Kurd Lasswitz (Carl Theodor Victor Kurd Laßwitz ; Breslau, 20 a viz Ebrel 1848Gotha, 17 a viz Here 1910) a oa ur skrivagner alaman a lakaer da ziazezer ar skiant-faltazi alamanek. E romant Auf zwei Planeten ("War div blanedenn", 1897) zo unan eus oberennoù pennañ ar skiant-faltazi alamanek ; troet eo bet e meur a yezh.

Kurd Lasswitz
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKurd Laßwitz Kemmañ
Anv ganedigezhCarl Theodor Victor Kurd Laßwitz Kemmañ
Anv-bihanKurd Kemmañ
Anv-familhLaßwitz Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Ebr 1848 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWrocław Kemmañ
Deiziad ar marv17 Her 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvGotha Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvappendicitis Kemmañ
Lec'h douaridigezhmain cemetery Gotha Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Micherskrivagner, physicist, prederour, skrivagner skiant-faltazi, kelenner Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Wrocław Kemmañ
Oberenn heverkTwo Planets Kemmañ
Ezel eusGerman Academy of Sciences Leopoldina, Alte Breslauer Burschenschaft der Raczeks Kemmañ
Tachennspeculative fiction Kemmañ

Lod oberennoù K. Laßwitz zo bet embannet dindan an anv-pluenn "L. Velatus".

An embreger ha politiker Karl Wilhelm Laßwitz (1809-1879) e oa e dad. Goude studiet ar matematikoù hag ar fizik e Skolioù-meur Breslau ha Berlin e tapas e zoktorelezh magna cum laude ("gant kalz meuleudioù") e 1873 a-drugarez d'e dezenn a-zivout  an takennoù stag ouzh ur c'horf sonnel dindan ar c'herc'hellder , en devoa kinniget en ur lavaret e chelle hag e ranke skiantoù an natur bezañ skignet[1]. Bloaz war-lerc'h e reas berzh en arnodennoù stadel evit bezañ kelenner er skolioù-meur war ar matematikoù, ar fizik, ar brederouriezh hag an douaroniezh.

Er bloaz 1876 e timezas gant Jenny Landsberg (1854-1936), merc'h ur marc'hadour e Breslau, hag ar c'houblad en em staias e Gotha. Eno e voe Kurd Lasswitz kelenner en ul lise. E [[1877] e voe ganet o mab Rudolf, hag e 1880 o eil mab, Erich[2]. E 1889 e voe anvet K. Laßwitz en ur skol eil-derez.

Er bloaz 1908 e c'houzañvas un darvoud gwazhiedel empenn hag e 1909 ec'h eas da gelenner prevez kent mont war e leve, klañv ma oa bepred. E Gotha e varvas e 1910 ; goude luduet e gorf e voe lakat an jarl-kañv en ur bez-enor a vez dalc'het e ratre gant kêr C'hotha.

Skrivagner

kemmañ

Lakaet e vez Kurd Laßwitz da unan eus tadoù ar skiant-faltazi a-vremañ. Skrivet en deus a-zivout ar fizik, ar c'houiziadoniezh[3] hag Immanuel Kant.

Disheñvel diouzh Jules Verne ha Herbert George Wells ez eo bet K. Laßwitz war dachenn ar skiant-faltazi, p'en deus klasket kelenn ha burutellañ dre an doare istorioù-se. Heroc'h eget skrivagnerien e amzer e oa e sell war an dazont, pa glaske gwelet pelloc'h en ur anzav e veze harzet gant ar pezh a c'helled displegañ dre c'herioù e vare. E romant hir Auf zwei Planeten en devoe ul levezon vras e deroù an XXvet kantved war skrivagnerien all, re an Expressionismus [4] en o zouez : Max Brod, Alfred Döblin, Leonhard Frank, Klabund ha Franz Werfel. Ec'honoc'h e voe brud oberennoù K. Laßwitz adalek ar bloavezhioù 1920, pa voent troet e yezhoù all.

Ankouaet eo bet an darn vuiañ eus skridoù buruteller Kurd Laßwitz, berzet ma oant bet gant an nazied : anoazet e oa bet an Trede Reich gant selloù peoc'hour ha denelour ar skiantour. Ar fizikour alaman Wernher von Braun (19121977) avat, en e rakskrid da embannadur stadunanat Auf zwei Planeten, a skrivas bout bet levezonet gant ar romant-se en e yaouankiz[5]. A-hend-all, Kurd Laßwitz e-unan zo un dudenn hag a gar an denelezh hag an natur er romant skiant-faltazi In zwei Leben ("E div vuhez") gant Lion Obra, a c'hoarvez e Breslau pell en dazont[6].

Gant K. Laßwitz e voe ijinet ar pellgelennerezh en e arnodskrid Die Fernschule ("Ar pellgelennerezh") e 1899[7].

Oberennoù

kemmañ
  • 1871 : Bis zum Nullpunkt des Seins ("War-du poent zero ar bout")[8]
  • 1874 : Bilder aus der Zukunft. Zwei Erzählungen aus dem 24. und 39. Jahrhundert ("Skeudennoù eus an dazont — Daou istor er 24{{vet]] ha 39vet kantvedoù")[9]
  • 1878 : Atomistik und Kriticismus. Ein Beitrag zur erkenntnistheoretischen Grundlegung der Physik. ("Atomouriezh ha burutellerezh – Un degasadenn da ziazez c'houiziadoniel ar fizik"). Braunschweig : Vieweg & Sohn.[10]
  • 1878 : Natur und Mensch ("An Natur ha Mab-den")[11]
  • 1883 : Die Lehre Kants von der Idealitaet des Raumes und der Zeit im Zusammenhange mit seiner Kritik des Erkennens allgemeinverständlich dargestellt ("Damkan Kant derc'helezh an egor hag an amzerkinniget en un doare hegompren dre-holl a-zivout e vurutellañ ar ouiziegezh". Berlin : Weidmannsche Buchhandlung.[12]
  • 1890 : Geschichte der Atomistik vom Mittelalter bis Newton ("Istor an atomouriezh adalek ar Grennamzer betek Newton"). Hamburg & Leipzig : Voss.[13]
  • 1890 : Seifenblasen. Moderne Märchen ("Klogorennoù soavon – Marvailhoù arnevez"). Hamburg : Voß[14]
  • 1896 : Gustav Theodor Fechner. Stuttgart : Frommanns[15]
  • 1897 : Auf zwei Planeten. Weimar : Felber[16]
  • 1900 : Wirklichkeiten. Beiträge zum Weltverständnis ("Beziadoù– Degasadennoù da veiz ar bed"). Berlin : Felber[17]
  • 1902 : Nie und immer. Neue Märchen: Traumkristalle. Homchen – ein Tiermärchen aus der oberen Kreide ("Nepred ha bepred – Marvailhoù nevez : strinkadennoù hunvreoù – Ur marvailh-loened eus ar C'hleizeg uhel"). Skeudennoù gant Heinrich Vogeler. Leipzig : Diederichs[18]
  • 1904 : Die Universalbibliothek ("Al levraoueg hollvedel"). Kelaouenn Ostdeutschen Allgemeinen Zeitung, Breslau, 18/12/1904[19]
  • 1905 : Aspira. Roman einer Wolke ("Aspira — Romant ur goumoulenn"). Leipzig : Elischer[20]
  • 1909 : Sternentau. Die Pflanze vom Neptunsmond ("Glizh ar stered – Plantenn loarenn Neizhan")[21]
  • 1981 : Traumkristalle ("Strinkadennoù hunvreoù", dastumad holl istorioù berr faltazius K. Laßwitz). München : Pabel--Moewig Verlag, 1990 (ISBN 978-3-8118-3535-1)

Roll holl skridoù Kurd Laßwitz a gavor e Levraoueg Enklask Gotha[22].

Enorioù

kemmañ
  • Ur straed e Berlin a oa bet anvet Laßwitzweg d'an 4 a viz Kerzu 1930 en ur c'harter gouestlet da skrivagnerien ; dilamet e voe an anv gant an nazied, en abeg da radikalliberaler und demokratischer Tendenzen ("tec'hoù radikal frankizour ha demokrat") K. Laßwitz ; en ur c'harter all avat e voe kemmet anv Draesekestraße da Laßwitzweg d'ar 16 a viz Mae 1938[23].
  • E 1976 e voe roet an anv Lasswitz da unan eus kraterioù ar blanedenn Meurzh[24].
  • Un asteroidenn bet kavet d'ar 15 a viz Mae 1977 gant Hans-Emil Schuster e La Silla (Chile) a voe anvet 46514 Lasswitz (1977 JA)[25].
  • Abaoe 1981 e vez deroet Kurd Laßwitz Preis, ar Priz Kurd-Laßwitz, d'un oberenn skiant-faltazi alamanek, diwar batrom The Nebula Awards® er Stadoù-Unanet[26].
  • Yalc'had Kurd Laßwitz Keoded Gotha (5 000 ) a vez deroet abaoe 2008 d'ur skrivagner(ez) alamanek goude embannet ul levr da nebeutañ evit ar vugale, gant ma c'houestlo da skrivañ ul levr nevez e-kerzh ur chomadenn c'hwec'h mizvezh er ranndi annezet "Kurd-Laßwitz", a zo un tamm eus ar yalc'had ouzhpenn d'an arc'hant[27].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Torkad : La science-fiction allemande – Étrangers à utopolis. Paris : Pocket, 1998(ISBN 978-2-266-00924-9)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (de) Daum, Andreas W. Wissenschaftspopularisierung im 19. Jahrhundert – Bürgerliche Kultur, naturwissenschaftliche Bildung und die deutsche Öffentlichkeit 1848–1914 ("Ar boutinaat skiantel en XIXvet kantved – Sevenadur keodedel, deskadurezh skiantel ha pobl alaman, 1848-1914"). München : De Gruyter Oldenbourg, 2002, p. 459 (ISBN 978-3-486-56551-5).
  2. (de) Laßwitz, Kurd & von Reeker, Dieter. Natur und Mensch und andere Vorträge und Aufsätze ("An Natur ha Mab-den ha prezegennoù hag ardnodskridoù all"). Lüneburg: Dieter von Reeken, 2008, p. 7 (ISBN 978-3-940679-27-7).
  3. Studi ha burutellerezh ar skiantoù evit termeniñ o orin poellel, o zalvoudegezh hag o diraez.
  4. Talvoudegezh un oberenn dre an ezteurel.
  5. (en) Laßwitz, Kurd. Two planets. Carbondale, Edwardsville : Southern Illinois University Press, 1971 (ISBN 978-0-8093-0508-7)
  6. (de) Obra, Lion. In zwei Leben. Berlin : Epubli, 2021 (ISBN 978-3-7541-6187-6)
  7. (de) Zinn, Holger (2023). 'Zur Herkunft des Begriffs Ferschule ("A-zivout orin ar ger Pellgelennerezh"). Kavet : 12/02/2023.
  8. (de) Bis zum Nullpunkt des Seins und andere Erzählungen ("War-du poent zero ar bout hag istorioù all"). München : Allitera Verlag, 2001 (ISBN 978-3-935284-82-0)
  9. (de) Bilder aus der Zukunft. Norderstedt: Vero Verlag, 2014 (ISBN 978-3-95610-623-1)
  10. (de) Lenn en-linenn. Kavet : 12/02/2023.
  11. (de) Natur und Mensch und andere Vorträge und Aufsätze ("An Natur ha Mab-den ha prezegennoù hag arnodskridoù all — 1869-1885"). Lüneburg : Dieter von Reeke, 2009 (ISBN 978-3-940679-27-7)
  12. (de) Die Lehre Kants von der Idealität des Raumes und der Zeit. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2010 (ISBN 978-3-940679-34-5)
  13. (de) Geschichte der Atomistik vom Mittelalter bis Newton. Hildesheim : Olms, 1984 (ISBN 978-3-487-00490-7)
  14. (de) Seifenblasen. Moderne Märchen. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2009 (ISBN 978-3-940679-24-6)
  15. (de) Gustav Theodor Fechner. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2009 (ISBN 978-3-940679-31-4) ; ur prederour hag ur bredoniour alaman e oa Gustav T. Fechner (1801-1887).
  16. (de) Auf zwei Planeten. Praha : E-ArtNow, 2022 (ISBN 978-80-273-6302-5)
  17. (de) Wirklichkeiten. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2009 (ISBN 978-3-940679-32-1)
  18. (de) Nie und immer. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2009 (ISBN 978-3-940679-25-3)
  19. (de) Die Universalbibliothek. Hannover : Wehrhahn Verlag, 2013 (ISBN 978-3-86525-601-0)
  20. (de) Wirklichkeiten. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2008 (ISBN 978-3-940679-18-5)
  21. (de) Wirklichkeiten. Lüneburg : Dieter von Reeke, 2008 (ISBN 978-3-940679-15-4)
  22. (de) Forschungsbibliothek Gotha. Kavet : 12/02/2023.
  23. (de) Zinn, Holger (2023). 'Laßwitzweg'. Kavet : 12/02/2023.
  24. (en) 'International Astronomical Union'. Kavet : 12/02/2023.
  25. (en) 'NASA'. Kavet : 12/02/2023.
  26. (de) 'Kurd Laßwitz Preis'. Kavet : 12/02/2023.
  27. (de) 'Autorenwelt'. Kavet : 12/02/2023.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.