Jack McDevitt (g.1935) a zo ur skrivagner skiant-faltazi a vez alies e romantoù o livañ arnodennoù a genstokat gant gouennoù ezdouarel ha ezarkeologiezh.

Jack McDevitt e 2010

An danevelell kentañ embannet gantañ a voe "The Emerson Effect" e Twilight Zone 1981. Daou vloavezh diwezhatoc'h e embannas e romant kentañ The Hercules Text a-zivout dizoloadenn un arouez ezdouarel hag an efedoù diwar ar sevenadur denel.

Gant The Engines of God (1994) e kinnigas Jack McDevitt unan eus temoù pennañ e oberenn : un hollved a oa kalz buhez speredek ennañ gwechall met ma vez kavet nemet rivinoù hiziv. E bersonnaj bennañ, ar bleinier Priscilla Hutchins, a gaver e tri romant ouzhpenn e Deepsix (2001), Chindi (2002), hag Omega (2003).

Studiañ a reas Jack McDevitt e LaSalle College ma c'hounezas un eus e zanevelloù priz ar Freshman Short Story Contest. Embannet e voe e kazetenn ar skolaj : Four Quarters. Paouez da skrivañ a reas, avat, peogwir ne grede ket e c'hellfe bezañ ken vat ha Charles Dickens. E 1980 hepken e adkrogas, kalonekaet gant e wreg Maureen.

Oberennoù

kemmañ

Romantoù (heuliad)

kemmañ

Romantoù

kemmañ

Danevelloù pennañ

kemmañ
  • Cryptic (1983)
  • Promises to Keep (1984)
  • Tidal Effects (1984)
  • In the Tower (1987)
  • The Fort Moxie Branch (1988)
  • Time's Arrow (1989)
  • Whistle (1989)
  • Lake Agassiz (1991)
  • "Ships in the Night" (1993)
  • Midnight Clear (1993)
  • Talk Radio (1993)
  • Time Travelers Never Die (1996)
  • Dead in the Water (1999)
  • Good Intentions (1999) (gant Stanley Schmidt)

Dastumadoù

kemmañ

Diskouezadur

kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.