Diwar-benn kêr Vancouver eo ar pennad-mañ. Evit an enezenn, sellit ouzh Enez Vancouver

Vancouver zo ur gêr vras e kornôg Kanada, war aod ar Meurvor Habask.

Vancouver

Kêr vrasañ proviñs Kolombia Breizh-Veur eo, war aod kornôk Kanada, nepell diouzh an harzoù gant SUA. War an douar-bras emañ ha n'emañ ket war Enez Vancouver e-tal dezhi. Savet e voe ur gêr vihan anvet "Gastown" eno e 1862, gant trevadennerien. Adanvet e voe "Vancouver" e 1886 diwar anv ar moraer George Vancouver (1757-1798).

Bremañ ez eus ouzhpenn 630 000 a dud o chom e kêr ha war-dro 2 vilion hanter en tolpad-kêrioù (Vancouver Vras). Emañ an hanter eus annezidi Kolombia Breizh-Veur o vevañ eno, abalamour m'en em astenn ar Menezioù Roc'hellek, didud a-walc'h, war an darn vrasañ eus ar broviñs. Ar gêr kanadian gant ar brasañ stankter poblañs eo. Anavezet eo Vancouver evit kalite ar vuhez. An hanter eus an annezidi n'o deus ket ar saozneg pe ar galleg evel yezh-vamm.

Brasañ porzh ar vro e porzh "Metro Vancouver", hag ar 4e en Amerika a-bezh. Foresterezh ha touristelezh eo an daou obererezh ekonomikel pennañ. Eno e oa bet dalc'het ar C'hoarioù Olimpek ha paralimpek goañv e 2010.

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo Vancouver gant :

Liammoù diavaez

kemmañ