Split
- Evit implijoù all, gwelet Split (disheñvelout).
Split (anvet Spalato en italianeg gwechall) zo ur gêr vras eus Dalmatia, e Kroatia. Eil kêr vrasañ Kroatia eo, gant 178 102 a annezidi (e 2012) ha kêr-benn kontelezh Split-Dalmatia eo ivez. Lec’hiet eo en ur c'hourenez vihan hag a valir e Mor Adria. Ur porzh bras eo, evit ar greanterezh hag an touristerezh.
Savet e voe kêr Split en-dro da Balez Diocletianus, ur palez hag a voe lakaet sevel gant an impalaer roman Diocletianus. Genidik eus Dalmatia e oa an impalaer roman-se ha lakaat a reas sevel ur palez bras-bras (39 000 m²) war aod e vro, etre ar bloavezhioù 294 ha 305 da dremen dibenn e vuhez ennañ. Tre war bord ar mor e voe savet ar palez evit ma c’hallje al listri erruout en aod dirazañ. Adalek 1420 e voe Split e Republik Venezia, betek diskar ar stad-se e 1797.
Abalamour d’he savouriezh ha d’hec’h istor eo bet lakaet war roll lec’hiennoù Glad ar bed.