Poul Anderson
Poul William Anderson (Bristol, Pennsylvania, 25 a viz Du 1926 – Orinda, California, 31 a viz Gouere 2001) a oa ur skrivagner skiant-faltazi ha fantasy stadunanat, adalek ar bloavezhioù 1940 betek e dremenvan. Romantoù istorel a skrivas ivez.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Poul Anderson |
Anv ganedigezh | Poul William Anderson |
Anv-bihan | Poul |
Anv-familh | Anderson |
Lesanv | A. A. Craig |
Deiziad ganedigezh | 25 Du 1926 |
Lec'h ganedigezh | Bristol |
Deiziad ar marv | 31 Gou 2001 |
Lec'h ar marv | Orinda |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Pried | Karen Anderson |
Bugel | Astrid Anderson Bear |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | skrivagner, romanter, oberour, skrivagner skiant-faltazi |
Bet war ar studi e | University of Minnesota |
Lec'h annez | Pennsylvania |
Deroù ar prantad labour | 1948 |
Oberenn heverk | The Broken Sword, Tau Zero |
Tachenn | skiant-faltazi |
Seizh gwech e voe roet an Hugo Award dezhañ, ha teir gwech an Nebula Award. Un niver bras eus e oberennoù a voe troet diwar ar saozneg e 16 yezh europat, e ruseg hag e japaneg.
Dindan e anv gwir e voe embannet e oberennoù, met lod anezho a sinas "P. Sanders" ha lod all "A. A. Craig".
Buhez
kemmañD'ar 25 a viz Du 1926 e voe ganet Poul Anderson e Bristol, Pennsylvania, en un tiegezh deuet eus Skandinavia[1] Nebeut goude e c'hanedigezh ec'h eas an tiegezh d'en em staliañ e Texas e-pad tremen dek vloaz, betek marv an tad. Goude-se e tistroas ar vamm hag ar vugale da Zanmark. Pa darzhas an Eil Brezel-bed e 1939 e tistroas an tiegezh da SUA, ma chomjont en un atant e Minnesota.
P'edo Poul Anderson war e studi e Skol-veur Minnesota e voe embannet daou istor gantañ e 1947 er gelaouenn Astounding Science Fiction. E 1948 e voe diplomet war ar fizik hag e tivizas bezañ ur skrivagner a-vicher. Un trede istor a voe embannet er bloaz-se end-eeun en hevelep kelaouenn. Gant e stummadur skiantel hag e ouiziegezh war yezhoù ha lennegezh Skandinavia e voe maget e oberennoù a-hed 60 vloaz[1].
Er bloaz 1953 e priedas d'ar skrivagnerez June Millichamp Kruse (1932-2018), a genskrivas nav levr gantañ, kent mont da vevañ da Orinda e rannvro Bae San Francisco. Bloaz war-lerc'h e voe ganet o merc'h Astrid, a zimezas diwezhatoc'h gant ar skrivagner ha skeudennaouer S-F Greg Bear (1951-2022).
E 1954 ivez ec'h embannas Poul anderson The Broken Sword ("Ar c'hleze torr"), ur romant heroic fantasy hag unan eus e oberennoù brudetañ.
Poul Anderson a voe unan eus diazezerien ar Society for Creative Anachronism (SCA, a bled gant studiañ hag adframmañ Istor ar Grennamzer) e 1966 ; e-kreiz ar bloavezhioù 1960 ivez e kemeras perzh e sevel ar Swordsmen and Sorcerers' Guild of America (SAGA), ur strollad skrivagnerien heroic fantasy en doare Sword & Sorcery ("Kleze ha Sorserezh").
C'hwec'hvet kadoriad ar Science Fiction and Fantasy Writers of America (SFWA) e voe Poul Anderson (1972-1973)[2].
D'an 31 a viz Gouere 2001 e varvas ar skrivagner en Orinda, oadet a 74 vloaz, diwar gankr ar raksavenn.
Enorioù
kemmañ- 1961 : Hugo Award evit The Longest Voyage[3].
- 1964 : Hugo Award evit No Truce with Kings[4].
- 1969 : Hugo Award evit The Sharing of Flesh[5].
- 1971 : Nebula Award evit The Queen of Air and Darkness[6].
- 1972 : Hugo Award evit The Queen of Air and Darkness[7] • Locus Award evir The Queen of Air and Darkness[8] • Nebula Award evit Goat Song[6].
- 1973 : Hugo Award evit Goat Song[9].
- 1975 : Mythopoeic Fantasy Award evit A Midsummer Tempest[10].
- 1978 : Gandalf Grand Master of Fantasy Award[11].
- 1979 : Hugo Award evit Hunter’s Moon[12].
- 1981 : Nebula Award evit The Saturn Game[6].
- 1982 : Hugo Award evit The Saturn Game[13].
- 1985 : Prometheus Award evit Trader to the Stars[14]
- 1986 : San Diego Comic-Con International's Inkpot Awards[15].
- 1995 : Prometheus Award evit The Stars are also Fire[14] • Prometheus Award evit The Star Fox[14].
- 1997 : Grand Master ar Science Fiction Writers of America (SFWA)[16].
- 1998 : Pegasus Award da Anne Passovoy evit ar ganaouenn skiant-faltazi Mary O'Meara, ur varzhoneg gant Poul Anderson[17].
- 2000 : Science and Fantasy Hall of Fame[18].
- 2001 : John W. Campbell Memorial Award for Best Science Fiction Novel evit Genesis[19]?
- Dalif
Oberennoù
kemmañ- Listenn glok oberennoù niverus Poul Anderson a gavor amañ : (en) 'Summary Bibliography: Poul Anderson'. Kavet : 17/02/2023.
-
Witch of the Demon Seas (sinet "A. A. Craig"), Planet Stories, Genver 1951
-
Inside Earth, Galaxy Science Fiction, Ebrel 1951
-
The Virgin of Valkarion, Planet Stories, Gouere 1951
-
The Green Thumb, Science Fiction Quarterly, C'hwevrer 1953
-
Silent Victory, Two Complete Science-Adventre Books, Goañv 1953
-
Snowball, If Worlds of Science Fiction, Mae 1955
-
Sister Planet, Satellite, Mae 1959
-
A Message in Secret, Fantastic, Kerzu 1959
-
A Plague of Masters, Fantastic, Kerzu 1960
-
Goodbye, Atlantis!, Fantastic, Eost 1961
-
The Day After Doomsday, Fantastic, Kerzu 1961
-
Kings Who Die, If Science Fiction, Meurzh 1962
-
Escape from Orbit, Amazing Stories, Here 1962
-
Turning Point, If Science Fiction, Mae 1963
-
Homo Aquaticus, Amazing Stories, Gwengolo 1963
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) 'The encyclopedia of Science Fiction'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) SFWA. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 (en) 'Nebula Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Locus Awards 1972'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Mythopoeic Fantasy Award'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'The Locus Index to Science Fiction Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ 14,0 14,1 14,2 14,3 ha14,4 (en) 'Libertarian Futurist Society'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Comic-Con'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'SFWA'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'The Pegasus Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Science and Fantasy Hall of Fame'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) '2001 John W. Campbell Memorial Awards'. Kavet : 17/02/2023.
- ↑ (en) 'Minor Planet Center'. Kavet : 17/02/2023.