Gourenez

beg-douar ledan er mor

Ur c'hourenez (liester: gourinizi pe gourenezi) a zo ur beg-douar ledan er mor, ur seurt enezenn hogen e chom stag ouzh an douar-bras dre ur strizh-mor, ha na zeu ket ar mor penn-da-benn en-dro dezhi, zoken pa vez reverzhi[1].

Gourenez Gwenrann, Gourenez Kraozon e Breizh, gourenez Monte Argentario en Italia ha Gourenez ar C'hab Glas e Senegal, zo skouerioù gourinizi.

Ledenez ha ragenezAozañ

Graet e vez ledenez eus ur c'hourenez bras-kenañ, eus tiriadoù douar bras gant mor tro-dro war dri zu ; da skouer : Ledenez Breizh, Ledenez Iberia, Ledenez Arabia.

Pa vez tost-tre un enezenn d'an aod e vez graet ur ragenez anezhi.

Pennadoù karAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ