Henc'hres
Henc'hres pe Hellaz kozh a vez graet eus an Henamzer er bed gresian. Rannañ a c'haller ar prantad-se e meur a lodenn:
Rann eus | history of Greece |
---|---|
Kevandir | Europa |
Genidik a | Gres |
Moneiz | ancient Greek coinage |
A zo stok ouzh | Trakia, Illyria, Persia |
Deiziad kregiñ | 12vet kantved kt JK |
Deiziad echuiñ | 600s |
Studiet gant | ancient history, Greek studies, studioù klasel |
Istor | history of ancient Greece |
Ekonomiezh an danvez | economy of ancient Greece |
- Plediñ a ra ar pennad-mañ gant "Gres" da vare an Henamzer. Evit ar vro a-vremañ, gwelet Gres.
Kent ar marevezh mikenean emañ ivez sevenadur ar C'hikladoù hag ar sevenadur minoean daoust ma n'o lakaer ket peurliesañ e-barzh prantad an Henc'hres.
Kronologiezh
kemmañSellet ouzh ar pennad Kronologiezh Henc'hres
N'eus ket bevennoù degemeret gant an holl evit deroù ha diwezh istor henc'hres. Peurliesañ e ra dave da holl istor ar C'hresianed kent an impalaeriezh roman, met implijet e vez gant an istorourien en un doare resisoc'h. Lod anezhe a laka e-barzh marevezh ar sevenadur mikenean gresianeger a echuas e 1150 kent J.-K. hag ar sevenadur minoean a oa en e vleuñv d'ar memes mare e Kreta hag en inizi ar c'hikladoù. Hervez lod avat ar sevenadur minoean a oa ken disheñvel eus sevenadurioù all henc'hres ma tlefe bezañ dispartiet dioute.
Ar bed gresian
kemmañWar-dro an trede milved kent J.-K. e teueas ar C'hresianed d'ober o annez er Balkan. Aloubiñ a rejont N'eo ket hepken Bro-C'hres a vremañ met ivez aod Turkia a vremañ (anvet Ionia en amzer-se). Da c'houde o doa kaset trevadennerien er broioù tro-war-dro, adalek an VIIIvet kantved. Evel-se e kreskas ar bed gresian betek goleiñ Kiprenez, holl aodoù Turkia, Sikilia ha Su Italia (anvet ar Magna Graecia) hag toleadoù strewet penn-da-benn aodoù ar Mor Kreizdouar ha re ar Mor Du, er broioù a zo hiziv Albania, Bulgaria, Egipt, Libia, Su Bro-C'hall, Reter Spagn, Jorjia, Roumania ha Su Ukraina.
Goude se, er marevezh hellenek, goude aloubadeg Azia gant Aleksandr Veur e levezonas sevenadur Bro-C'hres Azia-Vihanañ, Iran hag Afghanistan. Adalek ar IVe kantved kent Jezuz-Krist ez eo rannet an holl vroioù-se etre rouantelezhioù a sevenadur gresian e lec'h ma vez an henc'hresianeg yezh ar renkadoù uhelañ d'an nebeutañ.
Hêrezh Henc'hres
kemmañSevenadur Bro-C'hres he deus levezonet tamm pe damm holl ar vroioù stok ouzh ar Vor Kreizdouar hag ar Mor Du, Azia-Vihanañ, Iran hag Afghanistan e mare aloubadennoù Aleksandr (IVe kantved kent Jezuz-Krist).
Treuskaset en deus e hêrezh da Henroma ha, dre Impalaeriezh roman ar Reter, d'ar bed arab. Ur pouez bras-kenañ en deus bet ar brederouriezh, an arzoù hag an ijinoù henc'hresian er sevenadur europat.