Nike
Nike (Νίκη e gregach) e oa doueez an trec'h gant tud Hellaz kozh. Heñvelekaet eo ouzh Victoria ar Romaned.
Ar vojenn
kemmañMerc'h e oa d'an Titan Pallas ha da Styks (an Dour), ha c'hoar da g-Kratos (ar galloud), Bia (an nerzh), ha Zelos (ar gred, an intampi), holl doueed tost da Zeus.
Alies ez eus bet kaoz anezhi evel renerez karr an doueed. A-wechoù e vez kemmesket gant an doueez Athena, hag anvet Athena Nike.
Azeulidigezh
kemmañAzeuliñ an doueez a veze graet gant prosesionoù, evadegoù, aberzhoù, evit treiñ Nike a-du gant hec'h azeulerien. Goulennoù e stumm pedennoù a c'halled kinnig d'ar belegezed en temploù, hag ar re-se o c'hemenne d'an doueez en orakloù. Ma veze respont digant an doueez e veze roet d'ar goulenner gant ar velegez.
Un delwenn da Nike, Nike Samothrake (pe "Trec'h Samothrake"), a c'haller gwelout e Mirdi al Louvre e Pariz.
Anvioù deveret
kemmañSkeudennoù Nike
kemmañAlies e vez diskouezet evel un doueez askellek. Un delwenn brudet anezhi eo an Athena Nike (anvet ivez Nike Samothrake) a zo miret e Mirdi al Louvre.
-
Nike Efesos
-
Bernhard Heiliger: Nike (1956)