Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un tuadur reizhel eo an anrevelezh o tennañ an dud n'int ket dedennet gant kaout darempredoù reizhel evit meur a abeg.

Arouez an anrevelezh

Disheñvel eo diouzh an diorged (pe chastded) ma klask unan, anrevel pe get, chom hep kaout darempredoù reizhel, peuliesañ evit abegoù relijiel.

Hervez ur studiadenn kaset da benn er Rouantelezh-Unanet e 2004, 1% eus an dud c'houlennataet a respontas n'o doa santet dedennet biken ez-reizhel ebet gwech ebet.

An dud anrevel a c'hell kaout meur a identelezh revel, da skouer em em santet dedennet ez-romantel gant tud eus an hevelep rev pe get. Diwar-se e teu sklaer an diforc'h etre an tuadur reizhel hag ar stad-den revel.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.