Lusifer
Lucifer zo unan eus an tudennoù a zo liammet ouzh ar blanedenn Gwener er folklor. Diwezhatoc'h e voe enframmet en Tanac'h yuzev hag er Bibl kristen evel unan eus anvioù an diaoul.
Iskevrennad eus | archangel |
---|---|
Anv er yezh a orin | Lucifer |
Mamm | Hausos |
Azeulet gant | luciferianism |
Studiet gant | Christian demonology |
Kement ha "douger ar gouloù" e talvez ar ger latin lūcĭfĕr, diwar lux, "gouloù" ha fĕro "dougen" ; hini ar blanedenn Gwener (Gwerelaouen, steredenn ar beure) eo Lūcĭfĕr[1]. Eosforos (Ἑωσφόρος Heōsphóros, "douger gouloù tarzh-an-deiz") e oa Gwerelaouen e Gwengelouriezh Henc'hres ; φώσφορος Fosforos "douger gouloù" zo unan eus anvioù all Eosforos[2].
Doue roman
kemmañLūcĭfĕr a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos en Henc'hres), doueez tarzh-an-deiz. Par eo da Eosforos ; hervez Ovidius e oa tad Keiks[3] ha Daidalion[4].
Lusifer ar gristenien
kemmañGwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.
Abaoe ar Grennamzer e vez lakaet Lusifer d'un « ael diskaret », hañval-bev ouzh Satan, un drougael pe un arc'houere, un enebour d'an doue. Eus levezon al lennegezh kristen e teu kement-se. Hervez ar gristenien ez eo Lusifer un arc’hael eus an Neñvoù ; darn a lavar ez eo Lusifer ur c'herubin[5], un ael a eil renk en urzhaz kentañ, pe ur serafin[6], un ael eus an urzhaz kentañ, teir divaskell dezhañ. Lorc’h a vefe bet savet ennañ, hag ar c’hoant da enebiñ ouzh an doue, e grouer. Taolet e voe e-maez eus ar Baradoz a-gevret gant aeled fall all a-seurt gantañ, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.
-
Lucifero, gant Francesco Scaramuzza (1803-1886)
-
Le Génie du Mal, gant Guillaume Geefs (1805-1883)
Notennoù
kemmañ- ↑ (la) (fr) Dictionnaire Gaffiot latin-français
- ↑ Arabat eo droukveskañ Eosforos gant Hesperos (Ἓσπερος Hésperos "eus ar pardaez"), a zo steredenn ar pardaez hag ar Vesper roman.
- ↑ (la) Metamorphoses, XI:271
- ↑ (la) Metamorphoses, XI:295.
- ↑ Eus al latin ilizel cherubin, diwar an hebreeg kerûb ; testeniekaet abaoe ar bloaz 1080.
- ↑ 1080 ivez ; latin ilizel seraphim, kemeret war-eeun digant an hebreeg.