Anna Mezmeur

istorourez, skrivagnerez ha troourez brezhonek
Anna Mezmeur
Anv ofisiel Anne Le Bastard de Mesmeur
Anv pluenn Anna Vezmeur, L.M.D.K.
Obererezh Istorourez, skrivagnerez, troourez
Ganedigezh 26 a viz Even 1823
e Kemper, Kernev Kernev,

Breizh

Marv 30 a viz Genver 1909
Kraozon, Kernev Kernev,

Breizh

Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Histor ar Vreiz

Miz Mari an Itron Varia Lourd

Anna Vezmeur eo anv-pluenn Anne Désirée Jacquette Jeanne Marie Le Bastard de Mesmeur, Seurez Anna a Jezuz diouzh he anv seurez, bet ganet d'ar 26 a viz Even 1823 e Kemper ha marvet d'an 30 a viz Genver 1909 e Kraozon, a oa ul leanez, un istorourez, ur skrivagnerez hag un droourez vrezhonek.

Ganet e voe en niverenn 1, straed an Dudjentil e Kemper, merc'h da Alain Le Bastard de Mesmeur, maer Fouenant d'an ampoent, hag e bried Jeanne Chauveau de Kernaëret[1].

E 1827, oadet a 4 bloaz, ec'h eas da chom gant he zud da vaner Leskoad, e Kraozon. Eno e voe desavet.

Un deskadurezh uhel

kemmañ

Ur spered lemm a blac'h e oa Anna, ac'h eas don er studi dre gentelier he daou vreur Alain hag Ernest. Hemañ a heulie programm skolaj Kastell-Paol met Anna n'he deus ket bet droad da dremen arnodenn ar vachelouriezh, a veze roet d'ar baotred nemetken d'ar mareoù-se.

Kentelioù war ar gwir a heulias e-ser he breudeur e Roazhon, m'edo ar familh adalek ar bloaz 1843, pa oa Anna 20 vloaz. Pa zistroas da Graozon e dibenn he studi e teskas alamaneg, italianeg ha saozneg koulz hag an doueoniezh hag an henlizhiri.

Ur vuhez leanez

kemmañ

E-lec'h chom e-mesk bediz e tibabas mont da leanez ar Spered-Glan e Sant Brieg, ma voe degemeret e 1853 d'an oad a 30 vloaz, ha gouestlañ he buhez da genteliañ bugale dindan an anv « Seurez Anna a Jezuz ». Pa voe echu ganti he amzer diskiblez e 1854 e krouas ur gouent e Kraozon, ma voe priolez e 1857. Damc'houde e savas ur skol gristen evit paotred ha plac'hed, ur c'hant bugel bennak enni e 1860, a voe renet ganti e-pad 37 vloaz, betek he 71 vloaz, e 1894, daoust da lezennoù gall Jules Ferry likaat ar skolioù kristen adalek 1884 ; da skol ar gumun e troas he skol neuze.

D'an 11 a viz Eost 1902, hag hi 79 vloaz, e voe kaset er-maez eus he c'houent, he leanezed d'he heul, hag erlec'hiet mistri-skol lik outo. Kerkent e voe krouet skol Santez-Anna ganti ; e 1902 e voe skarzhet kuit eus an eil skol-se gant lezennoù Émile Combes.

Ur skrivagnerez vrezhonek

kemmañ

Ne savas ket Anna Vezmeur a-du gant an dud a rae fae war ar brezhoneg, ha brudañ a reas ar garantez-vro e-touez he skolidi ha skoliadezed dre reiñ atav ul lec'h a enor da Vreizh ha d'he yezh.

Dornet-dispar e oa evit skrivañ e brezhoneg ; meur a bennad a savas evit Feiz ha Breiz adalek krouidigezh ar gelaouenn. Barzhonegoù, kantikoù he deus savet. Kinniget he deus ivez un droidigezh eus ul levr gallek : Miz Mari an Itron Varia Lourd e 1874.

Anna Mezmeur eo ar vaouez kentañ a embannas ul levr e brezhoneg. An ao. Graveran, ur C'hraozonad, en doa he broudet da skrivañ Istor ar vro e brezhoneg. Kroget e oa da 16 vloaz da zastum danvez he levr. Dibab a reas kinnig Istor Breizh e stumm 35 istor da vezañ kontet e-pad ar beilhadegoù.

E 1855 e voe an embannadur kentañ e brezhoneg, Histor ar Vreiz, kompozet gant L.M.D.K.. An nav ugent pajenn vrezhonek a voe kresket ganti diwezhatoc'hik gant un droidigezh c'hallek. Dont a reas er gouloù e stumm ul levr divyezhek e 1863, un eil embannadur 540 pajenn ennañ ; un trede embannadur a voe e 1869. Graet he doa un astenn dezhañ pa save da 647 pajenn. Betek diwezh he buhez e wellaas hag e klokaas he labour : 828 pajenn zo en embannadur diwezhañ e 1894.

Mervel a reas e Kraozon e 1909 d'an oad a 86 bloaz.

Oberennoù

kemmañ
Levrioù
  • Histor ar Vreiz, kompozet gant L.M.D.K., Lefournier & Prudhomme, Brest ha Sant-Brieg, 1855 ; eil embannadur, sinet ALBDM (Anna Le Bastard De Mesmeur), 1963 ; trede embannadur, 1869 ; pevare embannadur, 1894.
  • Miz Mari an Itron Varia Lourd, Lefournier & Salaun, Brest ha Kemper, 1874 ; troidigezh diwar Joseph-Henri Lasserre de Monzie (1828-1900), Notre-Dame de Lourdes (1869) ; eil embannadur, 1875.
Kantik
  • Breudeur ni gleo o klemou, sonerezh gant gant an tad Mark ar Gall, 1865.
Kanaouennoù
  • Kenavo Kraozon.
  • Monig ar Menez.

Levrlennadur

kemmañ
  • (br) Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p189-190 [[ISBN|978-2-7368-0034-5}}
  • (fr) A.-H. Dizerbo, La soeur Anne de Jésus et son oeuvre, in : BSAF, 1943.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. A-H Dizerbo, op. cit., p. 61;