Ur roue mojennel eus enez Kreta eo Minos (henc'hresianeg Μίνως / Mínôs) e gwengelouriezh Hellaz. Mab e oa da Zeus ha da Europa, merc'h Agenor. Dimezet e oa da bPasifae.
Diwar e anv eo bet savet hini ar sevenadur minoan a oa en e vleuñv en eil milved kent J.-K. e Kreta.

Minos, barner en Ifernioù (1861-1865),
skeudenn gant Gustave Doré
evit an Divina Commedia (Dante).

Mojenn Aozañ

Renet en dije Minos war enez Kreta ha Mor Egea, tri rummad kent Brezel Troia. Bevañ a rae e Knosos e-pad prantadoù nav bloaz kent en em dennañ en ur c'hev sakr ma oa hentet gant Zeus evit sevel lezennoù evit eneziz Kreta.

E mojennoù Aten e oa Minos ur mac'homer kriz a c'houlenne bep bloaz kas Ateniz yaouank da reiñ d'ar Minotaoros, an euzhvil ganet eus e wreg Pasifae. Hennezh a oa bac'het er Milendall. Lazhet e voe an euzhvil gant Theseüs, skoazellet gant Ariadne, merc'h ar roue Minos, a oa bet aliet gant Dedalos.