Jonathan Kilian Houston "John" Brunner Ganet d'ar 24 a viz Gwengolo 1934 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Eost 1995 a oa ur skrivagner skiant-faltazi saoz. Ganet e voe e Preston Crowmarsh, Oxfordshire ha mont a reas d'ar skol e Cheltenham. Pa oa 17 vloaz e skrivas e romant kentañ Galactic Storm dindan anv Gill Hunt met ne voe ket ur skrivagner dre vicher a-raok1958. Evel un ofiser e servij en aerlu saoz etre 1953 ha 1958. Eurediñ a reas Marjorie Rosamond Sauer d'ar 7 miz c'hwevrer 1958.

Oberennoù doare space-Opera a skrivas da gentañ met diwezhatoc'h en e esped e tremenas d'ar romantoù arnodel o stumm. E 1969 e romant Stand on Zanzibar a zegemeras ar priz Hugo ha The Jagged Orbit a c'honezas ar British SF Award e 1971.

E oberenn vrudetañ The Shockwave Riderzo bet skrivet e 1975. Ijinet en deus an dermen "preñv" da envel ur meziant barrek d'en em c'houennañ.

Adzimezet e voe gant Li Yi Tan d'ar 2 a viz Gwengolo 1991 ha mervel a reas e 1995 e Glasgow, Bro-Skos.

Levrioù kemmañ

1950 kemmañ

1960 kemmañ

1970 kemmañ

1980s kemmañ

1990 kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.