Ifern
An Ifern, a zo kaoz anezhañ e meur a relijion, a zo ul lec'h a faltazi ma'z a an dud varv di, p'o devez graet pec'hed pe torfed, da vezañ jahinet da viken, pe betek deiz o adenkorfadur. M'eo ul lec'h kastiz e kas an dud a iliz (tud a relijion moarvat) da zeskrivañ ul lec'h a evurusted evit an dud kavet gwirion goude o varv, ar baradoz eo.
Iskevrennad eus | realm of the dead |
---|---|
Rann eus | Christian mythology, heaven and hell |
Enebet ouzh | neñv, Paradoz |
Ouzhpenn-se e vez graet ifern eus ul lec'h, e levraouegoù zo (hini ar Vatikan da skouer) ma vez miret ha dalc'het levrioù zo ha ne venner ket diskouez d'an dud ordinal abalamour d'ar relijion pe d'ar vuhezegezh vat.
Gerdarzh ha furmoù dibar
kemmañKavet eo bet ar furm koshañ, iffern, er a C'hatholikon (1499), met dre ar furm kembraek uffern ez eer d'ar furm latin, infernus[1] a zo un heklev anezhi, infern, e Le Sacré Collège de Jésus (1659). Gregor Rostren (1732) a ziskouez ifern hag iffern. Er skridoù gwenedeg e vez gwelet ihuern. Implijet eo ar ger evit termeniñ oberezhioù pe draou droug-tre (c'hoarzhiñ ifern, gast an ifern). Evel e latin hag e galleg e vez implijet al liester, Ifernioù.
E relijion Hellaz
kemmañE relijion Hellaz vez komzet eus an Ifernioù evel bro an holl dud varv.
Komzet e vez eus an Hades ivez, abalamour m'eo Hades, anv doue ar re varv, ha Pluton (Pluto e latin) eo e anv e Roma. Tri barner zo e toull an nor: Minos, Radamant, hag Eaque. Met n'eus nemet ul lec'h ennañ, ul lodenn anezhañ, ma vez kastizet ar re zrouk: an Tartar an hini eo.
E relijion ar Gelted
kemmañE mojennerezh an Iwerzhoniz hag ar C'hembreiz evel ma komprener e testennoù ar Grennamzer ez eus menegoù eus ur bed all, ha n'eo ket dindanzouar ha pa 'z eus dorioù evit mont da zouar an dud. Ar Síd eo er meulganoù iwerzhoneg ma c'hell an dud bezañ miret a-enep dezho.
E-men emañ
kemmañDindan an douar emañ an Ifernioù-se, pell mat diouzhimp, dindan Gres hag Italia, hag en em astenn a reont betek Rouantelezh an Noz. A-du e oa tud Hellaz ha re Roma war ar poent-mañ: d'an Ifernioù e kase kement toull don, kement mougev a oa.
An tri zolead meur
kemmañEno eo e rank an eneoù gortoz ur c'hant vloaz, pa ne vez ket bet lakaet ar c'horfoù en douar hervez al lidoù dereat. Eno eo emañ palez an Noz, Kerberos, an Erinied ha Tanatos (ar Marv).
Bac'h an doueed eo. Teir mogerenn arem zo en-dro dezhañ. Eno emañ palez Hades, mestr an Ifernioù, hag ivez ar Ramzed, Titaned, hag an holl zoueed a oa enebet ouzh Doueed an Olimp. Eno e vez kastizet ar bec'herien
Stêrioù an Ifernioù
kemmañHonnezh eo stêr brudetañ an Ifernioù. Un nimfenn e oa, un Okeanidezenn anezhi, da lavarout eo merc'h da Okeanos ha Tethys. Dimeziñ a reas da Ballas, mab Krios. Gantañ he doe meur a vugel: Zelos (ar Gred), Kratos (ar Galloud), Bia (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h).
An ifern er relijion yuzev
kemmañKaoz a zo e-leizh eus an Ifern el levr kabbal.
An ifern er relijion gristen
kemmañLevezonet eo bet ar relijion gristen gant relijionoù pagan Hellaz ha Roma evit a sell ar vuhez war-lerc'h ar marv.
An Ifern en arz ar Grennamzer
kemmañSkeudennoù eus an Ifern a weler en ilizoù, kaoz enne eus Deiz ar Varn,
Yanluowang 閻羅王 (ar roue Yanluo) eo an doue sinaat e relijion Bouddha, diwaller ha barner en Ifern. Un doue a eil renk a gaver e Japan eo ivez, ha Yemma e anv.
Lavaredoù
kemmañ- « Ifern kristen, tan. Ifern pagan, tan. Ifern Mahomet, tan. Ifern hindou, flammoù. Diouzh krediñ ar relijionoù, pa oa ganet Doue e oa roster kig. (Victor Hugo, Choses vues, 1887)
- ...
Notennoù
kemmañ- ↑ Talvezout a ra evit "lec'h a-is"