Jean-Baptiste Le Fournier

Jean-Baptiste Le Fournier, pe Lefournier (8 Kerzu 1778 - 22 Kerzu 1838) a oa levrier ha mouller e Brest en XIXvet kantved.

Ganet e voe e Agon (hiziv Agon-Coutainville, e-kichen Coutances, e Normandi), mab d'ur c'habiten beuzet er mor da vare an Dispac'h gall. Advabet e voe gant e eontr Alain Le Fournier (1750-1814) a oa o chom e Brest. Labourat a reas gant e eontr evel levrier, embanner ha mouller. E 1813 e voe adprenet ganto ar stal dalc'het gant intañvez Romain Malassis, mouller er Ru Vras (hiziv straed Louis Pasteur) e Brest. Kenlabourat a reas Jean-Baptiste Le Fournier gant e genderv Pierre-Clair Deperiers. Mervel a reas e Brest e miz Kerzu 1838. Kendalc'het e voe gant ar stal gant e intañvez, Étiennette Moreau, ha goude gant o mab anvet Jean-Baptiste ivez, betek 1877. Gant Jean-Baptiste ar mab e voe savet ar gazetenn L'Océan e 1846, ha moullet e voe gantañ betek e varv e 1877.

Embann ha moullañ a reas Jean-Baptiste Le Fournier (an tad) levrioù ha kartennoù evit ar Morlu, evel Problèmes d'astronomie nautique et de navigation gant Charles Guépratte, ha levrioù a bep seurt, koulz e galleg evel e brezhoneg. E-touez al levrioù embannet gant ar stal Le Fournier e ranker menegiñ levrioù brezhonek evel geriadurioù Amable-Emmanuel Troude pe re ar Gonideg, pe oberennoù Gab Milin[1] Betek deroù an XXvet kantved e veze lennet an anv Lefournier war golo levrioù, evel da skouer ar C'hollokoù brezhoneg ha galleg adembannet meur a wech "en ti dalc'het gwechall gant an Ao. A. Lefournier"[2].

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Brest et la langue bretonne au XIXe siècle : La colonie française face à l’observation de la sociolinguistique historique, kounskrid master gant Cyrille Maréchal, Skol-veur Breizh-Izel, 2013
  2. Colloque français & breton ou nouveau vocabulaire, 12e édition, Brest-Quimper, 1915