Ledenez Yucatán

Rannvro

Ledenez Yucatán zo ul ledenez e Norzhamerika, e Mec'hiko evit ar pep brasañ, er reter da strizhdouar Tehuantepec. Serriñ a ra Pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz.

Ledenez Yucatán
Ledenez
StadMec'hiko, Belize, Guatemala Kemmañ
War riblpleg-mor Mec'hiko, Mor Karib Kemmañ
Daveennoù douaroniel19°33′4″N 89°17′47″W Kemmañ
Map
  • ██ Yucatán
  • Ledenez Yucatán gwelet eus an oabl
    Kartenn ledenez Yucatan o tiskouez kêrioù ar Vayaed

    Rannet eo al ledenez etre teir stad e gwirionez :

    Er c'hornôg d'al ledenez emañ ar stadoù mec'hikan Chiapas ha Tabasco.

    An anv kemmañ

    Hervez ur vojenn(Kaoz dispis) e talvezfe an anv Yucatán kement ha "n'ouzon ket"" ; dont a rafe(Kaoz dispis) eus an istorour Francisco López de Gómara (1511–1566) ha ne dreuzas biskoazh ar Meurvor Atlantel, nemet skrivañ a reas Historia general de las Indias e 1554. Ar moraer Francisco Hernández de Córdoba, emezañ, a zegouezhas e Yucatán e 1517. Goulenn a reas digant broiz petra e oa anv ar gêr dostañ, ha respontet e voe Tectatan en ur yezh lec'hel, hag a deuas da vezañ Yucatán e genaouioù Spagnoled.

    Hervez tud all(Kaoz dispis) e voe meneget an anv Yucatan gant Bartolomé Colón, breur da Gristol Goulm, klevet digant broiz(Kaoz dispis) e 1502.