Mathieu Bablet (Grenoble, 9 a viz Genver 1987) zo ur senariourour hag un treser bannoù-treset skiant-faltazi hag ur skeudennaouer war an hevelep tachenn.

Buhez kemmañ

Goude e vachelouriezh e studias an arzoù pleustrek en ENAAI (Enseignement aux Arts Appliqués & à l’Image) e Chambéry, ma voe diplomet e 2008.

Diouzhtu war-lerc'h ec'h aozas e vandenn-dreset kentañ, La belle mort, a ginnigas e 2011 d'an ti-embann Ankama Éditions e Roubaix ; eno e voe embannet gant an aozer bannoù-treset Guillaume "Run" Renard dre e adti-embann Label 619[1]. Un adembannadur kresket a voe e 2017[2].

E 2012 e tresas Mathieu Bablet an istor Vol express 666 en eil levrenn ar stirad DoggyBags skrivet gant G. Renard. Er bloaz 2015 e tresas un istor all, Disparitions en série dans la cité ghetto de Kowloon en eizhvet albom ar stirad DoggyBags.

E miz Mae 2013 e teuas er-maez albom kentañ Adrastée, skrivet ha treset gantañ, hag a c'hoarvez en Henc'hres (ma oa Ἀδράστεια Adrásteia un nymfenn) ; e 2014 e voe embannet an eil albom, hag e miz Gwengolo 2016 an oberenn glok en un albom hepken. En hevelep miz e teuas a-zindan ar wask un albom all skrivet ha treset gant M. Bablet, Shangri-La[3].

E miz Mezheven 2017 e teuas er gouloù un niverenn e-maez rummad eus ar gelaouenn Pilote gouestlet d'an haroz bannoù-tredet S-F Valérian, enni ur pennad gant M. Balbet.

Adalek ar bloaz 2018 e voe Mathieu Bablet rener ar stirad S-F ha moliac'h Midnight Tales, ma voe senarioour, ha ma tresas istorioù ivez[4] ; pevar albom a voe embannet betek miz Here 2019.

E miz Eost 2020 e teuas er-maez an albom Carbone & Silicium, un istor S-F bepred, skrivet ha treset gant M. Bablet. Miz a-raok e oa bet ragembannet 25 plankennad eus Carbone & Silicium, a-gevret gant 14 plankennad eus Horseback 1861[5] gant David Hasteda (senarioour) ha Nikho (treser), e 7vet albom ar stirad Free Comic Book Day – France.

E miz Mezheven 2021 e reas Mathieu Bablet ur B-T, Metropolis, en enor d'ar mangaka Osamu Tezuka (1928-1989) en eil albom ar stirad Tezucomi e ti Delcourt ; e miz Gwengolo ec'h aozas 11 plankennad, Premier de cordée, evit kentañ niverenn ar gelaouenn Métal Hurlant (rummad nevez).

E miz Du 2022 e voe embannet The Midnight Order, ennañ 21 istor ma voe M. Bablet senarioour (8), senarioour ha treser (7) pe dreser hepken (5).

Oberennoù kemmañ

Senarioour ha treser
Treser
Kenlabour

Enorioù kemmañ

  • 2021 : Prix BD Fnac France Inter evit Carbone & Silicium[10].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (fr) Radiofrance. Kavet : 24/02/2023.
  2. (fr) Actua BD. Kavet : 24/02/2023.
  3. Diwar al lec'h heñvelanvet er romant Lost Horizon (1933 gant ar skrivagner saoz James Hilton (1900-1954) ez eo bet dibabet anv an istor.
  4. (fr) Place gre.net. Kavet : 24/02/2023.
  5. Deuet er-maez e miz Gwengolo 2020 (ISBN 979-10-33500-05-6)
  6. (fr) Bédéthèque. Kavet : 24/02/2023.
  7. (fr) Les humanoïdes associés. Kavet : 24/02/2023.
  8. (fr) Bédéthèque. Kavet : 24/02/2023.
  9. (fr) Dargaud. Kavet : 24/02/2023.
  10. (fr) France Inter, 06/01/2021. Kavet : 24/02/2023.