Nike Samothrake
Nike Samothrake, pe Samothraki, (e gregach Νίκη τῆς Σαμοθράκης / Níkê tês Samothrákês) zo un delwenn brudet eus Hellaz kozh, graet d'an doueez Nike askellek, hogen dibennet, hag a zo miret e Mirdi al Louvre. Un delwenn vras eo, 5,57 m dezhi.
Kavet e oa bet e miz Ebrel 1863 en Enez Samothraki, gant ar beskoñsul gall en Andrianopolis, Charles Champoiseau, e-kerzh un droiad furchal e dismantroù ur santual war aod hanternoz an enez. Daou damm disheñvel e oa ar bruched hag ar peurrest eus ar c'horf, tammoù all c'hoazh a oa a-skign.
Kaset e voe an holl dammoù-se da virdi al Louvre en Mae 1864.
Delwennoù all da Nike
kemmañ-
Nike Efesos
-
Bernhard Heiliger: Nike (1956)