Arallrevelezh
Un identelezh (pe stad-den) revel eo an arallrevelezh o tennañ d'un den hag a en em sant dedennet ez-reizhel ha/pe ez-karantezel gant tud eus ar rev disheñvel diouzh e/hec'h hini. Un doare unrevelezh an hini o neuze.
Iskevrennad eus | Unrevelezh |
---|---|
Anvet diwar | hetero-, sexuality |
Hashtag | heterosexual |
Banniel (deskrivadur) | Banniel an arallrevelezh |
Implijet gant | heterosexual |
Stumm benel an dikedenn | hétera |
Arouezenn Unicode | ⚤ |
Enebet ouzh | non-heterosexuality, heñvelrevelezh |
Krouet e oa bet an nevezc'her heterosexuel nebeut war-lerc'h ma oa bet krouet an termen homosexuell ha diwar an hevelep patrom oc'h implijout ar rakger latin hetero- ("arall"). Implijet e oa bet an termen heterosexuel evit ar wezh kentañ dre skrid e 1869.
En un doare ledan ez eo hennezh identelezh revel an darn vrasañ eus an dud dre ar bed. Mar seller pishoc'h avat, o tiskontañ an holl dud hag a lârfe int arallrevel met o devez pratikoù reizhel gant tud eus an hevelep rev ur wezh dre vare e tiskenn kalz an niver a dud hag a vefe arallrevel da vat.
Gwelet ivez
kemmañ- Banniel an arallrevelezh
- Revelezh denel
- Tuadur reizhel
- Divrevelezh
- Hollrevelezh
- Heñvelrevelezh
- Unrevelezh
- Anrevelezh
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |