Robert Silverberg
Robert Silverberg (Brooklyn, New York), 15 a viz Genver 1935) zo ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat. Meur a wech en-deus gounezet ar prizioù Hugo ha Nebula.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Silverberg |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Silverberg |
Deiziad ganedigezh | 15 Gen 1935 |
Lec'h ganedigezh | Brooklyn |
Pried | Barbara Silverberg, Karen Haber |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | senarioour(ez), romanter, skrivagner, skrivagner skiant-faltazi, oberour |
Bet war ar studi e | Erasmus Hall High School, Columbia University |
Lec'h annez | Brooklyn |
Deroù ar prantad labour | 1955 |
Relijion | yuzevegezh |
List of works | Robert Silverberg bibliography |
Oberenn heverk | Dying Inside, Treasures beneath the sea, Good News from the Vatican |
Tachenn | skiant-faltazi |
Levezonet gant | Roger Zelazny, Jack Vance |
Lec'hienn ofisiel | http://robert-silverberg.com |
Robert Silverberg e 2009 |
Silverberg, ul lenner bras anezhañ, a grogas da ginnig danevelloù da gelaouennoù skiant-faltazi pa ne oa nemet ur c'hrennard. E Skol-Veur Columbia e studias ha degemer a reas ur Bachelor of Arts e lennegezh saoznek e 1956. Embann a reas e romant kentañ, Revolt on Alpha C e 1955 hag er bloaz war-lerc'h e c'hounezas ar priz Hugo. Betek 1959 e skrivas danevelloù niverus evit kelaouennoù skiant-faltazi. Pa'z eas fall an traoù gant al lennegezh SF ha treut ar peuriñ gant ar skrivagnerien er bloavezhioù 1960 e voe rediet Silverberg da labourat war dachennoù lennegel arall, adalek an Istor betek ar soft-porn.
En eil hanterenn ar bloavezhioù 1960 avat e krogas skrivagnerien da gaout c'hoant da skrivañ gwelloc'h lennegezh. Frederik Pohl, rener teir c'helaouenn, a ginnigas da Silverberg skrivañ evitañ. Adkregiñ a reas neuze da skrivañ skiant-faltazi. Kalz muioc'h e taolas evezh neuze ouzh an tudennoù hag ar c'hevredigezhioù a live.
Al levrioù a skrivas er maread se a vez kavet kalz gwelloc'h eget ar re a skrive kent. An hini kentañ anezho a voe To Open the Sky ma liv-eñv ur relijion nevez o skoazell an dud da dizhout ar stered. Heuliet e voe gant Downward to the Earth, ur romant levezonet gant oberennoù Joseph Conrad.
E 1969 e c'hounezas R. Silverberg ar priz Hugo evit e romantig Nightwing. Ar priz Nebula a c'hounezas e 1970 evit an danevell Passangers, e 1971 evit ar romant A Time of Changes], e 1975 evit e romantig Born with the Dead hag e 1986 evit Sailing to Byzantium. E 1990 e c'hounezas an Hugo adarre evit ar romantig Enter a Soldier. Later: Enter Another hag e 2004 e voe anvet da Vestr Bras gant an aozadur Science Fiction Writers of America.
Skuizh ha klañv en em stalias Silverberg war an aod kornôgel e 1972, hag e 1975 ec'h embannas e paoueze da skrivañ. D'al lennegezh e tistroas e 1980 avat gant Lord Valentine's Castle, a zo aet da sichenn ar stirad Majipoor.
Div wech e oa bet dimezet. Gant e wreg kentañ, Barbara Brown, e oa bet dimezet e 1956. Dibriediñ a reas e 1986 ha gant Karen Haber e timezas e 1987. O chom e Montclair e Kalifornia emañ.
Oberennoù
kemmañRomantoù
kemmañ
|
|
|
|
Dastumadoù danevelloù
kemmañ
|
|
|
Levrioù arall
kemmañ
|
|
|
Notennoù
kemmañ
|
|