San Francisco (Kalifornia)

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

San Francisco (IPA: [sæn fɹænsɪsko]) a zo ur gêr hag ur porzh-mor, e kreiz stad kevredet Kalifornia (SUA), war ribl ar Meurvor Habask. Unan eus ar c'hêrioù birvidikañ e-keñver ar stuzioù frankizour hag ar spered nevesaat. Diazezet eo bet e 1776 gant ar Spagnoled tro-war-dro d'ur c'heñlvec'h en Nor Aour (Golden Gate) ha d'ur gouent mision dediet da Sant Frañsez a Asiz war ur c'hourenez etre ar Meurvor Habask ha morlenn San Francisco. Gant 881 549 annezad e kontelezh San Francisco e 2019 eo ar pevare kêr pobletañ e Kalifornia. E bannlev gevred ar gêr, en tu all d'ar vorlenn, ez eus un takad obererezh brudet, ar Silicon Valley (Traoñienn ar silikiom) e anv. Eno e vez ijinet un darn vras eus an ijinadennoù a denn d'an elektronik ha d'an urzhiataerezh.

Skeudennaoueg.

IstorAozañ

Pa oa krouet e 1776 e oa e-barzh besrouantelezh Spagn Nevez. Dindan beli Bro-Vec'hiko e voe goude, betek 1848 pa oa gounezet gant ar Stadoù-Unanet en ur brezel a-enep Mec'hiko. En em astenn a reas ar gêr e-pad ar fardadeg war an aour. Savet e voe lies pezh tiez gant michourerien deuet da vezañ pinvidik-mor. Distrujet e voe tri-c'hard eus ar gêr e 1906 gant ur c'hrenn-douar hag an tanioù-gwall da heul. Kavell ar jeans eo ha krouet e voe an embregerezh Levi Strauss & Co. eno. Diwan a reas ar Beat Generation er bloavezhioù 1950. Adalek an eil lodenn eus an XXvet kantved o deus diorrenet an teknologiezhoù nevez e Rannvro Bae San Francisco.

GevelliñAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.