Pierre Bordage
Pierre Bordage | |
---|---|
![]() Pierre Bordage e Saloñs al levrioù e Pariz e 2011 | |
Obererezh | Romanter |
Ganedigezh | d'an 29 a viz Genver 1955 e La Réorthe, ![]() |
Yezh skrivañ | galleg |
Rumm lennegel | Skiant-faltazi |
Enorioù | Grand Prix de l'Imaginaire 1994 gant Les Guerriers du silence Prix Cosmos 2000 1996 gant La Citadelle Hyponéros |
Oberennoù pennañ | |
| |
Lec'hienn ofisiel | www.noosfere.org/heberg/bordage |
kemmañ ![]() |
Pierre Bordage, ganet e miz Genver 1955 e La Réorthe, e Vande, a zo ur skrivagner skiant-faltazi gall.
BuhezAozañ
Pierre Bordage en deus tremenet e yaouankiz e Vande. Plijout a ra ar sport dezhañ ha graet en deus karate e-pad nav bloaz. Studier eo bet war al lizhiri modern e Naoned. E 1975, e-kerzh un atalier skrivañ e tizoloas ar skiant-faltazi, dreist-holl gant The Martian Chronicles gant Ray Bradbury.
Ober a reas beajoù da Azia hag pleustriñ a reas micherioù disheñvel, en o zouez levrier, e-pad meur a vloavezh.
E 1982, pa oa o chom er Gers, e skrivas e romant kentañ Les Guerriers du silence, met ne vo degemeret gant ti-embann ebet.
Dont a reas da vezañ kazetenner sport, dilojañ a reas da Bariz 'lec'h ma kavas e 1992 e di-embann kentañ, Vaugirard, a ginnigas dezhañ skrivañ Cycle de Rohel le Conquérant.
Ar bloaz goude e tizoloas un oberenn deus ar skrivagner amerikan Orson Scott Card en un ti-embann bihan eus Naoned, Atalante (ti-embann), troet gant e gelenner kozh banjo, Patrick Couton. Kinnig a reas neuze Guerriers du Silence dezho hag a voe degemeret.
Ur berzh dic'hortoz a reas al levr ha gounit a reas meur a briz lennegel, en o zouez, Grand Prix de l'Imaginaire, Prix Julia Verlanger, Prix Cosmos 2000...
Embann a reas an div lodenn all eus an deir-oberenn,Wang e 1998, a zo bet loreet gant Prix de la Tour Eiffel, ha lodenn gentañ Abzalon, e ti Atalant.
E 2000 ez eas ar Prix Paul Féval gantañ gant Les Fables de l'Humpur, adneveziñ a reas ar romant-heuliad e c'hwec'h pennad Les Derniers hommes e ti Librio.
L'Évangile du serpent ha L'Ange de l'Abîme a zeuas er-maez e 2001, e ti Au Diable Vauvert.
E 2008 e sav bannoù-treset video anvet Chroniques des Ombres evit an embregerezh mp3minutes. Ar bannnoù-treset a c'heller pellgargañ war Internet.
Aet eo Pierre Bordage da c'hevred Bro-Naoned, da Veuzid-Klison, da chom gant e vaouez hag e zaou bugel.
E fin miz Genver 2009 e varvas e vaouez en ur gwallzarvoud karr-tan en India[1].
PrizioùAozañ
Kalzig a brizioù en deus bet gant e levrioù skiant-faltazi, en o zouez :
- Grand Prix de l'Imaginaire ha Prix Julia Verlanger e 1994 gant Les Guerriers du Silence.
- Prix Cosmos 2000 e 1996 gant La Citadelle Hyponéros.
- Prix Tour Eiffel e 1997 gant kelc'hiad Wang .
- Prix Paul-Féval roet gant ar Société des gens de lettres e 2000 gant Les Fables de l'Humpur.
OberennoùAozañ
1992-1996 : Rohel le conquérantAozañ
- Kelc'hiad Dame Asmine d'Alba (ISBN 2-84172-109-4)
- Kelc'hiad Lucifal (ISBN 2-84172-123-X)
- Kelc'hiad Saphir (ISBN 2-84172-136-1)
Heuliad Guerriers du silenceAozañ
- Les Guerriers du silence, 1993Patrom:Notenn lennegel
- Terra Mater, 1994Patrom:Notenn lennegel
- La Citadelle Hyponéros, 1995Patrom:Notenn lennegel
Kelc'hiad WangAozañ
Kelc'hiad Abzalon/OrchéronAozañ
Trilogiezh ProphétiesAozañ
- L'Évangile du serpent, 2001Patrom:Notenn lennegel
- L'Ange de l'Abîme (roman), 2004Patrom:Notenn lennegel
- Les Chemins de Damas, 2005Patrom:Notenn lennegel
Kelc'hiad ar Griots célestesAozañ
- Qui-vient-du-bruit, 2002Patrom:Notenn lennegel
- Le Dragon aux plumes de sang, 2003Patrom:Notenn lennegel
Kelc'hiad an EnjomineurAozañ
- L'Enjomineur : 1792, 2004Patrom:Notenn lennegel
- L'Enjomineur : 1793, 2005Patrom:Notenn lennegel
- L'Enjomineur : 1794, 2006Patrom:Notenn lennegel
La fraternité du PancaAozañ
ArkaneAozañ
- La Désolation, Bragelonne, 2017 (ISBN 979-1028101053)
- La Résurrection, Bragelonne, 2018 (ISBN 979-1028110826)
Traoù allAozañ
- Atlantis, les fils du rayon d'or, 1998Patrom:Notenn lennegel
- Graine d'immortels, 1999Patrom:Notenn lennegel
- Les Fables de l'Humpur, 1999Patrom:Notenn lennegel
- Les Derniers Hommes, 2000Patrom:Notenn lennegel
- Nuits-Lumière : Mystères en Guillestrois, 2002Patrom:Notenn lennegel
- Kaena, la prophétie, 2003Patrom:Notenn lennegel
- Nouvelle vie™, 2004Patrom:Notenn lennegel
- Porteurs d'âmes, 2007
- Ceux qui sauront, 2008Patrom:Notenn lennegel
- Le Feu de Dieu, 2009Patrom:Notenn lennegel
DanevelloùAozañ
- Une paix éternelle, 1996Patrom:Notenn lennegel
- La Quarantaine, 1996
- Big Crunch, 1996
- Ma main à couper, 1996
- Pierres de lune, 1999
- Dans le potager, 1999
- Paix bien ordonnées, 1999
- Aux Portes des Saintes, 2000
- Kali la démente, 2000
- Jour de noces, 2000
10 danevell faltazi eus an henamzer betek hiriv an deiz e 2005
Romant audio/videoAozañ
FilmoùAozañ
Pierre Bordage en deus skrivet istor meur a film :
DaveoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
|
|