NBC

Rouedad skinwel ha radio stadunanat

An National Broadcasting Company, pe National Broadcasting Company, Inc., berraet en NBC, zo ur rouedad radio ha skinwel stadunanat. Perc'hennet eo gant NBCUniversal, ur skourr eus Comcast. Ar rouedad a zo diazezet d'an 30 Rockefeller Plaza en New York, gant burevioù all nepell diouzh Los Angeles (d'an 10 Universal City Plaza), Chicago (en NBC Tower), e Philadelphia (er Greizenn Comcast Technology Center). NBC a zo unan eus an tri rouedad pennañ skinwel dre ar bed. Lesanvet eo a-wechoù ar "Peacock Network", oc'h ober dave d'al logo, krouet e 1956 evit brudañ modernelezh ar rouedad o skignañ e liv. Deuet eo da vezañ an ardamez ofisiel e 1979.

NBC
Rouedad skinwel, radio network
Tachenn obererezhioùKemennadur, media industry, programming and broadcasting activities Kemmañ
Deiziad krouiñ19 Mez 1926 Kemmañ
DiazezerRCA Corporation, David Sarnoff Kemmañ
PrezidantRobert Greenblatt Kemmañ
Testenn ar ger-sturHere on NBC, Share the Moment Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezNew York Kemmañ
Perc'hennet gantNBCUniversal Kemmañ
Aozadur mammNBCUniversal, RCA Corporation, Radio Corporation of America Kemmañ
Perc'henn warWNBC Kemmañ
Sez sokial30 Rockefeller Plaza, NBC Tower, 10 Universal City Plaza, Stamford Kemmañ
Yezh implijetsaozneg Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel15 Du 1926, 30 Ebr 1939 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://nbc.com Kemmañ
Official shop URLhttps://www.nbcstore.com/ Kemmañ
Logo an NBC

Savet e 1926 gant ar Radio Corporation of America, NBC eo an hini koshañ eus ar "Big Three" hengounel e skinwel Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet ar "Peacock Network" evit ober dave d'al logo, a oa bet degemeret e 1956 evit brudañ dreistelezh teknikel an embregerezh a-fed ar skignañ e liv.

NBC a zo perc'henn war 12 lec'h skignañ ha liammet gant tost da 200 all dre SUA. Ul lodenn eus ar skignañ a c'heller gwelet e Kanada ha Meksik dre skignerien skinwel dre goumanant war harzoù ar broioù. NBC a gendalc'h gant aotreoù skignañ etrebroadel e Su Korea hag Alamagn.

Liammoù diavaez

kemmañ