Stephen Valentine Patrick William "Steve" Allen (New York, 26 a viz Kerzu 1921Los Angeles, 30 a viz Here 2000) a oa un den a skinwel, a skingomz, ur sonaozour, ur pianoour, un aktour, un dramaour hag ur skrivagner stadunanat.

E 1987, oadet 66 vloaz

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Brudet-bras e oa e Stadoù-Unanet Amerika dre an abadenn skinwel The Tonight Show, a grouas e 1954 war NBC hag a zalc'has betek 1957 kent krouiñ The Steven Allen Show a badas betek 1964.

Strujus eo bet Steve Allen war meur a zachenn, p'en deus kemeret perzh e 20 abadenn skinwel, 10 film hag enrollet 58 pladenn. Evel skrivagner en deus sinet 44 levr.

Dre ma oa unan eus dalc'hidi an amgredoni skiantel — disfiz en devoa diouzh ar c'hredennoù na oant ket skoret gant fedoù skiantel — e sinas un niver bras e Skeptic, a zo kelaouenn ar Skeptics Society e Santa Barbara[1]

D'an 30 a viz Here 200 e c'hoarvezas e dremenvan, dre wander e galon goude ur gwallzarvoud-hent.

Skiant-faltazi

kemmañ

Nebeut-tre e skrivas Steve Allen war dachenn ar skiant-faltazi : daou istor berr hag un arnodskrid.

1955
  • The Public Hating : kentañ gwech ma voe embannet e voe er gelaouenn The Blue Book Magazine e miz Genver 1955 ; 14 gwech e voe adembannet e meur a dorkad betek ar bloavezhioù 1990[2] ; un droidigezh c'hallek a voe embannet e 1975 gant Le Livre de Poche[3].
  • The Late Mr. Adams : bet embannet er gelaouenn Gamma niv. 5 e miz Gwengolo 1965, pp. 115-117[4].
1956
  • The Secret : bet embannet er gelaouenn Collier's e miz Gwengolo 1956 ; adembannet e voe e kelaouennoù all e 1991 hag e 2002[5].
  • Predictions: 2001 A.D. (arnodskrid) : bet embannet er gelaouenn Amazing Stories e miz Ebrel 1956 da-geñver he 30vet deiz-ha-bloaz, p. 247[6].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'Skeptic Society'. Kavet : 16/02/2023.
  2. (en) 'Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 16/02/2023.
  3. Kinniget gant Goamard, Jacques & Ioakimidis, Demètre & Klein, Gérard. La grande anthologie de la science-fiction – Histoires de pouvoirs. Paris : Le Livre de Poche, 1975 (ISBN 978-2-253-00739-5)
  4. (en) 'Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 16/02/2023.
  5. (en) 'Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 16/02/2023.
  6. (en) 'Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 16/02/2023.