Los Angeles (Kalifornia)
- Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.
Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad Kalifornia hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York. Tost 4 milion a dud a vev eno (18,5 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. E su Kalifornia emañ, war aod ar Meurvor Habask.
Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo. Er bloavezhioù 1890 e voe dizoloet eoul-maen ar pezh a lakkas ar gêr da greskiñ fonnus.
Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles. Degemeret eo bet ar C'hoarioù olimpek hañv gant ar gêr e 1932 ha 1984, ar pezh a vo adarre e 2028.
Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno. Menezioù ha dezerzioù a zo en argoad ar vro.
Lec'hanvadurezh Aozañ
Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.
Gevelliñ Aozañ
Los Angeles he deus 25 kêr gevellet ganti[1]. Roll ar c'hêrioù dre bloaz gevelliñ:
|
Gwelet ivez Aozañ
Daveoù Aozañ
- ↑ Sister Cities of Los Angeles. City of Los Angeles (2022). Kavet : 2022-05-01.
- ↑ Twinning link with LA. Manchester Evening News. Kavet : 2009-07-28.
- ↑ Sister cities of Los Angeles, Inc. (2010). Kavet : February 8, 2010.
- ↑ Tel Aviv/Los Angeles Partnership. The Jewish Federation of Greater Los Angeles (2007). Kavet : 2008-08-07.
Liammoù diavaez Aozañ
- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Discover Los Angeles - The Los Angeles Convention and Visitors Bureau
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.