Stefan Wul
Stefan Wul a oa anv-pluenn ar skrivagner gall skiant-faltazi Pierre Pairault (Pariz, 27 a viz Meurzh 1922 – 26 a viz Du 2003). Brudet eo dre e romantoù dreist-holl ; aozer istorioù berr e oa ivez, hag embannet en devoa dastumadoù barzhonegoù awenet gant an SF bepred.
Un anv-pluenn all en devoa, « Lionel Hudson »[1].
Buhez
kemmañE Pariz e 1922 e voe ganet Pierre Pairault. Er skol dija e skrive istorioù, a lenne dirak e gamaladed kent o gwerzhañ dezho evit ur gwenneg. Goude tapet gantañ e vachelouriezh war ar brederouriezh e 1940 e voe dizaliet gant e dad da studiañ al lennegezh. War-zu ar vezegiezh e troas neuze, hag e diwezh an Eil Brezel-bed e 1945 e voe diplomet evel dentour.
Goude eurediñ e 1951 e kuitaas Pariz e 1952 d'en em staliañ gant e wreg en Eure e Normandi.
E-kichen e vicher a zentour e skrive P. Pairault istorioù polis, hep ober berzh avat. Goude klevet e wreg o klemm abalamour d'ur romant skiant-faltazi he devoa kavet fall e tivizas skrivañ unan eviti... hag 11 romant a voe embannet adalek 1956 betek 1959 en dastumad hollvrudet Anticipation e ti Fleuve noir dindan ar sinadur « Stefan Wul », diwar anv un ijinour atomour rus[2]. Berzh bras a reas oberennoù Stefan Wul, petra bennak ma veze disprizet an SF er mare-se[3].
E-keit-se e veajas dre Alamagn, Breizh-Veur, Egipt, Maroko, Spagn, Tunizia ha Turkia[4].
Hep raktres na neudenn vlein e laboure Stefan Wul : diwar ur mennozh e voulc'he skrivañ, ha tamm-ha-tamm e tiorroe an istor. Ouzhpenn skrivañ e kemere perzh e skeudenniñ goloioù e levrioù, a vrastrese kent o c'has d'an embanner.
E 1977, triwec'h vloaz goude e levr diwezhañ, ez embannas un daouzekvet romant. Da oberennoù klasel e bed ar skiant-faltazi gallek eo troet oberennoù Stefan Wul. E eil romant avat, Niourk (1957), zo chomet e bennoberenn.
Oberennoù
kemmañRomantoù
kemmañ
|
|
|
Istorioù berr
kemmañ- Le Bruit (1957), er gelaouenn Fiction niverenn 43
- Échec au plan 3 (1958), er gelaouenn Satellite niverenn 1
- Expertise (1958), e Fiction niv. 54
- Il suffit d'un rien (1958), e Satellite niv. 5
- Jeux de vestales (1960), e Fiction Spécial niv. 2
- Gwendoline (1961), e Fiction niv. 87
- Droit de réponse (1974), e Les nouvelles littéraires niv. 2427
- L'Archange (1982), en Odyssée sous contrôle, Denoël, dastumad Présence du futur, niv. 542, 1993 (ISBN 9782207505618)
- Le Loup botté (1995), en Œuvres complètes - 1
- Déchéance (2000), er gelaouenn Phenix niv. 50
Barzhonegoù
kemmañ- La Vercingétorigolade, La Pensée universelle, 1972, adembannet en Œuvres complètes – 2
- Apocalypses, en Œuvres complètes – 1
- Hommage à Julia Verlanger, en Œuvres complètes – 1
- Transes, en Œuvres complètes – 2
- Feuilles éparses, en Œuvres complètes – 2
- Autres rimes de circonstance, en Œuvres complètes – 2
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Stefan Wul — Œuvres complètes – 1. Uccle : Claude Lefrancq, 1996 (ISBN 9782871531975)
- (fr) Stefan Wul — Œuvres complètes – 2. Uccle : Claude Lefrancq, 1997 (ISBN 9782871534518)
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) 'Poursuite vers Gao (1957). Kavet : 19 Here 2022.
- ↑ (fr) Stefan Wul — Œuvres complètes – 1, p. 7 (ISBN 9782871531975)
- ↑ (fr) Versins, Pierre (1972). Encyclopédie de l'Utopie, des voyages extraordinaires et de la science fiction. L'Âge d'homme, 2000, p. 34 (ISBN 9782825129654)
- ↑ Golo-kein Niourk, Denoël, dastumad Présence du futur, niv. 128, 1970 (ISBN 9782207301289)