Theodore Sturgeon
Theodore Sturgeon, (e gwir anv Edward Waldo), a zo bet ganet ar 26 a viz C'hwevrer 1918 ha marvet eo d'an 8 a viz Mae 1985. Ur skrivagner amerikan a skiant-faltazi ha romantoù faltaziek e oa.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Edward Hamilton Waldo, Theodore Sturgeon |
Anv ganedigezh | Edward Hamilton Waldo |
Anv-bihan | Theodore |
Anv-familh | Sturgeon, Hamilton |
Lesanv | E. Waldo Hunter |
Moranv | Ted |
Deiziad ganedigezh | 26 C'hwe 1918 |
Lec'h ganedigezh | Staten Island |
Deiziad ar marv | 8 Mae 1985 |
Lec'h ar marv | Eugene |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Tad | Edward Molineaux Waldo |
Breur pe c'hoar | Peter Assheton Sturgeon |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Deroù ar prantad labour | 1938 |
Relijion | dizoueegezh |
Tuadur revel | Arallrevelezh |
Oberenn heverk | More Than Human, Microcosmic God, I, Libertine, Amok Time |
Tachenn | skiant-faltazi, faltazi |
Bet kinniget evit | Hugo Award for Best Novel, Hugo Award for Best Novelette |
Gwelet eo bet evel ur skrivagner dibar e bed ar skiant-faltazi abalamour d'e stil ha d'e demmoù. Ar skritur, a zo bet evitañ un doare pareañ. Kavout a raer roudoù a-vil vern eus e vuhez en e levrioù. Ar mab-den a zo bepred e kreiz e oberennoù.
E vuhez
kemmañDispartiañ a reas e dud en 1927, 9 vloaz e oa. Dimeziñ en-dro a reas e vamm e 1929 gant ur c'helenner divroet eus Bro-Skos, e anv William Dicky Sturgeon. Biskoazh n'en deus bet darempredoù mat gantañ. Hennezh a redias anezhañ da gemer e anv, met ivez da gemmañ e anv bihan. Setu penaos eo deuet Edward Hamilton Waldo da vezañ anvet Theodore Hamilton Sturgeon. Implijout a reas e anv kentañ evit sinañ oberennoù zo. Anavezout a raer levrioù sinet gantañ dindan E. Hunter Waldo, E. Waldo Hunter (abalamour d'ur fazi graet gant ar penngazetenner) ha Frederick R. Ewing.
Dimeziñ a reas pemp gwezh :gant Dorothy Fillingame (dimezet e 1940/dispartiet e 1945), Mary Mair (1949/1951), Marion McGahan (1951/1965), Wina Bonnie Golden (1969/1976) ha Jayne Tannahill (1976/betek marv Sturgeon). Seizh bugel en deus bet en holl.
Prizioù
kemmañMeur a brizioù en deus paket a drugarez d'e labour :
- e 1954, an International Fantasy Award evit e levr les plus qu'humains;
- ar priz Nebula e 1970 evit e zanevell Sculpture lente
- ar priz Hugo e 1971 evit ar memes danevell
- e 1985, bloavezh e varv e resevas al Life Achievement Award evit priziañ e oberenn a-bezh.
Levrlennadur
kemmañRomantoù
kemmañ- Cristal qui songe- ISBN 2290340871), (The dreaming jewels).
- Les plus qu'humains, (More than human)
- Le professeur et l'ours en peluche.
- Vénus plus X.
Buhezskrid
kemmañDastummadoù Danevelloù
kemmañ- Amour, impair et manque.
- Le cœur désintégré (ISBN 227723074X), (Sturgeon in orbit)
- L'homme qui a perdu la mer, eizh danevell.
- Méduse, pevar danevell.
- Les songes superbes de Theodore Sturgeon, unnek danevell faltazi ha skiant Faltazi dibabet ha kinniget gant Alain Dorémieux.
- La sorcière du marais
- Symboles secrets
- Killdozer; Le viol cosmique (ISBN 2290332895), daou danevell
- Les enfants de Sturgeon.
- Les talents de Xanadu (ISBN 227711829X), (The worlds of Theodore Sturgeon)
Un nebeud danevelloù
kemmañ- Ca
- Microcosmic God. Dieu microcosmique
- Hier c'était lundi
- La Sorcière du marais
- Le Bâton de Miouhou
- Les Mains de Bianca
- Et la foudre et les roses
- La Merveilleuse aventure du bébé Hurkle
- Si tous les hommes étaient frères, me permettrais-tu d'épouser ta sœur ?
- Sculpture lente
- L'homme qui a perdu la mer
- Faites-moi de la place
- Un pied dans la tombe
- L'Ile des cauchemars
- Cargaison
- L'égoïste absolu
|
|