Gourenez Kraozon
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn douaroniezh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gourenez Kraozon zo ur c'hourenez e Breizh etre lenn-vor Brest, en hanternoz dezhi, ha bae Douarnenez er c'hreisteiz.
Begoù-douar
kemmañBrudet eo kened Gourenez Kraozon hag ar begoù-douar
Kanton
kemmañKlotañ a ra gant kanton Kraozon mui pe vui, 7 kumun ennañ:
- Argol ;
- Kameled ;
- Kraozon eo ar penn-kanton, (Morgad zo stag outi);
- Landevenneg ;
- Lañveog ;
- Roskañvel ;
- Terrug.
Tregarvan ha Sant-Vig, a vez kontet er c'hourenez a-wechoù, n'emaint ket e kanton Kraozon met e hini Kastellin.
Festival
kemmañAbaoe ar bloaz 2000 e vez ur festival eno e dibenn miz Eost, anvet Festival du Bout du Monde gouestlet da sonerezhioù ar bed.