Kraozon
Kraozon | ||
---|---|---|
Porzh Morgad. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Crozon | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Kraozon (Pennlec'h) | |
Kod kumun | 29042 | |
Kod post | 29160 | |
Maer Amzer gefridi | Daniel Moysan 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Gourenez Kraozon-Arvor ar Stêr-Aon | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 360 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 92 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 85 m bihanañ 0 m — brasañ 102 m | |
Gorread | 80,37 km² | |
kemmañ ![]() |
Kraozon (distaget Kraon er vro: ['krãõn]) a zo ur gumun eus Breizh e Kerne ha pennlec'h kanton Kraozon. Ar gumun bennañ eus Gourenez Kraozon a zo anezhi.
DouaroniezhAozañ
Kelc'hiet eo gant ar mor: en hanternoz dezhi emañ lenn-vor Brest, er c'hreisteiz Bae Douarnenez hag er c'huzh-heol ar Meurvor Atlantel. Anavezet mat eo ivez ar c'hourenez abalamour d'he geologiezh dibar. Gallout a reer kavout eno roudoù eus darvoudoù a-bouez e buhez an douar a ro tu da gompren penaos ez a fiñvadennoù ar douar en-dro. Kavet e vez e Kraozon ur pleg antiklinal mil anavezet (pleg an douar e stumm un A).
AnvAozañ
Bernard Tanguy : "Plueu Crauton, Crauthon, XIvet; Crauzon, 1173; Craozon, 1192-1202; Craothon, c. 1214; Crauzon, 1263, c. 1330, 1535;
ArdamezioùAozañ
En aour e leon kudennek en sabel; e vevenn en gul, e deir mailhenn en aour
- Sturienn: Etre daou vor
- Diviz-kêr: 17 a viz Kerzu 1977
- Kroaz-vrezel 1939-1945 a vez lakaet da ginkladur diavaez
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Doixant e anv, Ha Meillard, kure[2].
XIXvet kantvedAozañ
Krouet e voe kumun Lañveog e 1872 diwar ul lodenn eus kumun Kraozon[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 340 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,09% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
- Ur c'hamp-bac'h a voe digoret en Enez-Hir er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ 400 sujed alaman ha 250 sujed aostrian bet tapet e miz Gwengolo p'edont o veajiñ e bourzh ar mordreizher Nieuw Amsterdam diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913[5].
Eil Brezel-bedAozañ
D'an 9 a viz Genver 1942 e kouezhas ur c'harr-nij Manchester I marilhet L7322 ha kodet EM-Q eus ar 207th Squadron eus Royal Air Force|aerlu ar Rouantelezh-Unanet) en Enez-Hir; tri nijour a voe lazhet, beziet int e bered ar gumun; d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Manchester I marilhet L7472 ha kodet QR-? eus ar 61st Squadron eus ar Royal Air Force e Morgad; daou nijour a varvas, n'int ket bet kavet; ar c'hwec'h nijour all a voe tapet d'an Alamaned; d'ar 16 a viz C'hwevrer 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Spook", marilhet 41-24541 ha kodet VK-B) eus aerlu ar Stadoù-Unanet er mor e-tal Gourenez Kraozon; diwar an dek milour eus e baread e voe tapet tri gant an Alamaned, ne voe ket adkavet ar re all[6]; d'an 18 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Blenheim marilhet LJ878 eus ar Royal Air Force e Kraozon, lazhet e voe e dri nijour; d'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Lancaster I marilhet PD222 ha kodet KM-U eus ar 44th Squadron eus ar Royal Air Force er mor e Kraozon; pemp nijour a varvas, tri anezhe a voe douaret e bered Kraozon ha daou all e Saint-Charles de Percy War Cemetery (Bro-C'hall), unan all a zeuas a-benn da achap hag ar seizhvet hini a voe adkavet gant ar Re Gevredet[7].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[8],[9].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 3 (aerlu) |
Kanada | 2 (aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 4 (aerlu) |
Dianv | 1 |
Hollad | 10 |
Karrnijourion e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[11].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 29 a viz Mae 2009 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 26 a viz Meurz 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
DeskadurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1887 : Louis Jouvet, aktour (c'hoariva ha sinema) ha leurenner.
Tud bet marvet enoAozañ
- 1909 : Anna Mezmeur, leanez skrivagnerez vrezhonek.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Sligeach | 1980 |
Savoia | Pralognan-la-Vanoise |
Gwelet ivezAozañ
Luc'hskeudennoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44.
- ↑ Kuzul departamant Penn-ar-Bed - Gallica
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek