Beg Din
Beg Din zo ur beg-douar e kornôg gourenez Kraozon, etre Beg Penn Hir er c'hornôg dezhañ ha Beg Penn ar Roz er c'hreisteiz. Alese e weler ar Bernioù Piz (an Daoueoù) eus ar gwellañ.
Ur beg anezhañ a ra evel ur c'hreñvlec'h naturel, un tamm evel dismantroù ur c'hastell, gant ur wareg evel ur pont-gwint ha Kastell Din a vez graet anezhañ.