Gab Milin

skrivagner brezhonek
Gab Milin
Gab Milin
Anv ofisiel Gabriel Jean Marie Milin
Anv pluenn Ab Breiz
Laouenan Breiz
Obererezh Dastumer kontadennoù, barzh, troer
Ganedigezh d’an 3 a viz Gwengolo 1822
e Kastell-Paol, Bro-Leon Bro-Leon
Marv d’ar 27 a viz Kerzu 1895
en Enez-Vaz, Bro-Leon Bro-Leon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • Marvaillou grac'h koz
  • Furnez ar geiz eus a Vreiz
  • Ar marvailler brezounec, pe marvaillou brezounec

Gab Milin, pe Gabriel Milin, ganet d’an 3 a viz Gwengolo 1822 e Kastell-Paol ha marvet d’ar 27 a viz Kerzu 1895 en Enez-Vaz, a oa ur skrivagner brezhonek.

Golo Marvaillou grac'h koz

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Gab Milin e Maner Kervoruz (Kermoruz), e Kastell-Paol, a oa e dud ar verourien anezhañ. En e vugaleaj e teskas galleg, latin ha gregach gant un eontr dezhañ hag a oa beleg. Mont a reas d’ober e studi da gloerdi bihan Kastell-Paol da gentañ ha da gloerdi bras Kemper da c’houde. Ne chomas nemet bloaz hanter eno avat ha goude-se e kavas labour evel komis e burevioù porzh Brest e 1847. Eno e tarempredas brezhonegerien a bep lec’h ha dastum a reas ganto kontadennoù ha mojennoù.

Ober a reas anaoudegezh gant ar c’horonal war e leve Troude, a oa troet gant ar brezhoneg ivez. A-gevret e savjont meur a levr. Hiroc'h avat e oa anaoudegezh ar brezhoneger a vihanik Milin eget hini ar soudard kozh.

Ma ne lenner nemet anv Troude war golo an tri geriadur (daou c'heriadur galleg-brezhoneg hag unan brezhoneg-galleg, a voe embannet etre 1842 ha 1879 e c'haller krediñ en doa degaset Gab Milin e anaoudegezhioù hag e gavadennoù ivez.

Ur wech aet war e leve e 1882 e voe rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz e Kemper, etre 1883 ha 1884. Bloaz goude ez eas da vevañ war Enez-Vaz ha dilennet e voe da vaer eno. Eno e varvas hag e voe sebeliet.

Teir gwezh e voe dimezet : e 1847 da Agathe Le Dall ; e 1859 da Julienne Le Fur hag e 1869 da Marie-Jeanne Combot. Trizek a vugale a voe ganet en holl eus an dimezioù-se.

Oberennoù

kemmañ
Gant Troude
E-unan

Troidigezhioù

kemmañ
  • Penaos karet Jezus-Krist : kentskrid gant A. Guichon de Grandpont, 1900

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 

Sellet er Wikimammenn : Gab Milin.