Kim Stanley Robinson

O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.


Kim Stanley Robinson (ganet d'an 23 a viz Meurzh 1952 en Illinois) a zo ur skrivagner amerikan romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi. Brudet eo dreist-holl evit e drilogiezh war Meurzh hag he douarfurmadur: Red Mars, Green Mars ha Blue Mars.

Adalek ar penn-kentañ en deus graet berzh e skridoù, kement a berzh ar skrid-burutellerien hag a berzh al lennerien. Hag evit kalz tud ez eo eñ hiziv an deiz unan eus ar gwellañ skrivagnerien skiant-faltazi pe zoken lennegezh.

E oberennoù a zo enno dalc'hmat temoù ekologel ha sokiologel. E romantoù a zo alies disoc'h bloavezhioù a enklask, evel e drilogiezh war Meurzh a zo bet skrivet war lerc'h 15 bloaz enklask.

Buhez kemmañ

 
Kim Stanley Robinson e 63de World Science Fiction Convention e Glasgow, Eost 2005

Kim Stanley Robinson a zo bet ganet e Waukegan, Illinois. Studiet en deus e Kalifornia. E 1974 e tap un aotreegezh (B.A.) war al lennegezh (Skol-Veur Kalifornia, San Diego). E 1975 e ya ur mestroniezh (M.A.) gantañ e Skol-Veur Boston. E 1982 e difenn un dezenn (Ph.D.)war ar saozneg e Skol-Veur Kalifornia (San Diego). E goun-skrid, war Romantoù Philip K. Dick, a zo bet embannet e 1984.

Plijout a ra kalz da Robinson skrapat gant ar menezioù, ar pezh 'n eus ur pouez bras-tre e holl e levrioù (da skouer e trilogiezh Meurzh, e Antarctica hag e Forty Signs of Rain), e lec'h vez kavet atav ur benn-dudenn o kaout an hevelep trivliad.

E 1982 e timezas Lisa Howland Nowell, ur gimiourez arbennikaet war an endro. Daou mab o deus. Robinson 'n eus bevet e Kalifornia, Washington DC ha Bro Suis (e-pad ar bloavezhioù 1980). O bevañ e Davis, Kalifornia, emañ bremañ.

Levrioù pennañ kemmañ

Three Californias kemmañ

Graet e vez ivez trilogiezh kontelezh Orange eus ar rummad tri levr-se. Kentañ labour a bouez Robinson eo. Levrioù ar rummad o deus da ditl : The Wild Shore (1984), The Gold Coast (1988) and Pacific Edge (1990). N'eo ket un drilogiezh er ster boutin : ouzhpenn un istor zo; pep levr a zo un istor a-bezh hag a ginnig tri amzer da zont posupl. An tri a zo lec'hiet e Kalifornia en un amzer dazont tost.

  • The Wild Shore a boltred Kalifornia o stourm 'vit distreiñ d'ar Sevenadur, goude bezañ bet nammet, evel ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet, gant ur brezel nukleel. *The Gold Coast a c'hoarvez en ur Galifornia dreist-industrialized, heskinet muioc'h-mui gant un deknologiezh 'm eo deuet da vezañ sujet dezhi. Rannet eo en ur stourm kriz etre produerien armoù ha sponterien.
  • Pacific Edge a ginnig ur Galifornia e lec'h ma'z eus bet savet ur gevredigezh yac'h hag o toujañ da bennaennoù an ekologiezh.

Daoust ma seblant an tri levr bezañ hep liamm kenetrezo, e verzer tamm-ha-tamm koulskoude e labouront an tri asambles evit kinnig ur mennozh kreiz hag unvan. An hini gentañ a ziskouez un denelezh nammet gant un diouer a deknologiezh, an eil un denelezh beuzet ha tost kollet gantañ e zenelezh gant ur re a deknologiezh, an trede ur Bed a ya en dro, e lec'h ma c'heller bevañ, etre an daou Bed all. Daoust 'm eo an trede romant ur romant utopek, ne tiskriv ket ur Bed hep diemglevioù, tristidigezh na gwalleurioù.

Trilogiezh Meurzh kemmañ

 
Golo Red Mars

An drilogiezh-se a zo oberenn brudetañ Robinson. Kontañ a ra en un doare gwirvoudel-tre istor annezidi kentañ Meurzh, hag o labour evit treuzfurmiñ Meurzh, "douarfurmiñ" anezhi. An tri levr, Red Mars (Meurzh Ruz), Green Mars (Meurzh Glas-natur), ha Blue Mars (Meurzh Glas-mor) a verk dre o zitl an douarfurmadur-se. An istor a grog e 2027, pa tilestr 100 skiantour war ar blanedenn evit krouiñ tamm-ha-tamm ur bed nevez. Ar grouidigezh-se a vez heuliet e pad 200 bloaz war-lerc'h, a-hed al levrioù. E fin an trede levr, ez eo deuet Meurzh da vezañ ur blanedenn poblet mat ha douarfurmet, gant ur gevredigezh kemplezh ha bev mat.

Bez zo meur a roudennad istor gweet e Trilogiezh Meurzh. Temoù ar skiant, ar sokiologiezh hag ar bolitikerezh a zo ur pouez bras ganto a hed an tri romant, hag e c'heller heuliañ o emdroadur en un doare gwirvoudel-tre a hed an drilogiezh. Sklaer-tre eo pegen boemet eo Robinson gant ar skiantoù hag an teknologiezhioù, met ober a ra atav gant an temoù-se gant ur sav-poent denel. An dudennoù a zo pinvidik o zemz-spered, hag o emdroadur a chom e kreiz ar romant. Temoù boutin Robinson a vez kavet a hed an drilogiezh : ar soutenablentez ekologel, an daouvorfiegezh reizhel hag an hentenn skiantel a zo temoù a teu a-hed an tri levr, met hep na vijent morse kinniget en un doare re kentelius. E froudenn evit ar skrapat a vez kavet el levrioù-se ivez.

Antarctica kemmañ

Antarctica (1997) a heuilh war kalz a boentoù ar frammoù savet gant trilogiezh Meurzh: kalz a heñvelderioù a zo daoust d'an istor bezañ en un amzer, en ul lec'h ha gant tudennoù disheñvel. War ar c'hevandir skorn a ro e anv da titl al levr e c'hoarvez an istor-mañ, en ur mare kalz tostoc'h diouzh hon amzer-ni, met kavet 'vez ivez el levr-mañ skiantourien en un endro digenvez, hag ur studi eus an efedoù en deus kement-mañ war o fersonelezh hag o darempredoù. Kavet e vez ivez an hevelep bam dirak braventez un endro gouez hag enep.

Evel e kalz eus levrioù Robinson, tem ar soutenablentez ekologel a zo pouezus e Antarctica. Lusk an istor a zo krouet gant fin Feur-emglev an Antarktik hag an aon rak an aloubidigezh hag an distruj eus al lec'h digenvez diwezhañ-mañ gant kumpagnuniezhoù prevez.

The Martians kemmañ

The Martians a zo un dastumad istorioù berr e lec'h ma vez kavet kalzig eus tudennoù ha lec'hioù trilogiezh Meurzh. An istorioù a c'hoarvez a-raok, e-pad, goude, pe zoken e plas istor an trilogiezh; lod zo a ya pelloc'h gant tudennoù 'zo pe a kinnig tudennoù nevez. Barzhonegoù meurzhian hag ur Bonreizh eus ar blanedenn Meurzh a vez kavet ivez el levr-se. Rebechet 'zo bet da Robinson bezañ skrivet al levr-se evit ober arc'hant diwar ar berzh graet gant e drilogiezh.

The Years of Rice and Salt kemmañ

The Years of Rice and Salt a zo un ukroniezh, ur romant istor alternativel, a gemer plas en ur bed m'eo bet distrujet holl poblañs Europa gant ar Vosenn Zu. Ar pezh a laosk ur Bed dieub evit bezañ aloubet gant pobloù Europa. Ur prantad dek remziad bennak a vez goloet gant an istor. Houmañ a heuilh a hed ar c'hantvedoù un nebeud tudennoù en o adenkorfadurioù (hag ar re mañ o cheñch reizh, klasoù sokial ha zoken, ur wech, spesad).


An heuliad Science in the Capital kemmañ

Romantoù all kemmañ

Levrlennadur kronologel kemmañ

  • 1984 : Icehenge
  • 1984 : The Wild Shore
  • 1985 : The Memory of Whiteness
  • 1986 : The Planet on the Table
  • 1988 : The Gold Coast
  • 1990 : Pacific Edge
  • 1991 : The Blind Geometer
  • 1992 : Red Mars
  • 1993 : Green Mars
  • 1996 : Blue Mars
  • 1997 : Antarctica, Inc
  • 1999 : The Martians
  • 2002 : The Years of Rice and Salt
  • 2004 : Forty Signs of Rain
  • 2005 : Fifty Degrees Below
  • 2007 : Sixty Days and Counting
  • 2009 : Galileo's Dream
  • 2012 : 2312
  • 2013 : Shaman: A Novel of the Ice Age

Istorioù berr kemmañ

Krog a ra da embann e istorioù berr gentañ e 1976. An darn vrasañ anezho a zo bet dastumet e The Planet on the Table (1986), Remaking History (1991) ha Vinland the Dream (2001). Tri istor hiroc'h o kontañ istorioù leun a fent Amerikaned divroet e Nepal a zo dastumet e Escape from Kathmandu (1989). The Martians (1999) (gwelet a-us) a zo un dastumad danevelloù berr gant istorioù a c'hoarvez e bed Trilogiezh Meurzh.

Listennad klok:

  • "A History of the Twentieth Century, with Illustrations" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Isaac Asimov's Science Fiction Magazine, 1991, adwelet evit Remaking History),
  • "A Martian Childhood",
  • "A Martian Romance" (e: The Martians),
  • "A Sensitive Dependence on Initial Conditions" (e: Vinland the Dream),
  • "A Short, Sharp Shock",
  • "A Transect",
  • "An Argument for the Deployment of All Safe Terraforming Technologies" (e: The Martians),
  • "Arthur Sternbach Brings the Curveball to Mars" (e: The Martians),
  • "Before I Wake",
  • "Big Man in Love" (e: The Martians),
  • "Black Air" (in: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, 1983),
  • "Coming Back to Dixieland" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Orbit, 18),
  • "Coyote Makes Trouble" (e: The Martians),
  • "Coyote Remembers" (e: The Martians),
  • "Discovering Life" (e: Vinland the Dream hag e: The Martians),
  • "Down and Out in the Year 2000",
  • "Enough is as Good as a Feast" (e: The Martians),
  • "Escape from Kathmandu" (e: Escape from Kathmandu),
  • "Exploring Fossil Canyon" (e: The Martians),
  • "Festival Night",
  • "Four Teleological Trails" (e: The Martians),
  • "Glacier",
  • "Green Mars" (e: The Martians),
  • "If Wang Wei Lived on Mars and Other Poems" (e: The Martians),
  • "Jackie on Zo" (e: The Martians),
  • "Keeping the Flame" (e: The Martians),
  • "Maya and Desmond" (e: The Martians),
  • "Mercurial" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 15),
  • "Michel in Antarctica" (e: The Martians),
  • "Michel in Provence" (e: The Martians),
  • "Mother Goddess of the World" (e: Escape from Kathmandu),
  • "Muir on Shasta" (e: Vinland the Dream),
  • "Odessa" (e: The Martians),
  • "On the North Pole of Pluto",
  • "Our Town",
  • "Purple Mars" (e: The Martians),
  • "Remaking History" (e: Remaking History ha Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Gregory Benford/Martin H. Greenberg What Might Have Been),
  • "Ridge Running" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, 1984),
  • "Salt and Fresh" (e: The Martians),
  • "Saving Noctis Dam" (e: The Martians),
  • "Sax Moments" (e: The Martians),
  • "Selected Abstracts from The Journal of Aerological Studies" (e: The Martians),
  • "Sexual Dimorphism" (e: The Martians),
  • "Some Worknotes and Commentary on the Constitution, by Charlotte Dorsa Brevia" (e: The Martians),
  • "Stone Eggs" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 13),
  • "The Archaeae Plot" (e: The Martians),
  • "The Blind Geometer",
  • "The Constitution of Mars" (e: The Martians),
  • "The Disguise" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Orbit, 19),
  • "The Kingdom Underground" (e: Escape from Kathmandu),
  • "The Lucky Strike" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 14),
  • "The Lunatics",
  • "The Memorial",
  • "The Part of Us That Loves",
  • "The Return from Rainbow Bridge",
  • "The Translator",
  • "The True Nature of Shangri-La" (e: Escape from Kathmandu),
  • "The Way the Land Spoke to Us" (e: The Martians),
  • "To Leave a Mark",
  • "Venice Drowned" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 11),
  • "Vinland the Dream" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Remaking History),
  • "What Matters" (e: The Martians),
  • "Whose 'Failure of Scholarship'?",
  • "Zürich".

Temoù pennañ e oberenn kemmañ

Prizioù kemmañ

Liammoù diavez kemmañ

  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.