec'hikan
kemmañAmañ da-heul e vo kavet roll renerien an Azteked a oa o zachenn orin e traoñienn Mec'hiko.
Notennoù
kemmañ- ↑ Lockhart (2001): p. 238; Schroeder (2007): p. 3; Wimmer (2006): TLAHTOANI
- ↑ Schroeder (2007): pp. 3–4; Wimmer (2006): CIHUATLAHTOANI.
- ↑ Geriadur an naouatleg klasel
- ↑ Teōmāmahqueh, pluriel. "Les porteurs de dieu. Au nombre de quatre (Iztac mixcōātzin, Apanēcatl, Tetzcacōhuahcatl et Chīmalmah). ils portent l'idole au cours de la migration légendaire". Launey II 208. Geriadur an Nahouatleg klasel ; E Mec'hiko, etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved, lod eus an azteked, anvet teomamahqueh e nahouatleg, a zouge o doueed war o c'hein, e seier sakr e gwiad pe e kroc'hen karv. [www.lexpress.fr/services/archives/consultation.asp?id=016624X L'Express, 13/09/2004]
- ↑ Anv ar fiez-indez e spagnoleg
Daveoù
kemmañ- Lockhart, James, 2001, Nahuatl as Written: Lessons in Older Written Nahuatl, with Copious Examples and Texts, Stanford, California, Stanford University Press
- Schroeder, Susan, 2007, The Annals of Chimalpahin, James Lockhart, Lisa Sousa, and Stephanie Wood (eds.), in Sources and Methods for the Study of Postconquest Mesoamerican Ethnohistory, [1]
- Wimmer, Alexis, 2006, Dictionnaire de la langue nahuatl classique, e galleg
- LAUNEY Michel, Introduction à la langue et à la littérature aztèques levrenn I. (yezhadur). Pariz, L'Harmattan. 1979.
- LAUNEY Michel, Introduction à la langue et à la littérature aztèques levrenn II. (lennegezh). Pariz, L'Harmattan. 1980