Ur milendall – « mil hent dall » – (λαβύρινθος en gregach, labyrinthus en latin) zo un hent kildroiennek, gant hentoù-dall diwarnañ, savet da lakaat an dud da goll o hent pe d'o daleañ da vihanañ.

Unan eus koshañ skeudenn Milendall anavezet, war un dablezenn eus ar marevezh mikenian e Pylos, Mirdi broadel arkeologouriezh Aten

Hellaz kozh

kemmañ

Er vitologiezh c'hresian ez eo anv ar reizhiad ribouloù savet gant Daidalos evit bac'hañ ar Minotaoros. Kalz sevenadurioù all o deus implijet an tres-se koulskoude, abaoe mare ar Ragistor betek ar Grennamzer, ma kaver milendalloù en ilizoù. Hiziv e vez implijet ar ger-se evit deskrivañ ur reizhiad gwenojennoù savet e doare da lakaat ar weladennerien pe ar c'hoarierien da goll o hent, el liorzhoù foran peurgetket.

Milendalloù kozh

kemmañ

Henamzer

kemmañ
 
Mozaikenn roman eus Raetia a ziskouez ar milendall, Theseüs hag ar Minotaoros.
 
Milendall klasel
 
Milendall eus ar grennamzer

Hervez Herodotos e vije bet savet ar c'hentañ milendall gant Ammenemes III, faraon eus an XIIvet tierniezh, en dije bet c'hoant da sevel e balez ramzel, ennañ 3000 pezh ha garidelloù disheñvel war meur a live, e-kichen al lenn Moeris (Lenn Birket-Karoun hiziv). Hemañ en dije roet ar soñj da zDaidalos da sevel ar prizon e lec'h ma c'hallfe bac'hañ ar Minotaoros.

En e Naturalis Historia e veneg Plinius pevar milendall kozh : milendall Kreta, ur milendall egiptat, ur milendall Lemnian hag ur milendall italian.

Graet e veze "labyrinthos" (λαβύρινθος) eus ar milendall e gresianeg. War a seblant ez eo ur ger pelagianeg (ar yezh komzet kent ar gresianeg) zo bet amprestet gant ar gresianeg klasel. Liammet eo marteze ouzh al "labrys" lidian ("ar vouc'hal daoubennek", arouez ar galloud roueel), ar pezh a glot gant an deorienn war ar milendall a lavar e oa palez ar roue minoean e Kreta, en deroù. "Labyrinthos" a dalvezfe "palez ar vouc'hal daoubennek" gant al lost-ger -inthos a dalvezfe "lec'h" (evel e "Korinthos").

Treiñ a ra ar gaoz diwar-benn Knosos, evel boaz, met al leurenn-dañs, deskrivet e tresoù war mogerioù Knosos, n'eo ket bet adkavet. Un dra bennak a veze diskouezet d'ar welannederien evel ur milendall e Knosos er I kantved kt JK[1]. En IIIe kantved kt JK e veze skoet pezhioù moneiz eus Knosos gant arouez ar milendall c'hoazh. An tres ar muiañ implijet e-pad ar prantad-se zo ar an hini anavezet evel ar milendall klasel.

Ar vitologiezh c'hresian ne ra ket anv eus ar fed e vije bet, e Kreta, un itron a oa mestrez war ar milendall. Gwir eo e oa tremenet kantvedoù abaoe. Un dablezenn skrivet er skritur linennek B kavet e Knosos a zanevell koulskoude ur prof "mel evit an holl zoueed ; mel evit mestrez ar milendall". Holl an doueed a-gevred a reseve kement a vel ha mestrez ar milendall hec'h-unan. A-hervez e tlee bezañ un doueez pouezus-kenañ[2].

Marteze ec'h adkaver an itron-se en Ariadne. En Ilias Homeros e lavarer marteze e oa bet ar milendall ul leurenn-dañs a oa bet graet evit Ariadne kentoc'h eget Minos. E-touez an tresoù engravet gant Hefaistos war skoed nevez Ac'hilleüs, unan eus an traoù diskouezet a oa ul leurenn-dañs "evel an hini treset gant Daidalos e kêr ec'hon Knosos evit Ariadne he rodelloù koant". Taolennet e oa ar "milendall dañs" zoken war ar skoed, "ma tañse warnañ gwerc'hezed en oad da zimeziñ ha paotred yaouank gant dorn an eil war arzorn egile ... o treiñ ken distroñs war o zreid mibin ha turgn ar poder ... hag e tañsent eno a-linennoù evit kejañ an eil re gant ar re all[3]."

Milendalloù ar grennamzer ha "milendalloù leton"

kemmañ
 
Milendall leton brudet Wing
 
Ar milendall brudet war leur iliz-veur Chartrez.

War-dro an XIIvet kantved hag an XIIIvet kantved emañ milendalloù ar Grennamzer en o bleuñv gant ar milendalloù savet war leur an ilizoù-meur gotek, re iliz-veur Chartrez hag iliz-veur Amiens e Norzh Bro-C'hall hag e Duomo di Siena e Toskan peurgetket. Krediñ a reer ez eo ar milendalloù-se o deus awenet ar milendalloù leton zo bet savet e-pad kantvedoù e Breizh-Veur, evel re Wing er Rutland, Hilton e Cambridgeshire, Alkborough e (Lincolnshire an norzh), hag e Saffron Walden en Essex.

E-pad ar memes prantad oa bet savet tost 500 milendall hep liamm gant an ilizoù e Skandinavia. Savet e vezont, en arvor alies, gant mein a-hed linennoù a heul tres klasel eeun ar milendalloù peurliesañ. Alies o devez anvioù a c'haller treiñ gant " Kêr Troia". Soñjal a ra an nen ez int bet savet gant strolladoù pesketerien, evit tapout trolled droukyoulek pe gwall avelioù en o flegoù, marteze evit asurañ ergerzhadennoù pesketa e surentez. Kavout a reer ivez milendalloù mein war an Inizi Syllan, daoust ma n'eus hini ebet a vije ken kozh ha re Skandinavia, dimp da c'hoût.

Skouerioù zo eus furmoù milendalloù e kalz sevendurioù disheñvel er bed a-bezh. Kavet o bet an arouez-se en holl stummoù hag en holl danvezioù (petroglifoù, tres klasel, tres ar grennamzer, graet gant pavez, leon ha war paneroù) d'ur mare bennak, eus Java, Amerika an norzh hag ar su, Aostralia, India ha Nepal.

Milendalloù kozh e diavaezh Europa

kemmañ

Tost d'ar memes mare hag ar milendall gresian, un tres heñvel a ziwan e sevenadur an Indianed, milendall an Tohono O'odhamed a skeudenn an I'itoi, an "Den er milendall". Tres an Tonoho O'odhamed zo disheñvel diouzh hini ar C'hresianed abalamour da zaou dra : treset int evel skinoù ur rod, hag en nec'h e vez an nor, e-skoaz milendalloù ar C'hresianed a veze o dor en traoñ hag a veze treset e kelc'h.

Ur petroglif eus ar ragistor, war glann ur ster e Goa a ziskouez ar memes tres hag e vije bet savet war-dro 2500 kent J.-K.. Kavet ez eus bet skouerioù all e kevioù e norzh India ha war un daol-vaen en ul lec'h sakr e menezioù Nilgiri, met diaes eo goût pegoulz int bet savet gant resisted. Treset eo ar milendalloù kozh eus India hervez an tres klasel ; lod zo bet deskrivet evel taolennoù kreñvlec'hioù ha kêrioù [www.labyrinthos.net/indialabs.htm ]. Kavout a reer milendalloù e levrioù kozh an Indez e testennoù tantrek adalek ar XVIIvet kantved. Alies e vezont anvet "Chakravyuha" oc'h ober dave d'ur vodadenn emgann diargadus deskrivet er Mahabharata.

Ster ar milendalloù kozh

kemmañ

Milendalloù ar Ragistor a vije bet implijet evel gripedoù a-enep an drouksperedoù pe evel gwenojennoù treset evit lidoù relijiel pe hud. Da vare ar Grennamzer e oa ar milendalloù arouez an hent diaes a ranked ergerzhout evit tizhout Doue gant ur c'hreiz splann (Doue) hag un nor (ar c'hanedigezh). Gallout a reer sellet ouzh ar milendalloù evel ouzh ur stumm pirc'hirinaj arouezel. Gallout a reer mont gant an hent betek ar salvedigezh pe ar sklêrijennadur. Kalz tud ne oant ket evit beajiñ betek al lec'hioù sakr hag ar broioù santel. Implij ar milendalloù hag ar pedennoù a c'halle kemer plas ar pirc'hirinajoù evite.

Diwezhatoc'h e steuzias ster speredel ar milendalloù hag implijet e voent evit ar blijadur hag ar c'hoarioù. Kalz milendalloù graet a nevez a gaver hiziv an deiz en ilizoù hag el liorzhoù. Implijet e vezont a-wezhioù gant ar gevrinidi evit sikour anezhe da dizhout ur stad arvesterezh. Dre forzh bale dre ar c'hammdroioù e koll ar c'herzher roud ar pevar avel ha naoutur ar bed diavaez, ha dre se e sioula e spered. Un emzalc'h spered distenn eo an disoc'h, hep ungomz diabarzh. Un doare prederi eo. Krediñ a ra kalz tud ez eo mat ar brederi evit ar yec'hed hag ar vuhez speredel.

Milendalloù a vremañ

kemmañ
 
Milendall glazur e « Jardin saoz » liorzh Schönbusch, en Aschaffenbourg (Alamagn)
 
Milendall glazur e Belén de Escobar, Buenos Aires, Arc'hantina.
 
Liorzh ar milendall, gant Horta, e Barcelona (Katalonia)

Betek an Azginivelezh e oa ar milendalloù traoù a denne d'ar speredelezh ha ne vezent kavet ken er savadurioù relijiel. Adalek ar XVIvet kantved hepken e tiwanas ar milendalloù glazur e meur a jardin eus Europa o reiñ ur stumm disakr dezhe : reiñ a reont ar blijadur da goll e hent hag an digarez da c'hoari (E c'hoari ar gwazi peurgetket).

Ijinet ez eus bet a bep seurt milendalloù gant ar grouerien abaoe.

Milendalloù glazur

kemmañ

Hiziv, strewet dre Europa a-bezh mennozh ar milendall glazur zo ur mennozh divoutin evit sachañ an douristed — dibad a-wezhioù (parkad maïz) pe padus (Brousgwez). Toullet gant hentoù kammigellus ha froudennek e vezont implijet a-wezhioù evit abadennnoù diazezet war ar marvaihoù pe war divinadelloù da ziskoulmañ...

Ar milendalloù el lennegezh

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Filostratos, De vita Apollonii Tyanei iv.34, meneget gant Kerenyi, p 101 n. 171)
  2. Kerenyi 1976 p 91
  3. Ilias xviii.590–593

Levrlennadur

kemmañ
  • Kereny, Karl, 1976. Dionysos: Archetypal Image of Indestructible Life, (Princeton University Press).
  • Adrian Fisher & Georg Gerster, The Art of the Maze, Weidenfeld & Nicolson (1990) ISBN 0-297-83027-9
  • [W.H. Matthews, 1922. Mazes and Labyrinths: A general Account of Their History and Development (London: Longmans, Green) on-line]
  • Jeff Saward, Magical Paths, Mitchell Beazley (2002) ISBN 1-84000-573-4
  • W.H. Matthews, Mazes and Labyrinths: Their History and Development (1927). Includes Bibliography. Dover Publications (1970) ISBN 0-486-22614-X
  • Henning Eichberg, 2005: Racing in the labyrinth? About some inner contradictions of running. In: Athletics, Society & Identity. Imeros, Journal for Culture and Technology, 5:1) Athen: Foundation of the Hellenic World, 169-192.
  • Edward Hays, The Lenten Labyrinth: Daily Reflections for the Journey of Lent, 1994.
  • « L'archétype universel du labyrinthe. Les stratégies de sortie », dans La Face cachée du cerveau, embannadurioù Dervy, 1992.
  • « Le Labyrinthe, un fil d'Ariane » Myriam Philibert - embannadurioù du Rocher, 2000.
  • « Chemins de Sagesse » Traité du Labyrinthe Jacques Attali - embannadurioù Fayard, 1996.
  • « La Géométrie du Labyrinthe » Patrick Conty - Coll. Questions de - n.104 embannadurioù Albin Michel, 1997.
  • « L'Univers Secret du Labyrinthe » Paul de Saint-Hilaire - Coll. Les énigmes de l'Univers embannadurioù Robert Laffont, 1992.
  • « Les Labyrinthes » Mythes traditionnels et applications modernes Sig Lonegren - embannadurioù Dangles, 1993.
  • « Labyrinthes et Dédales du Monde » Janet Bord & Clarence Lambert - embannadurioù Les Presses de la Connaissance, 1977.
  • « Labyrinthes » France de Ranchin (Textes de Jean-Clarence Lambert) - Coll. Plaisir des Jeux embannadurioù Hatier, 1983.
  • « Nouveaux Labyrinthes » France de Ranchin (Textes de Jean Seisser) - embannadurioù Hoëbeke, 1989.
  • Le site d'Haouara et le «mystère» du Labyrinthe d'Égypte, Claude Obsomer - embannadurioù Bibliotheca orientalis (Bibl. Orient.), 1913
  • « Chartres, le labyrinthe déchiffré » John Ketley-Laporte, O. Ketley-Laporte - embannadurioù Jean Michel Garnier, 1997.
  • « Le labyrinthe : Un chemin initiatique » Marie Hover - embannadurioù Maison De Vie, 2006.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.