Robert A. Heinlein

Robert A. Heinlein
Robert A. Heinlein
Robert A. Heinlein e 1976
Anv ofisiel Robert Anson Heinlein
Obererezh romantoù, danevelloù, skrid-filmoù
Ganedigezh 7 a viz Gouere 1907
e Butler, Missouri, Stadoù-Unanet
Marv 8 a viz Mae 1988 (80 bloaz)
e Carmel, Kalifornia, Stadoù-Unanet
Yezh skrivañ saozneg Amerika
Luskad lennegel skiant-faltazi, Faltazi
Enorioù Priz Hugo, Priz Damon Knight Memorial Grand Master, Priz Locus
Oberennoù pennañ

Sinadur


Robert Anson Heinlein ( 7 a viz Gouere 19078 a viz Mae 1988), lesanvet The dean of science fiction writers ("Dean ar skrivagnerien skiant-faltazi") a oa ur skrivagner skiant-faltazi amerikan.

Skrivagner ha stourmer, e doare selloù war an nukleel, mab-den en egor hag ar brezel a save tabut bras. Adal e skridoù ez eus bet degaset ijinadennoù teknikel (rakwelet en devoa ar pellgomzioù hezoug, ar gweleoù-dour).

Degaset en deus ivez gerioù nevez evel Marines an egor (Saozneg: Space Marines) pe TANSTAAFL (Saozneg: There ain't no such thing as a free lunch; Brezhoneg: N'eus netra evel ur pred digoust, ar pezh a dalvez "pep tra, memes roet, a dalvez un dra bennak").

Buhez Heinlein Aozañ

Ganet eo Robert Anson Heinlein d'ar 7 a viz Gouere 1907 e Butler, Missouri. An tad Rex Ivar Heinlein a zo konter, ar vamm a zo Bam Lyle (un anv familh eus Bro-Skos) Heinlein, 7 bugel a zo er familh Robert o vezañ an trede hini.

Ur familh kredour strizh ez eo an hini Heinlein, un hengoun a zo o welet unan eus ar familh o stourm en holl brezelioù o welet engouestlet Amerika adal Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783). Ur familh broadelour ha kredour don, an aozour a vezo awenet a galz gant an elfennoù-se en e oberennoù.

Tabutoù Aozañ

Plas ar merc'hed Aozañ

Evit ar feministed n'eo ket aes gouzout pelec'h plantañ Robert Heinlein:

  • War un tu e vez kavet e-leiz a verc'hed en e oberennoù gant renkoù uhel er gevredigezh pe el lu lakaet da dalvezout evel ken ampart paneveken ampartoc'h evit ar baotred. En Expanded Universe e vez taolennet ur gevredigezh gant an holl alvokadoù ha politikourien o vezañ maouezed nemetken. Ar merc'hed taolennet en e oberennoù o kaout kargoù a zo maouezed gant nerzh spered ha kalon.
  • War un tu all e vez selloù drouk war ar merc'hed evel en Stranger in a Strange Land, Jill ur benndudenn eus an oberenn a ziskler "nine times out of ten, if a girl gets raped it's partly her fault" (Brezhoneg: Nav wech diwar zek, ma vez gwallet ur vaouez ez eo dre he fazi evit ul lod").

Plas al lu er gevredigezh Aozañ

Robert Heinlein a oa sot gant ar bed milourel, betek rakwelet brezelioù dibaouez ha drastus en egor ur wech ma vezo tizhet hag anneziet gant mab-den. El levr Starship Troopers ec'h adkemer doare selloù Sparta an henamzer. Evit bezañ keodedour gant gwirioù leun e vez ret da vont etrezek al lu n'eus ket hent all ebet.

Da geñver plas an armoù distruj ramzel evel an armoù nukleel e oa anat da Robert Heinlein e oa ar gwir d'o implij e-tal un enebour.

E Starship Troopers, pe e Space Cadet, e vez taolennet ur gouarnamant soudard bedel lakaet e plas war ar blanedenn a-bez evit talañ ouzh ar brezelioù dibaouez war an Douar ha dreist-holl ar riskloù nukleel. An holl galloudoù a zo e dalc'h un nebeud soudarded a renk uhel.

Oberennoù Aozañ

Romantoù kentañ Aozañ

  • Rocket Ship Galileo, 1947
  • Beyond This Horizon, 1948 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald)
  • Space Cadet, 1948
  • Red Planet, 1949
  • Sixth Column, 1949 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald) (Anavezet ivez evel: The Day After Tomorrow)
  • Farmer in the Sky, 1950 (embannet e stumm un heuliad tammoù berraet et gazetenn Boys' Life magazine gant an anv "Satellite Scout") (priz Retro Hugo Award, 1951)
  • Between Planets, 1951 *
  • The Puppet Masters, 1951 (adembannet goude marv an aozour stumm hiraet, 1990)
  • The Rolling Stones, 1952 (anavezet ivez evel: Space Family Stone)
  • Starman Jones, 1953
  • The Star Beast, 1954
  • Tunnel in the Sky, 1955
  • Double Star, 1956, priz Hugo Award 1956
  • Time for the Stars, 1956
  • Citizen of the Galaxy, 1957
  • The Door into Summer, 1957
  • Have Space Suit—Will Travel, 1958, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1959
  • Methuselah's Children, 1958 (Stumm kentañ un heuliad tammoù e 1941)
  • Starship Troopers, 1959, priz Hugo Award e 1960

Romantoù kreiz Aozañ

  • Stranger in a Strange Land, 1961—priz Hugo Award 1962, (adembannet gant ar stumm kentañ hiraet e 1991)
  • Podkayne of Mars, 1963
  • Orphans of the Sky, 1963 (stumm echuet d'a romant savet gant an danevelloù "Universe" ha "Common Sense", embannet da zigentañ an daou er bloavezh 1941)
  • Glory Road, 1963, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1964
  • Farnham's Freehold, 1964
  • The Moon Is a Harsh Mistress, 1966, priz Hugo Award 1967
  • I Will Fear No Evil, 1970
  • Time Enough for Love, 1973, lakaet war ar renk d'ar priz Nebula Award e 1973; lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Locus e 1974

Romantoù diwezhañ Aozañ

  • The Number of the Beast, 1980
  • Friday, 1982, lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Nebula ha Locus e 1983
  • Job: A Comedy of Justice, 1984, lakaet war ar renk evit ar priz Nebula e 1984; priz Locus Fantasy gouenezet, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo e 1985
  • The Cat Who Walks Through Walls, 1985
  • To Sail Beyond the Sunset, 1987

Adkemer er sevenadur Aozañ

Filmoù Aozañ

Stirad skinwel Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ

Pennadoù karr Aozañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.