Ul ledenez (liester ledenezi pe ledinizi) a dalvez daou dra e brezhoneg.

Ledenez Arabia gwelet eus an egor.
Ledenez Valdés en Arc'hantina
Ledenez Korea gant bevennoù an div Stad

Ul ledeneziad (liester ledeneziz) a vez graet eus un annezad anezhi.

Beg-douar d'an tre hag enez d'al lanv

kemmañ

Ul ledenez a zo un dachennad strizh eus an aod a sank er mor hag a chom stag ouzh an douar-bras gant ur strizh-douar hag a vez goloet gant ar mor pa vez uhel (lanv)[1]. Da skouer: Ledenez Molenez.

Gourenez vras-vras

kemmañ

Graet e vez ivez ledenez eus ur c'hourenez ec'hon, un tiriad bras gant mor war dri zu[2]. Da skouer: ledenez Iberia, ledenez Arabia, Peloponnesos e Gres, ledenez Baja California e Bro-Vec'hiko, Florida, ledenez Kamtchatka e reter pellañ Rusia, ledenez Yucatán e Mec'hiko, Anatolia...

Broioù zo ledenez : Breizh, Italia, Danmark (Jutland), Katar, Korea...

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Toponymie nautique des côtes de Basse-Bretagne, 1962, p.16; Geriadur brezhoneg An Here, p. 833a.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, p. 833a.; Pêr Drezen, GeriaouEGI, Ekonomiezh, Geografiezh, Istor, TES, 2007, p. 117b.