Frank Herbert
Frank Herbert
Frank Herbert
Anv ofisiel Frank Patrick Herbert, Jr.
Obererezh romanter, daneveller
Ganedigezh d'an 8 a viz Here 1920
e Tacoma, Washington, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv d'an 11 a viz C'hwevrer 1986
e Madison, Wisconsin, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Yezh skrivañ saozneg
Rumm lennegel skiant-faltazi
Enorioù Priz Hugo
Priz Nebula
Oberennoù pennañ
  • Kelc'hiad Dune

Frank Patrick Herbert (ganet d'an 8 a viz Here, 1920 en Tacoma, Washington, SUA – ha marvet d'an 11 a viz C'hwevrer, 1986 e Madison, Wisconsin, SUA) a zo ur skrivagner skiant-faltazi en deus graet berzh e-touez ar skridvarnerien kerkoulz hag al lennerien. Brudet eo dreist-holl en abeg d'e romant Dune ha d'ar pemp romant all a zo aet d'ober kelc'hiad Dune. Plediñ a ra ar saga Dune gant dodennoù e-giz dreistbevadur mab-den hag an emdroadur, an ekologiezh, hag ar c'hroashent etre ar relijion, ar politikerezh hag ar galloud. Sellet e vez outañ evel unan eus oberennoù klasel ar skiant-faltazi.

Bugaleaj

kemmañ

Frank Herbert a voe ganet d'an 8 a viz Here, 1920 en Tacoma, Washington, da Frank Herbert hag Eileen McCarthy Herbert. Emañ e vamm eus ar c'horn-bro, e dad a oa deuet di pa oa-eñ bugel ha bez e voe poliser a raok dont da vezañ enseller al labour. Desket e voe dezhañ pesketa er stêrioù tro-war-dro gant indianed chinook yaouank. Abred e ouezas e felle dezhañ bezañ skrivagner : soñj en deus bezañ hetet dont da vezañ skrivagner da geñver e eizhvet deiz-ha-bloaz.

Yaouankiz ha studioù

kemmañ

Diplomet e voe eus an eil derez e 1938, hag e 1939 e tapas e labour kentañ e-giz kazetenner er gazetenn Glendale Star (ret e voe dezhañ kuzhat e oad gwirion).

Un ehan a voe en e labour skrivañ pa rankas mont da servijañ e-giz luc'hskeudennour en U.S. Navy e-pad c'hwec'h miz da vare an Eil Brezel Bed, betek ma voe lezet da vont kuit en abeg d'e yec'hed. Dimeziñ a reas da Flora Parkinson e San Pedro, Kalifornia e 1941, met dispartiañ a reas diouti e 1945 goude bezañ bet ur verc'hig (Penny, ganet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1942 e San Pedro).

Goude ar brezel ez eas war ar studi da Skol-Veur Washington e lec'h ma reas anaoudegezh gant Beverly Ann Stuart e 1946 en ur gentel war ar skrivañ. N'eus nemeto o-daou a gement a oa er gentel-se hag o devoa gwezhet un oberenn bennak da vezañ embannet. Herbert en doa gwerzhet daou istor avanturioù pulp da gelaouennoù - an hini kentañ da Esquire e 1945, ha Stuart he doa gwerzhet un isor d'ar gelaouenn Modern Romance. Dimeziñ a rejont e Seattle d'an 20 a viz Mezheven 1946. Ganet e voe o mab kentañ Brian Patrick Herbert e Seattle d'an 29 a viz Mezheven 1947. O eil mab, Bruce Calvin Herbert, a voe ganet d'ar 26 a viz Mezheven 1951 e Santa Rosa, Kalifornia. Ur bloaz war-lerc'h e werzhas e istor skiant-faltazi kentañ, "Looking for Something", da Startling Stories.

Gouez da Vrian, ne voe tapet diplom ebet gant Frank Herbert er skol-veur peogwir e felle dezhañ studiañ ar pezh a blije dezhañ hepken, ha dre se ne gasas ket ar c'hentelioù ret da benn. Koulskoude e stummas e stil eno diouzh patrom Edgar Allan Poe, O. Henry hag Ezra Pound : un doare skrivañ berr ha resis war un dro. Goude ar skol-veur e teuas d'ar c'hazetennerezh en-dro ha labourat a reas evit ar Seattle Star hag an Oregon Statesman. Bez' e voe ivez skrivagner ha pennskridaozer evit ar San Francisco Examiner (embannadur ar Sul) e-pad un dek vloaz bennak.

E labour skrivagner

kemmañ

Kregiñ a reas Herbert da lenn skiant-faltazi er bloavezhioù 1940, hag er bloavezhioù 1950 e krogas d'e skrivañ gant danevelloù embannet e Startling Stories ha kelaouennoù all. E-pad an dekved da heul ec'h embannas war-dro ugent danevell.

Kregiñ a reas e vuhez romantour pa zeuas The Dragon in the Sea er-maez e 1955. Er romant-se e ra gant ul lestr-spluj eus ar 21 kantved evit ergerzhet ar yec'hed-spered hag ar follentez. Rakwelet e oa bet gantañ emgannoù bedel war uzañs ha produadur an eoul-maen. Berzh en deus graet e-touez ar skridvarnerien met ne voe ket gwerzhet kement.

E 1959 e krogas Frank Herbert gant e enklaskoù evit Dune ha gouest e voe da ouestlañ muioc'h a amzer d'e labour skrivañ dre ma adstagas e wreg gant ul labour leun-amzer. Kontañ a reas Herbert diwezhatoc'h e-barzh ur pennad-kaoz gant Willis E. McNeilly e voe poent orin ar romant pa oa-eñ sañset sevel ur pennad kazetennerezh diwar-benn an erinoù traezh (dune e saozneg) e Florence en Oregon, met debret e voe gant se ha dont a reas en-dro gant kalz muioc'h a zanvez eget na oa ezhomm evit ur pennad skrid hepken. Ne voe ket skrivet biskoazh ar pennad skrid met talvezet en deus da had evit ar mennozhioù a zo aet d'ober Dune.

C'hwec'h vloaz a enklaskoù hag a skrivañ a voe ezhomm evit kas Dune da benn vat. Padet en deus e embannadur e-giz romant-kazetenn kalz hiroc'h eget boas evit ar romantoù skiant-faltazi d'ar c'houlz-se. Embannet e voe e div lodenn diforc'h ("Dune World" (Bed Dune) ha "Prophet of Dune" (Profed Dune)) er gelaouenn Analog e 1963-1964 hag e 1965. Neuze e voe dinac'het gant un ugent embanner bennak a-raok bezañ degemeret en diwezh. Unan eus an embannerien en doa respontet dezhañ evel un diougan : "Bez' e c'hellfen bezañ oc'h ober brasañ fazi an dekved, met ..." kent dinac'h an dornskrid. En diwezh e voe roet un astenn 7 500 $ da Herbert gant Chilton, un ti-embann bihan eus Philadelphia, ha diouzhtu e reas berzh e-touez ar skridvarnourien. Gounezet e voe gantañ ar Priz Nebula evit ar Romant Gwellañ e 1965, ha rannañ a reas ar Priz Hugo e 1966 gant unan all. Bez' e voe Dune ar romant skiant-faltazi ekologel kentañ, ennañ ur bern dodennoù ledan liammet an eil re gant ar re all, ha savboentoù meur a dudenn, un doare ober a vo adkavet a-hed oberenn zarev Herbert.

Ne voe ket diouzhtu ur "best-seller" eus al levr. A-barzh 1968 e c'hounezas Herbert 20 500 $ gant e levr, kalz muioc'h eget na veze degaset gant ar pep brasañ eus ar romantoù skiant-faltazi d'ar c'houlz-ze, met re nebeud evit ma teufe da vezañ skrivagner leun-amzer. Koulskoude e voe digoret dorioù dezhañ gant embannadur Dune. Bez' e voe skridaozer ar gelaouenn Seattle Post-Intelligencer war dachenn an deskadurezh eus 1969 betek 1972, hag iskelenner war ar studioù hollek hag ar studioù etre meur a zanvez kelenn e Skol-Veur Washington (1970 – 1972). Labourat a reas e Viêt Nam hag e Pakistan e-giz kuzulier war an aferioù sokial hag an ekologiezh e 1973. E 1973 e voe rener-luc'hskeudenner evit un abadenn skinwel brudet.

Romantour leun-amzer

kemmañ

Adal 1972, ne skrivas ket ken evit ar c'hazetennoù, ha dont a reas da vezañ skrivagner leun-amzer. E-pad ar bloavezhioù 1970 ha 1980 e reas Herbert, e-giz oberour, berzh bras e-touez al lennerien. Rannañ a reas e amzer etre e diez e Hawaii hag el ledenez Olympic e stad Washington. War al ledenez en doa savet un atant ekologel arnodiñ[1]. D'ar mare-se e skrivas un toullad levrioù hag e kasas war-raok mennozhioù war an ekologiezh ha war ar brederouriezh. Kenderc'hel a reas gant e saga Dune a voe heuliet gant Dune Messiah (Mesiaz Dune), Children of Dune (Bugale Dune) ha God Emperor of Dune (Impalaer Doue Dune). An oberennoù pennañ all a voe The Dosadi Experiment, The Godmakers, The White Plague hag al levrioù en doa skrivet a-gevret gant Bill Ransom : The Jesus Incident, The Lazarus Effect ha The Ascension Factor.

Teñvalaet e voe berzh Herbert gant un darvoud mantrus. E 1974 e voe oberataet e wreg, Beverly, en abeg d'ur c'hrign-bev. Dek vloavezh ouzhpenn e c'hellas bevañ goude met mont a reas he yec'hed da fall diwar an oberatadenn-se. Mervel a reas d'ar 7 a viz C'hwevrer 1984, ar bloaz ma voe embannet Heretics of Dune. Er gourfennskrid Chapterhouse Dune deuet er-maez e 1985 e skrivas Herbert gerioù fromus en enor d'e wreg a 38 vloaz. Ur bloavezh leun a zarvoudoù e voe 1984 e buhez Herbert. Er memes bloavezh e varve e wreg hag e voe roet lañs d'e vuhez skrivagner pa zeuas er-maez Dune, ar film savet gant David Lynch diwar romant brudet Herbert. Daoust d'ar voujedenn bras-bras a oa bet postet er film ha d'ar berzh bras a oa gortozet, ne voe nemet burutelladennoù dister er Stadoù Unanet. Koulskoude, daoust d'ar respont dipitus e SUA e reas ar film berzh bras en Europa hag e Japan. War-lerc'h marv Beverly e timezas Herbert da Dereza Shackleford e 1985, ar bloaz ma voe embannet Chapterhouse: Dune hag a ra al liamm etre kalz a istorioù eus ar saga. E oberenn ziwezhañ skrivet gantañ e-unan e voe (embannet e voe ivez an antologiezh Eye er memes bloavezh, hag embannet e voe Man of Two Worlds e 1986).

Mervel a reas diwar ur stankerezh gwad en e skevent d'an 11 a viz C'hwevrer 1986 e Madison, d'an oad a 65 bloaz pa oa o pareañ diouzh un oberatadenn war grign-bev e bankreas.

Oberennoù

kemmañ

Oberenn anavezetañ Frank Herbet eo kelc'hiad Dune, ennañ c'hwec'h levr bet troet e kalz a yezhoù.

The Dosadi Experiment, The White Plague ha The Godmakers a zo oberennoù brudet all.

Faltazi

kemmañ

Romantoù

kemmañ
  • The Dragon in the Sea : embannadur e-giz romant-kazetenn : Astounding, Du 1955 – Genver 1956. Embannadur kentañ : New York : Doubleday, 1956. Gant an titloù Under Pressure ha 21st Century Sub ivez.
  • Dune : embannadur e-giz romant-kazetenn : Analog, Kerzu 1963 – C'hwevrer 1964 (Lodenn I, "Dune World" (Bed Dune)), ha Genver – Mae 1965 (Lodennoù II ha III, "The Prophet of Dune" (Profed Dune)). Embannadur kentañ : Philadelphia : Chilton Books, 1965.
  • The Green Brain : embannadur e-giz romant-kazetenn : Amazing, Meurzh 1965, dindan an titl "Greenslaves." Embannadur kentañ : New York : Ace, 1966.
  • Destination: Void: embannadur e-giz romant-kazetenn : Galaxy, Eost 1965, dindan an titl "Do I Wake or Dream?". Embannadur kentañ : New York : Berkeley, 1966 adstummet e 1978.
  • The Eyes of Heisenberg: embannadur e-giz romant-kazetenn : Galaxy, Mezhevenn – Eost 1966, dindan an titl "Heisenberg's Eyes." Embannadur kentañ : New York : Berkeley, 1966.
  • The Heaven Makers: embannadur e-giz romant-kazetenn : Amazing, Ebrel – Mezheven 1967. Embannadur kentañ : New York : Avon, 1968
  • The Santaroga Barrier: embannadur e-giz romant-kazetenn : Amazing, Here 1967 – C'hwevrer 1968. Embannadur kentañ : New York : Berkeley, 1968
  • Dune Messiah: embannadur e-giz romant-kazetenn : Galaxy, Gouere – Du 1969. Embannadur kentañ : New York : G.P. Putnam's Sons, 1970.
  • Whipping Star: embannadur e-giz romant-kazetenn : Worlds of If, Genver – Ebrel 1970. Embannadur kentañ : New York : G.P. Putnam's Sons, 1970.
  • Soul Catcher, New York : G.P. Putnam's Sons, 1972.
  • The Godmakers: embannadur e-giz romant-kazetenn : Astounding, Mae 1958, "You Take the High Road," Astounding, Mae 1959 "Operation Haystack," ha Fantastic, February 1960, "The Priests of Psi." Embannadur kentañ : New York : G.P. Putnam's Sons, 1972.
  • Hellstrom's Hive: embannadur e-giz romant-kazetenn : Galaxy, Du 1972 – Meurzh 1973, "Project 40." Embannadur kentañ : New York : Doubleday, 1973.
  • Children of Dune: embannadur e-giz romant-kazetenn : Analog, Ganver – Ebrel 1976, "Children of Dune". Embannadur kentañ : New York : G.P. Putnam's Sons, 1976.
  • The Dosadi Experiment: embannadur e-giz romant-kazetenn : Galaxy, Mae – Eost 1977 "The Dosadi Experiment". Embannadur kentañ : New York : G.P. Putnam's Sons, 1977.
  • The Jesus Incident (gant Bill Ransom): embannadur e-giz romant-kazetenn : Analog, C'hwevrer 1979.
  • Direct Descent: embannadur e-giz romant-kazetenn : Astounding, Kerzu 1954, "Packrat Planet". Embannadur kentañ : New York : Ace Books, 1980.
  • God Emperor of Dune, New York : G.P. Putnam's Sons, 1981.
  • The White Plague, New York : G.P. Putnam's Sons, 1982.
  • The Lazarus Effect (gant Bill Ransom), New York : G.P. Putnam's Sons, 1983.
  • Heretics of Dune, New York : G.P. Putnam's Sons, 1984.
  • Chapterhouse: Dune, New York : G.P. Putnam's Sons, 1985.
  • Man of Two Worlds (gant Brian Herbert), New York : G.P. Putnam's Sons, 1986.
  • The Ascension Factor (gant Bill Ransom), New York : G.P. Putnam's Sons, 1988.

Dastumadoù danevelloù

kemmañ
  • The Worlds of Frank Herbert, New York : Ace, 1971.
    • Taolenn : "The Tactful Saboteur," "By the Book," "Committee of the Whole," "Mating Call," "Escape Felicity," "The GM Effect," "The Featherbedders," "Old Rambling House," hag "A-W-F Unlimited."
  • The Book of Frank Herbert, New York: DAW Books, 1973 (paper).
    • Taolenn: "Seed Stock," "The Nothing," "Rat Race," "Gambling Device," " Looking for Something," "The Gone Dogs," "Passage for Piano," "Encounter in a Lonely Place," "Operation Syndrome," hag "Occupation Force."
  • The Best of Frank Herbert, London : Sidgwick & Jackson, 1975 ; also published as: The Best of Frank Herbert 1952 – 1964, London: Sphere, 1976 (paper), and The Best of Frank Herbert 1965 – 1970, London: Sphere, 1976 (paper)
    • Taolenn : "Looking for something?," "Nightmare Blues," "Dragon in the Sea (extract)," "Cease Fire," ""Egg and Ashes," "Marie Celeste Move."
    • "Committee of the Whole," "Dune (extract)," "By the book," "The Primitives," "The Heaven Makers (extract)," "Seed Stock."
  • The Priests of Psi
    • Taolenn : "Try to Remember," "Old Rambling House," "Murder Will In," "Mindfield," "The Priests of Psi."
  • Eye, (Jim Burns, skeudennour), New York : Berkeley, 1985.
    • Taolenn : "Rat Race," "Dragon in the Sea," "Cease Fire," "A Matter of Traces," "Try to Remember," "The Tactful Saboteur," "The Road to Dune," "By the Book," Seed Stock," Murder Will In," "Passage for Piano," "Death of a City," ha "Frogs and Scientists."

Danevelloù

kemmañ
  • "Survival of the Cunning", Esquire, Meurzh 1945.
  • "Yellow Fire", Alaska Life (Alaska Territorial Magazine), Mezheven 1947.
  • "Looking for Something?", Startling Stories, Ebrel 1952.
  • Operation Syndrome Astounding, Mezheven 1954. hag ivez e-barzh T.E. Dikty's Best Science Fiction Stories and Novels, 1955 series
  • "The Gone Dogs", Amazing, Du 1954.
  • "Packrat Planet", Astounding, Kerzu 1954.
  • "Rat Race", Astounding, Gouere 1955.
  • "Occupation Force", Fantastic, Eost 1955.
  • "The Nothing", Fantastic Universe, Genver 1956.
  • "Cease Fire", Astounding, Genver 1956.
  • "Old Rambling House", Galaxy, Ebrel 1958.
  • "You Take the High Road", Astounding, Mae 1958.
  • "A Matter of Traces", Fantastic Universe, Du 1958.
  • "Missing Link", Astounding, C'hwevrer 1959. Hag ivez e-barzh Author's Choice, ed. Harry Harrison, New York : Berkeley, 1968.
  • "Operation Haystack" Astounding, Mae 1959.
  • "The Priests of Psi", Fantastic, C'hwevrer 1960.
  • "Egg and Ashes", Worlds of If, Du 1960.
  • "A-W-F Unlimited", Galaxy, Mezheven 1961.
  • "Try to Remember" Amazing, Here 1961.
  • "Mating Call", Galaxy, Here 1961.
  • "Mindfield", Amazing, Meurzh 1962.
  • "The Mary Celeste Move", Analog, Here 1964.
  • "The Tactful Saboteur", Galaxy, Here 1964.
  • "Greenslaves", Amazing, Meurzh 1965.
  • "Committee of the Whole", Galaxy, Ebrel 1965.
  • "The GM Effect", Analog, Mezheven 1965.
  • "Do I Wake or Dream?", Galaxy, Eost 1965.
  • "The Primitives", Galaxy, Ebrel 1966.
  • "Escape Felicity", Analog, Mezheven 1966.
  • "By the Book", Analog, Eost 1966.
  • "The Featherbedders", Analog, Eost 1967.
  • "The Mind Bomb", Worlds of If, Here 1969.
  • "Seed Stock"", Analog, Ebrel 1970.
  • "Murder Will In", The Magazine of Fantasy and Science Fiction, Mae 1970.
  • "Project 40", (teir rann) Galaxy, Du 1972 – Meurzh 1973. Hag ivez e-barzh Five Fates, New York : Doubleday, 1970.
  • "Encounter in a Lonely Place", The Book of Frank Herbert, New York : DAW Books, 1973.
  • "Gambling Device", The Book of Frank Herbert New York, DAW Books, 1973.
  • "Passage for Piano", The Book of Frank Herbert New York, DAW Books, 1973.
  • "The Death of a City", Future City, ed. Roger Elwood. Trident Press : New York, 1973.
  • "Come to the Party" gant F.M Busby, Analog, Kerzu 1978.
  • "Songs of a Sentient Flute", Analog, C'hwevrer 1979.
  • "Feathered Pigs", Destinies, Here/Kerzu 1979.
  • "The Road to Dune", Eye, New York : Berkeley 1985.
  • "Frogs and Scientists, Eye, New York : Berkeley 1985.

Nann faltazi

kemmañ
  • New World or No World (editor), New York: Ace Books, 1970.
  • Threshold: The Blue Angels Experience, New York : Ballantine, 1973. Companion to documentary of same name about Blue Angels flight team.
  • Without Me, You're Nothing (gant Max Barnard), New York : Pocket Books, 1981.

Barzhoniezh

kemmañ
  • "Carthage: Reflections of a Martian", Mars, We Love You, ed. Jane Hipolito and Willis E. McNelly. New York : Doubleday, 1971.

Daveoù

kemmañ
  1. Touponce, William F. (1988), Frank Herbert, Boston, Massachusetts: Twayne Publishers imprint, G. K. Hall & Co, ISBN 0-8057-7514-5

Liammoù diavaez

kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.