An Amerindianed pe Indianed amerikan, eo an anv hollek a vez graet, dre aesoni, eus annezerion gentañ Amerika, da lavarout eo Norzhamerika , kenkoulz evel Kreizamerika pe Suamerika.

Implijet e vez ar ger amerindianed evit komz eus ar c'hentañ tud deuet er c'hevandir amerikan.

E 1492 e oa degouezhet an ergerzher Kristol Goulm en Amerika ; soñjal a reas avat e oa erruet en Indez. Abalamour d'ar fazi-se e vez bepred implijet ar ger Indian evit komz eus pobloù ar Bed Nevez.

Gant labourioù ar c'hartennour Martin Waldseemüller, e penn-kentañ ar XVIvet kantved, e kroger da gomz eus ar c'hevandir amerikan, en enor d'an ergerzher Amerigo Vespucci ; e annezidi a zeuas da vezañ anvet Amerindianed evit lakaat kemm etrezo ha poblañs India.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.